Eil Levr an Danevelloù 5
1Chétu aman̄ mipien Ruben, mâp-héna Israel, (râg hén̄ eo a oa hé vâp-héna; hôgen ô véza m’en dôa saotret gwélé hé dâd, hé wir-hénan̄ded a oé rôet da vipien Jozef, mâb Israel, ha Ruben na oé mui sellet ével ar mâp-héna.
2Hôgen Juda a oa ar c’halounéka eûz hé holl vreûdeûr; ha prin̄sed a zô savet eûz hé wenn; hôgen ar gwîr-hénan̄ded a oé miret da Jozef.)
3Mipien Ruben, mâp-héna Israel: Énoch ha Fallu, hag Esron, ha Karmi.
4Mipien Joel: Samaia hé vâb, Gog hé vâb, Séméi hé vâb,
5Mic’ha hé vâb, Reia hé vâb, Baal hé vâb,
6Bééra hé vâb, péhini a oé prin̄s war vreûriez Ruben, hag a oé kaset é sklavérez gan̄t Telgatfalnasar, roué ann Assiried.
7Hôgen hé vreûdeûr, hag hé holl géren̄tiez, pa oen̄t nivéret dré diadou, hô dôé da brin̄sed Jéhiel ha Zakarias.
8Bala, mâb Azaz, mâb Samma, mâb Joel, a choumaz é Aroer, bété Nébo ha Béelméon.
9Choum a réaz ivé bété brô ar sâv-héol é dérou ann distrô, ha bété ster Eûfratez. Râk kalz a loéned hô dôa é douar Galaad.
10Hôgen é deisiou Saül é stourmchon̄t oud ann Agaréed, é lazchon̄t anézhô, hag é choumchon̄t enn hô zeltou enn hô léac’h, enn holl vrô a zell oud ar sâv-héol eûz a C’halaad.
11Mipien Gad a choumaz râg-énep d’ézhô é brô Bazan bété Selc’ha.
12Joel a oa é penn d’ézhô, ha Safan da eil; ha Janai, ha Safat é Basan.
13Hô breûdeûr hervez hô ziadou hag hô c’héren̄tiézou: Mikael, ha Mosollam, ha Sébé, ha Jorai, ha Jac’han, ha Zié, hag Héber; seiz.
14Ar ré-man̄ mipien Abihail, mâb Huri, mâb Jara, mâb Galaad, mâb Mikael, mâb Jésési, mâb Jeddo, mâb Buz.
15Hô breûdeûr a oé c’hoaz mipien Abdiel, mâb Guni, prin̄s eunn tî enn hé diadou.
16Hag hî a choumaz é Galaad, hag é Basan, hag enn hé bourc’hiou, hag é holl faboursiou Saron, bétég ann harzou.
17Ar ré-zé holl a oé nivéret é deisiou Joatan, roué Juda, hag é deisiou Jéroboam, roué Israel.
18Mipien Buben ha Gad, hag han̄ter-vreûriez Manasé a oé tûd-a-vrézel, péré a zougé ann diren hag ar c’hlézé, a steñé ar warek, hag a oa gwiziek er stourmou. P’az éan̄t d’ar brézel, éz oan̄t pévar mil ha daou-ugen̄t mil seiz kan̄t ha tri-ugen̄t.
19Stourmi a réjon̄t oud ann Agaréed, da béré ann Iturééd ha ré Nafis ha Nodab,
20A rôaz skoazel. Hag ann Agaréed, gan̄d ar ré holl a oa gan̄t-hô a gouézaz étré hô daouarn, ô véza m’hô dôa galvet Doué é-kreiz ann emgann; hag hén̄ a zélaouaz anézhô, dré m’hô dôa krédet enn-han̄.
21Hag hî a géméraz kémen̄t ha m’hô dôa ar ré-man̄; han̄ter-kan̄t mil kan̄val, ha daou c’han̄t hag han̄ter-kan̄t mil dan̄vad, ha daou vil azen, ha kan̄t mil dén.
22Kalz eûz ar ré a oa bét glazet a varvaz ivé: râk brézel ann Aotrou é oa. Hag hî a choumaz enn hô léac’h bété ma oen̄t kaset kuit eûz ar vrô-zé.
23Mipien han̄ter-vreûriez Manasé a choumaz ivé enn douarou a zô adaleg harzou Basan bété Baal, hag Hermon, ha Sanir, ha ménez Hermon, ô véza ma oa eunn niver brâz anézhô.
24Hag ar ré-man̄ a oé ar brin̄sed eûz hô ziadou hag eûz hô c’héren̄tiézou: Éfer, ha Jési, hag Éliel, hag Ezriel, ha Jérémia, hag Odoia, ha Jédiel, tûd kré ha galloudek, ha brudet-brâz é-touez ann duged eûz hô ziadou.
25Koulskoudé é tilézchon̄t Doué hô zadou, hag en em zaotrchon̄t gan̄d douéed poblou ann douar, en dôa Doué bévézet dira-z-hô.
26Ha Doué Israel a lékéaz da zével spéred Ful, roué ann Assiried, ha spéred Telgatfalnasar, roué Assur; hag hé man̄ a lékéaz da gregi é breûriez Ruben, hag é breûriez Gad, hag é han̄ter-vreûriez Manasé, hag é kasaz anézhô da Lahéla, ha da Habor, ha da Ara, é ribl ster Gozan, bété vréman̄. ———— VI. PENNAD. Nésted Lévi.