Eil Levr an Danevelloù 3
1Chétu aman̄ mipien David, a zô bét ganet d’ézhan̄ e Hébron: ann héna, Amnon eûz a Ac’hinoam ar Jezraélitez; ann eil, Daniel eûz a Abigail ar Garmélitez;
2Ann trédé, Absalom, mâb Maac’ha, merc’h Tolmai, roué Gésur; ar pévaré, Adonias, mâb Aggit;
3Ar pempved Safatias eûz a Abital; ar c’houec’hved, Jétraham eûz a Égla, hé c’hrég.
4C’houec’h mab éta a zô bét ganet d’ézhan̄ é Hébron, é péléac’h é rénaz seiz vloaz ha c’houec’h miz. Hôgen tri bloaz ha trégon̄t é rénaz é Jéruzalem.
5Hôgen é Jéruzalem é oé ganet d’ézhan̄ mipien: Simmaa, ha Sobab, ha Natan, ha Salomon; hô févar eûz a Vetsabéé, merc’h Ammiel.
6Ha Jebaar, hag Élisama,
7Hag Élifalet, ha Nojé, ha Néfeg, ha Jafia,
8Hag Élisama, hag Éliada, hag Élifélet, naô;
9Ar ré-zé holl eo mipien David; hép nivéri mipien hé zerc’hed; hag eur c’hoar hô dôé, hanvet Tamar.
10Hôgen mâb Salomon, Roboam; hag Abia, hé vâb, a oé tâd (T) Asa. Eûz a hé-man̄ eo ganet Jozafat,
11Tâd Joram; ha Joram a en̄gé-hen̄taz Oc’hozias, a béhini eo bét ganet Joas:
12Hag Amasias, hé vâb, a oé tâd (T) Azarias. Ha mâb Azarias a oé Joatan,
13Péhini a en̄géhen̄taz Ac’haz, tâd Ézékias, a béhini eo ganet Manasez.
14Ha Manasez a oé tâd Amon, tâd Josias.
15Hôgen mipien Josias a oé: ann héna, Johanan; ann eil, Joakim; ann trédé, Sédésias; ar pévaré, Sellum.
16Eûz a Joakim eo ganet Jéc’honias, ha Sédésias.
17Mipien Jéc’honias a oé Asir, ha Salatiel,
18Melkiram, ha Fadaia, ha Sennéser, ha Jésémia, ha Sama, ha Nadabia.
19Eûz a Fadaia eo ganet Zorababel ha Sémei. Zorababel a en̄géhen̄taz Mosolla, hag Hananias, ha Solomit, hô c’hoar:
20Hag Hasaban, hag Ohol, ha Barac’hias, hag Hasadias, ha Josabhésed, pemp.
21Hôgen mâb Hananias, Faltias, tâd Jéséias, péhini en dôé da vâb Rafaia; ha mâb hé-man̄ a oé Arnan, a béhini eo ganet Obdia, péhini en dôé da vâb Séc’hénias.
22Mâb Séc’hénias, Séméia, péhini en dôé da vipien, Hattus, ha Jégaal, ha Baria, ha Naaria, ha Safat; c’houeac’h anézhô.
23Mâb Maaria, Élioénai, hag Ezékias, hag Ezrikam; tri.
24Mipien Élioénai, Oduia, hag Éliasub, ha Féléia, hag Akkub, ha Johanam, ha Dalaia, hag Anani; seiz anézho. ———— IV. PENNAD. Nésted Juda. Mipien Siméon.