Kentañ Levr ar Rouaned 1
1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 351-384) ◄ Levr ken̄ta Samuel, a c’halvomp Levr ken̄ta ar Rouéed Levr 2 Samuel, a c’halvomp Eil Levr ar Rouéed Levr 3 ar Rouéed, hervez ann Hébréed, ar c’heñta eûz a Valakim ► EIL LEVR SAMUEL, A C’HALVOMP EIL LEVR AR ROUÉED. ———— I. PENNAD. David ô wéla diwar-benn marô Saül ha Jonatas. 1 Goudé ma oé marô Saül, ha goudé béza tréc’het (T) Amalek, David a choumaz é Siséleg é-pâd daou zervez.
2Hôgen ann trédé deiz é oé gwélet eunn dén péhini a zeûé eûz a gamp Saül; roget é oa hé ziḻad, hag hé benn a oa gôlôet a boultr: ha pa dôstaaz oud David, en em daolaz war hé c’hénou, hag éc’h azeûlaz.
3Ha David a lavaraz d’ézhan̄: A béléac’h é teûez? Hag hén̄ a lavaraz dézhan̄: eûz a gamp Israel ounn téc’het.
4Ha David a lavaraz d’ézhan̄: Pétrâ a zô c’hoarvézet? Lavar sé d’in. Hag hén̄ a lavaraz: Téc’hed eo ar bobl eûz ann emgann, ha kalz anézhô a zô kouézet hag a zô marô; ha Saül ha Jonatas hé vâb a zô bét lazet.
5Ha David a lavaraz d’ann dén-iaouan̄k a lavaré kémen̄t-sé d’ézhan̄: A béléac’h é wézez-té pénaoz eo marô Saül ha Jonatas hé vâb?
6Hag ar paotr-iaouan̄k péhini a zigasé ar c’helou, a lavaraz: Deûet oann dré zarvoud war vénez Gelboé, ha Saül a oa eo em daolet war hé wâf: hag ével ma tôstéé kirri ha marc’heien,
7Hén̄ ô sellout adré, am gwélaz hag a c’halvaz ac’hanoun. Ha pa em bôé lavaret d’ézhan̄: Chétu mé,
8É lavaraz d’in: Piou oud-dé? Ha mé a lavaraz dézhan̄: Amalékit ounn.
9Hag hén̄ a lavaraz d’in: Saô war-n-oun ha lâz ac’hanoun; râk krôg eo ann an̄kou enn-oun, ha béô-buézek ounn c’hoaz.
10Hag ô sével war-n-ézhan̄, em eûz hé lazet; râk mé a wié pénaoz na hellé két béva goudé hé ziskar. Ha tennet em eûz ann talgenn a oa war hé benn, hag al lagaden a oa enn hé vréac’h, hag em eûz hô digaset d’id aman̄, ô va aotrou.
11Neûzé David a géméraz hé ziḻad hag hô rogaz, hag ar ré holl a oa gan̄t-han̄ a réaz ével-d-han̄.
12Hag hî a lén̄vaz, hag a wélaz, hag a iunaz bétég ar pardaez diwar-benn Saül, ha diwar-benn Jonatas hé vâb, ha diwar-benn pobl ann Aotrou, ha diwar-benn tî Israel, ô véza ma oant bét skôet gan̄d ar c’hlézé.
13Ha David a lavaraz d’ar paotr-iaouan̄k péhini en dôa digaset ar c’helou d’ézhan̄: A béléac’h oud-dé? Hag hén̄ a lavaraz: Mâb eunn diavésiad, eunn Amalékit ounn.
14Ha David a lavaraz d’ézhan: Pénaoz n’éc’h eûz-té két bét a aoun ô lakaad da zourn war éôliet ann Aotrou évid hé laza?
15Ha David a c’halvaz unan eûz hé baotred hag a lavaraz d’ézhan̄: Tôsta hag en em daol war hen-nez. Hé-man̄ a skôaz gan̄t-han̄ hag hén̄ a varvaz.
16Ha David a lavaraz d’ézhan̄: Da c’hoad a gouézô war da benn da-unan; râk da c’hénou da unan en deûz komzet enn da énep, ô lavarout: Mé em eûz lazet éôliet ann Aotrou.
17Hôgen David a réaz ar ganaouen keinvanuz-man̄ diwar-benn Saül, ha Jonatas hé vâb;
18(Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz é vijé desket mipien Juda da denna gan̄t ar warek ével ma eo skrivet é levr ar ré wirion), hag hén̄ a lavaraz: Évésa, Israel, piou eo ar ré a zô marô war da lec’hiou uc’hel, goudé béza bét glazet.
19Ar ré vrudéta, ô Israel, a zô bét lazet war da vénésiou: pénaoz eo bét kouézet ar ré gré?
20Na rôit két da anaout ar c’helou-zé é Get, n’hé rôit két da anaout é gwileriou Askalon, gan̄d aoun na zeûfé da laouénaat merc’hed ar Filistined, ha na zeûfé da fougéa merc’hed ar ré zienwadet.
21Ménésiou Gelboé, na zeûet war-n-hoc’h na glîz na glaô; na vézet két a bréveûdi enn hô parkou: râg énô eo bét taolet tiren ar ré galounek, tiren Saül, ével pa né vé két bét éôliet gan̄d éôl zan̄tel.
22Biskoaz n’eo bét distrôet saez Jonatas eûz a c’hoad ar ré lazet, nag a lard ar ré galounek; ha klézé Saül né két distrôet enn-aner.
23Saül ha Jonatas a oa karadek-brâz ha leûn a veûrdez a-héd hô buez; ha n’in̄t két bét rannet enn hô marô; skan̄voc’h é oan̄t égéd ann éred, ha krévoc’h égéd al léoned.
24Merc’hed Israel, gwélit war Zaül péhini a wiské ac’hanoc’h gan̄t tané é-kreiz ann dudiou, péhini a roé d’é-hoc’h diḻad aour évid en em gin̄kla.
25Pénaoz ef-hén bét kouézet ar ré gré er stourm? Jonatas a zô bét lazet war da vénésiou.
26En em zoania a rann war-n-oud, Jonatas, va breûr, té péhini a oa kaer ha karadek dreist karan̄tez ar merc’hed. Mé az karé ével ma kâr eur vamm hé mâb penn-her.
27Pénaoz ef-hén̄ bét kouézet ar ré gré, hag ef-hén̄ bét kollet armou ar brézel? ———— II. PENNAD. David a zô lékéat da roué war Juda, hag Isboset, mâb Saül, war Israel.