The Bible Software
Eil Levr an Danevelloù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr an Danevelloù 24

1Hôgen chétu aman̄ rannou mipien Aaron: mipien Aaron: Nadab, hag Abiu, hag Éléazar, hag Itamar.

2Hôgen Nadab hag Abiu a varvaz abarz hô zâd, hag hep bugalé; ha râk-sé Éléazar hag Itamar a réaz ar garg a véleien.

3David éta hô rannaz, da lavaroud eo, Sadok eûz a vipien Éléazar, hag Ahimélec’h eûz a vipien Itamar, hervez hô zrô hag hô c’harg.

4Hag é oe kavet muioc’h a bennou-tiez é-touez mipien Éléazar égét é-touez mipien Itamar. Ranna a réaz éta mipien Éléazar é chouézék prin̄s, pé penn-tî, ha mipien Itamar é eiz prin̄s, pé penn-tî.

5Ranna a réaz c’hoaz pép tiad étré-z-hô dré ar sort, râk prin̄sed ar san̄tuar, ha prin̄sed Doué a oa enn-hô, kenn eûz a vipien Éléazar, kenn eûz a vipien Itamar.

6Séméias, mâb Natanael, skrivañer eûz a vreûriez Lévi, a skrivaz hô hanô dirâg ar roué hag ar brin̄sed, ha Sadok ar bélek, hag Ahimélec’h, mâb Abiatar, ha prin̄sed tiadou ar véleien hag al Lévited: tî Éléazar, péhini a oa penn eul lôd brâz, ha tî Itamar, péhini a oa penn kalz ré all.

7Ével-sé ar sort ken̄ta a gouézaz da Joiarib, ann eil da Jédei,

8Ann trédé da Harim, ar pévaré da Zéorim,

9Ar pempved da Vélc’hia, ar c’houec’hved da Vaiman,

10Ar seizved da Akkos, ann eizved da Abia,

11Ann naved da Jésua, ann dékved da Zéc’hénia,

12Ann unnékved da Éliasib, ann daouzékved da Jadim,

13Ann trizékved da Hopfa, ar pévarzékved da Isbaab,

14Ar pemzékved da Velga, ar c’houézékved da Emmer,

15Ar seitékved da Hézir, ann triouec’hved da Afsez,

16Ann naon̄tékved da Fétéia, ann ugen̄tved da Hézékiel,

17Ar c’hen̄ta war-n-ugen̄t da Jac’hin, ann eil war-n-ugen̄t da C’hamul,

18Ann trédé war-n-ugen̄t da Zalaiau, ar pévaré war-n-ugen̄t da Vaaziau.

19Chétu hô rann hervez hô c’hargou, pa’z éan̄t é tî ann Aotrou, hag hervez hô lîd dindân dourn Aaron, hô zâd, ével m’en dôa hé c’hourc’hémennet ann Aotrou, Doué Israel.

20Hôgen ar ré all eûz a vipien Lévi a oé, eûz a vipien Amram, Subael, eûz a vipien Subael, Jéhédéia.

21Eûz a vipien Rohobia, Jésias ar prin̄s.

22Mâb Isaar, Salémot, ha mâb Salémot, Jahat.

23Hé vâb ken̄ta Jériau, ann eil Amarias, ann trédé Jahaziel, ar pévaré Jekmaam.

24Mâb Oziel, Mic’ha; mâb Mic’ha, Samir.

25Breûr Mic’ha, Jésia: mâb Jésia, Zac’harias.

26Mipien Mérari, Moholi ha Musi. Mâb Oziau, Benno.

27Mipien Mérari c’hoaz, goudé Oziau, Soam, ha Zac’hur, hag Hébri.

28Mâb Moholi, Éléazar, péhini n’en dôé két a vugalé.

29Mâb Kis, Jéraméel.

30Mipien Musi, Moholi, Éder, ha Jérimot. Ar ré-zé eo mipien Lévi hervez tiez hô zadou.

31Hag ar ré-man̄ a daolaz ivé d’ar sort gan̄d hô breûdeûr, mipien Aaron, dirâk David ar roué, ha Sadok, hag Ahimélec’h, ha prin̄sed tiadou ar véleien hag al Lévited, kenn ar ré vrasa, kenn ar ré zistéra: holl a oé rannet étré-z-hô kémen̄d ha kémen̄d. ———— XXV. PENNAD. Kanerien ha barzed.

← Eil Levr an Danevelloù 23Read In The App, Free →Eil Levr an Danevelloù 25 →

Study Eil Levr an Danevelloù 24

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234567891011121314151617181920212223242526272829