The Bible Software
Eil Levr an Danevelloù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr an Danevelloù 22

1Ha David a lavaraz: Hé-man̄ eo tî Doué, hag hé-man̄ eo aoter sakrifisou Israel.

2Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz strolla ann holl ziavésidi a ioa é douar Israel; hag é kéméraz lôd anézhô évit béna ha kompéza mein da zével tî Doué.

3David a aozaz ivé kalz a dachou houarn évid ann ôriou, hag évid ar frammou all; hag eul lôd diniver a arem.

4Tûd Sidon ha Tir a gasaz ivé da Zavid kalz a goat sedr.

5Ha David a lavaraz: Salomon, va mâb, a zô c’hoaz eur bugel iaouan̄k ha gwân; hag ann tî a fell d’in a vé savet d’ann Aotrou, a dlé béza ker kaer, ma vézô gréat mének anézhan̄ enn holl vrôiou: mé a aozô éta kémen̄d ha ma vézô réd. Ha dré-zé éc’h aozaz abarz hé varô kémen̄d ha ma oa réd.

6Hag hén̄ a c’halvaz Salomon hé vâb, hag a c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ sével eunn tî d’ann Aotrou, Doué Israel.

7Ha David a lavaraz c’hoaz da Zalomon: Va mâb, va ioul é oa sével eunn tî é hanô ann Aotrou, va Doué;

8Hôgen gér ann Aotrou en deûz komzet ouz-in, ô lavarout: Kalz a c’hoad éc’h eûz skuḻet, ha kalz a vrézéliou éc’h eûz gréat; na helli két sével eunn tî em hanô, pa éc’h eûz skuḻet kémen̄d a c’hoad dira-z-oun:

9Ar mâb a vézô ganet d’id a vézô eunn dén sioul-brâz. Ha mé hel lakai da gaout éhan digan̄d hé holl énébourien trô-war-drô; ha dré-zé eo é vézô hanvet dén a béoc’h; ar péoc’h hag ann éhan a rôinn é Israel a-héd hé holl zeisiou.

10Hén̄ eo a zavô eunn tî em hanô; hag hén̄ a vézô da vâb d’in, ha mé a vézô da dâd d’ézhan̄. Ha mé a startai trôn hé rouan̄télez war Israel da vikenn.

11Bréma éta, va mâb, ra vézô ann Aotrou gan-éz, ha béz euruz, ha sâv eunn tî d’ann Aotrou da Zoué, ével ma en deûz hé lavaret diwar da benn.

12Ra rôi ivé ann Aotrou d’id ar furnez hag ar skian̄t-vâd, évit ma helli réna Israel ha mirout lézen ann Aotrou, da Zoué.

13Râk na helli két kerzout ervâd, ma na virez két hé c’hourc’hémennou, hag ar barnédigézou en deûz ann Aotrou kémennet da Voizez da zeski da Israel. En em gréva ha béz kalounek; n’az péz két a aoun nag a zaouzan.

14Chétu mé em paouren̄tez em eûz aozet ar péz a zô réd évit tî ann Aotrou; kan̄t mil talan̄t aour, ha mil war vil talan̄t arc’han̄t; hag eul lod arem hag houarn diboéz ha diniver; koat ha mein em eûz aozet évit kémen̄d a zô réd.

15Béz’ éc’h eûz ivé kalz ôbérourien, men̄gleûzierien, ha masounerien, ha kilvizien, hag a béb ôbérour mâd,

16Enn aour, hag enn arc’han̄t, hag enn arem hag enn houarn, hép ma helleur hô nivéri. Saô éta, ha labour, hag ann Aotrou a vézô gan-éz.

17David a c’hourc’hémennaz ivé da holl brin̄sed Israel skoazella Salomon, hé vâb.

18Gwéloud a rîd, émé-z-han̄, pénaoz éma ann Aotrou hô Toué gan-é-hoc’h, pénaoz en deûz rôet ar péoc’h d’é-hoc’h war hô trô; pénaoz en deûz lékéat hoc’h énébourien étré hô taouarn; ha pénaoz eo lékéat ann douar dindân galloud ann Aotrou, ha dindân galloud hé bobl.

19Aozid éta hô kalounou hag hoc’h énéou évit klask ann Aotrou, hô Toué. Savit holl, ha grîd eur san̄tuar d’ann Aotrou Doué, evit ma vézô kaset arc’h kévrédigez ann Aotrou, hag al listri gwéstlet d’ézhan̄, enn tî a dléeur da zével é hanô ann Aotrou. ———— XXIII. PENNAD. David a reiz kargou al Lévited.

← Eil Levr an Danevelloù 21Read In The App, Free →Eil Levr an Danevelloù 23 →

Study Eil Levr an Danevelloù 22

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234567891011121314151617181920212223242526272829