The Bible Software
Eil Levr an Danevelloù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr an Danevelloù 27

1Hôgen ann niver eûz a vipien Israel, péré a iéa d’hô zrô é servich ar roué, hag a oa névézet pép mîz, a oa eûz a bévar mil war-n-ugen̄t pép gwéac’h, gan̄t prin̄sed ann tiadou, ar villénerien, ar c’han̄ténerien, hag ar bréféded.

2Jesboam, mâb Zabdiel, a oa é penn ar gen̄ta van̄den a oa é servich er c’hen̄ta mîz; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t dindân-han̄.

3Eûz a vipien Farez é oa, hag ar c’hen̄ta eûz a holl brin̄sed ann armé er mîz ken̄ta.

4Dudia, ann Abahit, a oa é penn ann eil van̄den enn eil vîz, ha dindân-han̄ eunn all hanvet Masellot, péhini a réné lôd eûz ann armé, pévar mil dén war-n-ugen̄t.

5Banaias, mâb Joiada, ar bélek, a oa é penn ann drédé van̄den enn trédé mîz; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t dindân-han̄.

6Ar Banaias-zé eo a oa ar c’halounéka étré ann trégon̄t, hag a oa dreist ann trégon̄t; Amizabad, hé vâb, a réné ivé ann armé dindân-han̄.

7Ar pévaré er pévaré mîz é oa Asabel, breûr Joab, ha Zabadias, hé vâb, war hé lerc’h; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t enn hé van̄den.

8Ar pempved prin̄s er pempved mîz é oa Samaot, ar Jézérit; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t enn hé van̄den.

9Ar c’houec’hved er c’houec’hved mîz é oa Hira, mâb Aksez, eûz a Dékna; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t enn hé van̄den.

10Ar seizved er seizved mîz, é oa Hellez, ar Fallonit, eûz a vipien Éfraim; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t enn hé van̄den.

11Ann eizved enn eizved mîz, é oa Soboc’hai, ann Husatit, eûz a wenn Zarahi; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t enn hé van̄den.

12Ann naved enn naved mîz, é oa Ahirézer, ann Anatoiit, eûz a vipien Jémini; ha pévar mil dén war-n-ugent enn hé van̄den.

13Ann dékved enn dékved mîz, é oa Marai, ann Nétofatit, eûz a wenn Zarai; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t enn hé van̄den.

14Ann unnékved enn unnékved mîz, é oa Banaias, ar Faratonit, eûz a vipien Éfraim; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t enn hé van̄den.

15Ann daouzékved enn daouzékved mîz, é oa Holdai, ann Nétofalit, eûz a wenn Gotoniel; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t enn hé van̄den.

16Hôgen war vreûriézou Israel éz oa: war ar Rubénied, dûg Eliézer, mâb Zéc’hri; war ar Siméonied, dûg Safatias, mâb Maac’ha.

17War al Lévied, Hasabias, mâb Kamuel; war ann Aaronied, Sadok:

18War Juda, Éliu, breûr David; war Isakar, Amri, mâb Mikael:

19War Zabulon, Jesmaias, mâb Abdias; war Neftali, Jérimot, mâb Ozriel:

20War vipien Éfraim, Osée mâb Ozaziu; war han̄ter-vreûriez Manasé, Joel, mâb Fadaia:

21War han̄ter-vreûriez Manasé é Galaad, Jaddo, mâb Zac’harias; war Ven̄jamin, Jasiel, mâb Abner.

22War Zan, Ezrihel, mâb Jéroham. Ar ré-zé é oa ar brin̄sed eûz a vipien Israel.

23Hôgen David na fellaz két d’ézhan̄ hô nivéri dindân ann oad a ugen̄t vloaz, ô véza m’en doa lavaret ann Aotrou pénaoz é paotché Israel ével stéred ann én̄v.

24Joab, mâb Sarvia, en dôa déraouet ôber ann nivérérez; hôgen n’her c’hasaz két da benn, râk kémen̄t-sé en dôa tennet buanégez Doué war Israel; ha dré-zé eo né két bét skrivet ann niver eûz ar ré a oa bét nivéret, é levr ôberiou ar roué David.

25War den̄zoriou ar roué é oa réner Azmot, mâb Adiel; hôgen Jonatan, mâb Ozias, a oa da benn war ann ten̄zoriou a oa er c’heriou, hag er bourc’hiou, hag enn touriou.

26Ezri, mâb Kélub, a oa da benn war ôberiou ar mesiou, ha war ar ré a labouré ann douar:

27Séméias, ar Romatit, war ar winiennerien: Zabdias, ann Afonit, war ar c’haviou-gwîn:

28Balanan, ar Gédérit, war ar gwéz olived ha war ar gwéz fiez a oa er mesiou; ha Joas war ar soliérou éôl:

29Sétrai, ar Saronit, a oa da benn war ar chatal a beûré war vénez Saron, ha Safat, mâb Adli, war ann éjenned a oa enn traon̄iennou:

30Hag Ubil, ann Ismahélit, war ar gan̄valed, ha Jadias, ar Méronatit, war ann azénéd:

31Ha Jaziz, ann Agaréad, war ann dén̄ved. Ar ré-zé holl a oa mérérien war vadou ar roué David.

32Hôgen Jonatan, éon̄tr David, dén fûr ha gwiziek, a oa da guzulier d’ézhan̄; hé-man̄ ha Jahiel, mâb Hac’hamoni, a oa gan̄t mipien ar roué.

33Ac’hitofel a oa ivé kuzulier d’ar roué, ha Kusai, ann Arac’hit, a oa miñoun ar roué.

34Goudé Ac’hitofel é oé Joiada, mâb Banaias, hag Abiatar. Hôgen Joab a oa prin̄s war armé ar roué. ———— XXVIII. PENNAD. Kélennou a rô David da Zalomon évit sével ann templ.

← Eil Levr an Danevelloù 26Read In The App, Free →Eil Levr an Danevelloù 28 →

Study Eil Levr an Danevelloù 27

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234567891011121314151617181920212223242526272829