Kentañ Levr ar Rouaned 7
1Pa oé azézet ar roué enn hé di, ha pa en dôé rôet ann Aotrou ar péoc’h d’ézhan̄ a bép tû a berz hé énébourien,
2Hen a lavaraz d’ar profed Natan: Na wélez-té két pénaoz é choumann enn eunn ti sedr, ha pénaoz eo lékéat arc’h Doué é-kreiz ar c’hrec’hin?
3Ha Natan a lavaraz d’ar roué: Kéa, grâ kémen̄d a zô enn da galoun; râg ann Aotrou a zô gan-éz.
4Hôgen enn nôz-zé é komzaz ann Aotrou out Natan, ô lavarout:
5Kéa, ha lavar da Zavid va zervicher: Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou: Ha té a zavô eunn ti d’in évit ma chouminn enn-han̄?
6Râk n’ounn choumet é tî é-béd abaoé ann deiz é péhini em eûz tennet bugalé Israel eûz a zouar ann Éjipt, bétég ann deiz-man̄: hôgen kerzet em eûz bépréd dindân eunn tabernakl hag eunn telt.
7Enn holl lec’hiou dré béré ounn tréménet gan̄d holl vugalé Israel, ha lavaret em eûz-mé da hini eûz ar ré da béré em eûz gourc’hémennet paska va fobl Israel: Pérâg n’hoc’h eûs-hu két savet d’in eunn ti sedr?
8Ha bréma é liviri da Zavid, va zervicher: Chétu pétrâ a lavar Aotrou ann arméou: Da dennet em eûz eûz ar peûrvanou p’az éez war-lerc’h al loéned, évid da lakaad é penn va fobl Israel.
9Bét ounn gan-éz é pé léac’h-bennâg ma éc’h eûz kerzet, lazet em eûz da holl énébourien dira-z-oud, lékéat em eûz da hanô da véza brâz ével hanô ar ré vrasa war ann douar.
10Lakaad a rinn va fobl Israel enn eul léac’h; hé blan̄ta a rinn, hag hén̄ a choumô énô, ha na vézô mui kéflusket: ha bugalé ar fallagriez na c’hlac’harin̄t mui anézhan̄ ével ken̄t,
11Abaoé ann deiz é péhini em eûz lékéat barnerien war va fobl Israel: ha mé a rôi dîd ann éhan a berz da holl énébourien: hag ann Aotrou a ziougan d’id pénaoz é rai eunn tî d’id.
12Ha pa vézô éat da zeisiou da benn, hag é kouski gan̄d da dadou, mé a lakai da zével da wenn enn da-c’houdé, péhini a zeûi eûz da askré, ha mé a stardô hé rouan̄télez.
13Hén̄ eo a zavô eunn tî d’am hanô, ha mé a stardô trôn hé rouan̄télez da vikenn.
14Mé a vézô tâd d’ézhan̄, hag hén̄ a vézô mâp d’in. Mar gra droug é-béd, mé a gastizô anézhan̄ gan̄t gwialen ann dûd, ha gan̄t gouliou bugalé ann dûd.
15Hogen na denninn két va zrugarez diout-han̄, ével ma em eûz hé zennet diouc’h Saül, péhini em eûz kaset-kuît a zirâk va daoulagad.
16Da dî a vézô féal, ha da rouan̄télez ivé da vikenn dira-z-oud, ha da drôn a vézô stard évit biskoaz.
17Hervez ann holl gomziou-zé, hag hervez ann holl wéledigez-zé, é komzaz Natan oud David.
18Hôgen ar roué David a iéaz ébarz hag a azézaz dirâg ann Aotrou, hag a lavaraz: Piou ounn-mé, Aotrou Doué, ha pétrâ eo va zî, évit béza va c’haset bétég aman̄?
19Hôgen kémen̄t-sé a zô bét nébeût dira-z-oud, Aotrou Doué, ma n’az pijé komzet ivé eûz a dî da zervicher évit pell amzer: râg houn-nez eo lézen Adam, Aotrou Doué.
20Râk pétrâ a hellô David lavaroud ouc’h-penn d’id? Râk té a anavez da zervicher, Aotrou Doué.
21Hervez da c’hér hag hervez da galoun, éc’h eûz gréat ann holl draou brâz-zé; hag éc’h eûz hô rôet da anaout d’as servicher.
22Diskouézet éc’h eûz éta da veûrded, Aotrou Doué, râk n’eûz hini hén̄vel ouz-id, ha n’eûz Doué all néméd-oud, é kémen̄d hon eûz klévet dré hon diskouarn.
23Ha béz’ éz eûz war ann douar eur vrôad ével da bobl Israel, évit pé-hini eo deûet Doué évid hé lakaat da bobl d’ézhan̄ hé-unan, ha lakaad eunn hanô kaer d’ézhan̄, oc’h ôber burzudou brâz évit hô mâd, ha traou spoun̄tuz dirâk da bobl éc’h eûz tennet d’id eûz ann Éjipt, évit kouéza war ar vrô-zé, war he bobl ha war hé roué? 21 Râk stardet éc’h eûz d’id da bobl Israel da vikenn: ha té, Aotrou Doué, a zô deûet da Zoué d’ézhô.
25Bréma éta, Aotrou Doué, séven da-vikenn ar gér éc’h eûz lavaret diwar-benn da zervicher, ha diwar-benn hé dî: ha grâ ével ma éc’h eûz lavaret;
26Évit ma vézô meûlet da hanô da-vépréd, ha ma vézô lavaret: Aotrou ann arméou a zô Doué war Israel: ha tî David, da zervicher, a vézô stard dirâg ann Aotrou;
27Râk té, ô Aotrou ann arméou, Doué Israel, éc’h eûz hé rôet da anaout da skouarn da zervicher, ô lavarout: Eunn tî a zavinn did: râk-sé en deûz kavet da zervicher hé galoun évid ôber d’id ar béden-man̄.
28Bréma, Aotrou Doué, té a zô Doué, ha da gomziou a vézô gwîr; râk té eo éc’h eûz lavaret ann traou mâd-zé d’as servicher.
29Déraou éta, ha bennig tî da zervicher, évit ma vézô da-vikenn dira-z-oud: râk té, Aotrou Doué, eo éc’h eûz komzet, ha da vennoz eo a vennigô tî da zervicher da-vikenn. ———— VIII. PENNAD. Tou, roué Émat, a gâs hé vâb da ôber hé c’hourc’hémennou da Zavid.