Eil Levr an Danevelloù 26
1Ével-henn é oé lôdennet ar borsierien: eûz ar Goréed, Mésélémia, mâb Koré, eûz a vipien Asaf.
2Mipien Mésélémia: Zac’harias ar c’hen̄ta-ganet, Jadihel ann eil, Zabadias ann trédé, Jatanael ar pévaré,
3Élam ar pempved, Johanan ar c’houec’hved, Elioénai ar seizved.
4Mipien Obédédom: Séméias ar c’hen̄ta-ganet, Jozabad ann eil, Joaba ann trédé, Sac’har ar pévaré, Natanael ar pempved,
5Ammiel ar c’houec’hved, Issakar ar seizved, Follati ann eizved: râg ann Aotrou a vennigaz anézhan̄.
6Hôgen Séméi, hé vâb, en dôé kalz mipien, péré a oé da benn war hô ziadou: râg hî a oa tûd kré-meûrbéd.
7Mipien éta Séméi: Otni, ha Rafael, hag Obed, Elzabad, hag hé vreûdeûr, tûd kré-meûrbéd; hag ivé Éliu, ha Samac’hias.
8Ar ré-man̄ holl a oa mipien da Obédédom: hî, hô mipien hag hô breûdeûr a oa tud kré-meûrbéd évid hô c’harg; daou ha tri-ugen̄t eûz a Obédédom.
9Mipien Mésélémia hag hô breûdeûr, tûd kré-meûrbéd, hag hî triouec’h.
10Hôgen eûz a Hosa, da lavaroud eo, eûz a vipien Mérari: Semri ar prin̄s (râk né oa két ar c’hen̄ta-ganet, hôgen hé dâd en dôa hé lékéat da benn),
11Helsias ann eil, Tabélias ann trédé, Zac’harias ar pévaré; ar ré-zé holl mipien pé breûdeûr da Hesa; trizék.
12Ével-sé é oa lôdennet ar borsierien, enn hévélep doaré ma zerviché bépréd prin̄sed ar gwardou, ével hô breûdeûr, é tî ann Aotrou.
13Taolet é oé éta d’ar sort, hép nép kemm, é-touez ar ré vihan, hag é-touez ar ré vrâz enn holl ziadou, évit pép pors.
14Sort pors ar sâv-héol a gouézaz éta da Zélémia; hag hini ann han̄ter-nôz a gouézaz da Zac’harias, hé vâb, dén fûr-brâz ha desket-mâd.
15Da Obédédom ha d’hé vipien, hini ar c’hrésteiz é péléac’h édô kuzul ann hénaoured.
16Da Zéfim ha da Hosa, hini ar c’hûs-héol, war-zû ar pors a gâs d’ann hen̄t a bîñ; gward ouc’h gward.
17War-zù ar sâv-héol éz oa c’houéac’h Lévit: hag oud ann han̄ter-nôz, pévar a-héd ann deiz; hag oud ar c’hrésteiz, pévar ivé a-héd ann deiz; hag el léac’h ma édô ar c’huzul, daou ha daou.
18Hag é lôjou ar borsierien war-zû ar c’hûs-héol, pévar war ann hen̄t, ha daou dré bép lôj.
19Chétu lôdennou ar borsierien, eûz a vipien Koré ha Mérari.
20Hôgen Ac’hias a oa da vérer war den̄zoriou tî Doué ha war al listri sakr.
21Mipien Lédan, mipien Gersonni: eûz a Lédan, prin̄sed ann tiadou, Lédan, ha Gersonni, ha Jéhiéli.
22Mipien Jéhiéli: Zatan ha Joel hé vreûr, war den̄zoriou tî ann Aotrou.
23Gan̄d ann Amramited, hag ann Isaarited, hag ann Hébronited, hag ann Ozihélited.
24Hôgen Subael, mâb Gersom, mâb Moizez, a oa unan eûz ann den̄zorierien.
25Hag hé vreûr Éliézer, ha mâb hé-man̄ Rahabia, hag hé vâb Isaias, hag hé vâb Joram, hag hé vâb Zéc’hri, hag hé vâb Sélémit.
26Sélémit hag hé vreûdeûr a oa ivé da benn war den̄zoriou ann traou sakr en dôa gwéstlet ar roué David, ha prin̄sed ann tiadou, hag ar villénerien, hag ar c’han̄ténerien, ha prin̄sed ann armé,
27Eûz a breizou ar brézel hag ann emgannou, a oa bét gwéstlet gan̄t-hô évid aoza pé annéza templ ann Aotrou.
28Kémen̄t-sé holl a oa bét gwéstlet gan̄t Samuel, ar gwéler, gan̄t Saul, mâb Kis, gan̄d Abner, mâb Ner, ha gan̄t Joab, mâb Sarvia. Hôgen kémen̄t gwéstl a oa gréat a oa lékéat étré daouarn Sélémit hag hé vreûdeûr.
29Konénias hag hé vreûdeûr a oa é penn ann Isaarited, évid ann traou a-ziavéaz enn Israel, évid hô deski hag hô barna.
30Hasabias, eûz a vipien Hébron, hag hé vreûdeûr, tûd kré-brâz, hag hî mil seiz kan̄t, a oa da benn war Israel enn tû all d’ar Jourdan, war-zû ar c’hûs-héol, é holl labour ann Aotrou, hag é servich ar roué.
31Hôgen Jéria a oé prin̄s war ann Hébronited, hervez hô ziadou hag hô c’héren̄tiézou. Enn daou-ugen̄tved bloaz eûz a rén David é oen̄t nivéret, hag é oé kavet eûz anézhô é Jazer-Galaad, tûd kalounek-brâz,
32Hag hô breûdeûr é bâr ann oad, hag hî daou vil seiz kan̄t prin̄s tiad. Hôgen ar roué David hô lékéaz da benn war ar Rubénited, hag ar Gadited, ha war han̄ter-vreûriez Manasé, é holl zervich Doué hag ar roué. ———— XXVII. PENNAD. Daouzék prin̄s tî David.