The Bible Software
Eil Levr an Danevelloù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr an Danevelloù 18

1Hôgen goudé-zé é c’hoarvézaz pénaoz David a dréc’haz hag a izéléaz ar Filistined, hag a géméraz Gét hag hé bourc’hiou eûz a zaouarn ar Filistined.

2Tréc’hi a réaz ivé Moab, hag ar Voabited a zeûaz da zervicherien da Zavid, hag a baéaz gwiriou d’ézhan̄.

3David enn amzer-zé a dréc’haz ivé Adarézer, roué Soba, é brô Hémat, pa gerzé évit astenna hé rouan̄télez béte ster Eufrates.

4David éta a géméraz d’ézhan̄ mil karr, ha seiz mil marc’hek, hag ugen̄t mil dén war droad; hag hén̄ a drouc’haz nervennou kézeg ar c’hirri, némét kan̄t stern a viraz évit-han̄.

5Hôgen Siried Damas a zeûaz évit ken-nerza Adarézer, roué Soba; ha David a lazaz daou vil dén war-n-ugen̄t anézhô.

6Lakaad a réaz ivé soudarded é Damas, évit ma teûjé ar Siria dindân hé c’halloud ha ma paéjé gwiriou d’ézhan̄. Hag ann Aotrou a skoazellaz anézhan̄ é kémen̄t léac’h ha m’az éaz.

7David a géméraz ivé ann tron̄son aour hô dôa servicherien Adarézer, hag hô c’hasaz da Jérusalem.

8Digas a réaz ivé eûz a Débat hag eûz a C’hun, keriou a ioa da Adarézer, eul lôd brâz a arem, gan̄t péhini é réaz Salomon ar môr arem, hag ar peûliou, ha listri arem.

9Pa glévaz Tou, roué Hémat, pénaoz en dôa David tréc’het holl armé Adarézer, roué Soba,

10É kasaz Adoram, hé vâb, étrézég ar roué David, évit goulenn ar péoc’h digan̄t-han̄, hag évid diskouéza hé lévénez d’ézhan̄, ô véza m’en dôa kannet ha tréc’het Adarézer; râk Tou a oa énébour da Adarézer.

11Hôgen ar roué David a wéstlaz d’ann Aotrou ann holl listri aour, hag archan̄t, hag arem, gan̄d ann arc’han̄t hag ann aour en dôa kéméret war ann holl boblou, kenn war ann Iduméed, hag ar Voabited, ha mipien Ammon, kenn war ar Filistined hag ann Amalékited.

12Abisai, mâb Sarvia, a dréc’haz ivé triouec’h mil Iduméad é traon̄ien ar C’hoalen.

13Hag hén̄ a lékéaz eur gward é Édom, évit lakaad ann Iduméa dindân galloud David; hag ann Aotrou a ziwallaz David é kémen̄t léac’h ha m’az éaz.

14David éta a rénaz war Israel holl, hag hén̄ a varnaz gan̄t reiz hé holl bobl.

15Joab, mâb Sarvia, a oa é penn ann armé, ha Josafat, mâb Ahilud, a oa mirer ar ziellou.

16Ha Sadok, mâb Akitob, hag Akimélek, mâb Abiatar, a oa béleien- vrâz; ha Susa a oa skrivañer.

17Banaias, mâb Joiada, a ioa é penn ar Sérétied hag ar Félétied; hôgen mipien David a oa ar ré gen̄ta é-kichen ar roué. (T). ———— XIX. PENNAD. Hanon, roué ann Ammonited, a ra dismégan̄s da gannaded David.

← Eil Levr an Danevelloù 17Read In The App, Free →Eil Levr an Danevelloù 19 →

Study Eil Levr an Danevelloù 18

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234567891011121314151617181920212223242526272829