The Bible Software
Eil Levr an Danevelloù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr an Danevelloù 16

1Digas a réjon̄t éta arc’h Doué, hag é lékéjon̄t anézhi é-kreiz ann tabernakl en dôa steñet David évit-hi; hag é kennigchon̄t sakrifisou-losk ha sakrifisou a béoc’h dirâg ann Aotrou.

2Ha pa oé bét kenniget gan̄d David sakrifisou-losk ha sakrifisou a béoc’h, é vennigaz ar bobl e hanô ann Aotrou.

3Hag hén̄ a rôaz da bép-hini anézhô, kenn goazed, kenn merc’hed, eunn dorz vara, hag eunn tamm kîk bévin rôstet, ha bleûd fritet gan̄t éôl.

4Hag hén̄ a lékeaz dirâg arc’h ann Aotrou Lévited, évid hé servicha hag ôber pép labour, évit énori ha meûli ann Aotrou, Doué Israel.

5Asaf ar prin̄s anézhô; ha Zakarias hé eil; ha goudé Jahiel, ha Sémiramot, ha Jéhiel, ha Matatias, hag Éliab, ha Banaias, hag Obédédom: ha Jéhiel war ann télennou hag al lirennou; hag Asaf évit séni gan̄d ar simbalou.

6Ha Banaias ha Jaziel ar véleien, évit séni gan̄d ar c’horn-boud dirâg arc’h kévredigez ann Aotrou.

7Enn deiz-zé David a lékéaz Asaf da brin̄s, évit meûli ann Aotrou.

8Meûlit ann Aotrou, ha galvit hé hanô; brudit hé ôberiou é-kreiz ar boblou.

9Kanit-hén̄, ha sonit-hén: ha livirit hé holl vurzudou.

10Meûlit hé hanô san̄tel: r’en em laouénai kaloun ar ré a glask ann Aotrou.

11Klaskit ann Aotrou hag hé ners; klaskit bépréd hé zremm.

12Hô pézet koun eûz ar burzudou en deûz gréat, eûz hé arouésiou hag eûz a varnédigésiou hé c’hénou,

13C’houi, gwenn Israel, hé zervicher; c’houi mipien Jakob, dilennet gan̄t-han̄.

14Hén̄ eo ann Aotrou, hon Doué: hé varnédigésiou a zô enn douar holl.

15Hô pézet koun da-vikenn eûz hé gévrédigez hag eûz ar gér en deûz gourc’hémennet évit mil rumm;

16En deûz rôet da Abraham: hag en deûz touet da Izaak;

17En deûz lékéat da lézen da Jakob, ha da gévrédigez peûr-baduz da Israel,

18O lavarout: D’id é rôinn douar Kanaan, évit korden da zigwéz.

19Edon̄t neûzé dibaot, dister, ha diavésidi énô.

20Hag hî a dréménaz eûz a eur vrôad enn eur vrôad all, eûz a eur rouan̄télez enn eur bobl all.

21Na lézaz hini é-béd da heskina anézhô; hôgen rouéed zô-kén a gastizaz enn-abek d’ézhô,

22O lavarout: Na likit két hô taouarn war va éôliet, ha na rît két a zrouk d’am proféded.

23Kanit ann Aotrou, holl zouar: embannit bemdez ar zilvidigez en deûz rôet. (T).

24Embannit hé c’hloar é-kreiz ar brôadou, hag hé vurzudou é-kreiz ann holl boblou.

25Râg ann Aotrou a zô braz ha da véza meûlet meûrbéd ha da véza doujet dreist ann holl zouéed.

26Râg holl zouéed ar boblou a zô idolou; hôgen ann Aotrou en deûz gréat ann én̄vou.

27Gloar ha meûrdez a zô dira-z-han̄; ners ha lévénez el léac’h m’éma.

28Tiadou ar boblou, digasit d’ann Aotrou; digasit d’ann Aotrou ar gloar hag ann ners.

29Rôit ar c’hloar d’ann Aotrou ha d’hé hanô, grîd eur sakrifiz, ha deûit dira-z-han̄: hag azeûlit ann Aotrou gan̄d eunn doujan̄s san̄tel.

30Ra grénô ann douar holl dira-z-han̄: râg hén̄ eo en deûz diazézet ha startéet ar béd.

31R’en em laouénai ann én̄vou, ha ra dridô ann douar; ha ra vézô lavaret é-touez ar brôadou: Réna a râ ann Aotrou.

32Ra drouzô ar môr ha kémen̄d a zô enn-han̄: r’en em laouénai ar mesiou ha kémen̄d a zô enn-hô.

33Neûzé gwéz ar c’hoajou a ganô meûleûdiou dirâg ann Aotrou.

34Meûlit ann Aotrou, ô véza ma eo mâd; ô véza ma eo peûr-baduz hé drugarez.

35Ha livirit: Salv ac’hanomp, Doué hor Saiver; ha stroll ac’hanomp, hag hon tenn eûz a greiz ar brôadou, évit ma veûlimp da hanô san̄tel, ha ma en em laouénaimp gan̄d da ganaouennou.

36Ra vézô benniget ann Aotrou, Doué Israel, a vréma da-vikenn; ha ra lavarô ann holl bobl: Amen; ha ra ganô meûleûdiou ann Aotrou.

37David éta a lézaz énô dirâg arc’h kévrédigez ann Aotrou, Asaf hag hé vreûdeûr, évit ma servichfen̄t dirâg ann arc’h bemdez ha pép-hini d’hé drô.

38Hôgen lakaad a réaz Obédédom hag hé vreûdeûr, eiz ha tri-ugen̄t; hag Obédédom, mâb Iditun, hag Hosa a lékéaz da borsierien.

39Lakaad a réaz ivé Sadok da vélek, hag hé vreûdeûr da véleien dirâk tabernakl ann Aotrou, el léac’h uc’hel a oa é Gabaon.

40Évit ma kennigchen̄t sakrifisou-losk d’ann Aotrou, war aoter ar sakrifisou-losk, bépréd, diouc’h ar min̄tin ha diouc’h ar pardaez, hervez kémen̄d a zô skrivet el lézen en deûz gourc’hémennet ann Aotrou da Israel.

41Goudé Sadok é oa Héman, hag Iditun, hag ar ré all péré a oa bét dilennet, pép-hini diouc’h ma oa hanvet évit meûli ann Aotrou, ô véza ma eo peur-baduz hé drugarez.

42Héman̄ hag Iditun a zoné ivé gan̄d ar c’horn boud, hag a c’hoarié gan̄d ar simbalou, ha gan̄d ar binviou all, évit kana meûleûdiou Doué: hôgen mipien Iditun a lékéaz da borsierien.

43Hag ann holl bobl a zistrôaz d’hé dî hé-unan; ha David ivé, évit binnisien hé dî. ———— XVII. PENNAD. David a fell d’ézhan̄ sével eunn ti d’ann Aotrou. Hé vâb eo a dlé hé zével.

← Eil Levr an Danevelloù 15Read In The App, Free →Eil Levr an Danevelloù 17 →

Study Eil Levr an Danevelloù 16

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234567891011121314151617181920212223242526272829