The Bible Software
Kentañ Levr ar Rouaned · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Kentañ Levr ar Rouaned 11

1A-benn eur bloaz, enn amzer ma eo boazet ar rouéed da von̄t d’ar brézel, David a gasaz Joab, hag hé zervicherien gan̄t han̄, hag Israel holl, péré a wastaz mipien Ammon, hag a c’hrounnaz Rabba: hôgen David a choumaz é Jéruzalem.

2É keit-sé, é c’hoarvézaz pénaoz David a zavaz eûz hé wélé goudé krésteiz, hag a valéé war lein ti ar roué: hag hén̄ a wélaz eur c’hrég dira-z-han̄, péhini en em walc’hé war lein hé zî; hag ar c’hrég-zé a oa kaer-meûrbéd.

3Ar roué a gasaz éta évit gouzout piou é oa ar c’hrég-zé. Hag é oé rôet da anaout d’ézhan̄ pénaoz é oa hî Betsabéé, merc’h Éliam, grég Urias ann Hétéad.

4Ha David ô véza kaset tûd dî, a lékéaz hé digas d’ézhan̄; ha pa oé deûet hî d’hé gavout, é kouskaz-hén̄ gan̄t-hi: ha râk-tâl en em c’hlanaz-hî eûz hé dic’hlanded.

5Hag hî a zistrôaz d’hé zi, hag hî brazez: hag hî a gasaz da lavarout da Zavid: Brazez ounn.

6Ha David a gasaz étrézé Joab évit lavarout d’ézhan̄: Digas d’am c’havout Urias ann Hétéad. Ha Joab a gasar Urias da Zavid.

7Hag Urias a zeûaz da gavout David. Ha David a choulennaz digan̄t-han̄ pénaoz é oa ann doaré gan̄t Joab, ha gan̄d ar bobl, ha pénaoz éz ee ar brézel gan̄t-hô.

8Ha David a lavaraz da Urias: Kéa d’as tî, ha gwalc’h da dreid. Hag Urias a iéaz er-méaz eûz a di ar roué, hag é oé kaset dézhan̄ boéd eûz a daol ar roué.

9Hôgen Urias a gouskaz dirak dôr tî ar roué gan̄t servicherien all hé aotrou, ha na ziskennaz két d’hé dî hé-unan.

10Rôet é oé kémen̄t-sé da anaout da Zavid, ô lavarout: Né két éat Urias d’hé dî. Ha David a lavaraz da Urias: Ha na zeûez-té két eûz ann hen̄t? Pérâk n’oud-té két diskennet d’as tî?

11Hag Urias a lavaraz da Zavid: Arc’h Doué, hag Israel, ha Juda a choum dindân teltou, ha Joab, va aotrou, ha servicherien va aotrou a gousk war ann douar, ha mé az ajé em zî évit dibri, évid éva, hag évit kouska gan̄t va grég? Ével ma oud béô, ével ma eo béô da éné, na rinn két ann dra-zé.

12Ha David a lavaraz da Urias: Choum aman̄ c’hoaz hiriô, ha war-c’hoaz az kasinn-kuît. Hag Urias a choumaz é Jéruzalem ann deiz-zé hag an̄trônôz.

13Ha David a c’halvaz anézhan̄ évit dibri, hag évid éva dira-z-han̄, hag é vezvaz anézhan̄: hag hén̄ ô véza éat er-méaz diouc’h ar pardaez, a gouskaz war hé wélé gan̄t servicherien hé aotrou, ha na ziskennaz két d’hé dî.

14Pa oé deûet ar min̄tin, é skrivaz David eul lizer da Joab, hag a gasaz anézhan̄ dré zourn Urias.

15Ével-henn en dôa skrivet el lizer-zé: Likid Urias é penn ar vrézélidi, el léac’h ma vézô ar gwasa emgann, ha dilézit-hén̄, évit ma vézô skôet ha ma varvô.

16O véza éta ma c’hrounné kéar, Joab a lékéaz Urias el léac’h ma wié éz oa ann dûd kréva.

17Ha tûd kéar ô véza deûet er-méaz a stourmaz a-énep Joab, hag a lazaz lôd eûz a zervicherien David; hag Urias, ann Hétéad, a varvaz ivé.

18Neûzé Joab a gasaz tûd da Zavid évit rei da anaout d’ézhan̄ ar péz a oa c’hoarvézet enn emgann.

19Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ar c’hannad, ô lavarout: P’az pézô rôet da anaout d’ar roué kémen̄d a zô c’hoarvézet enn emgann;

20Mar gwélez é sâv droug enn-han̄, ha ma lavar: Pérâg oc’h-hu tôstéet oud ar vûr évid en em ganna? Ha na wiac’h-hu két pénaoz é taoleur eul lôd brâz a zarédou diwar eur vûr?

21Piou a skôaz gan̄t Abimélek, mâb Jérobaal? Ha né két eur c’hrég a daolaz war-n-ézhan̄ eunn tamm méan-vilin diwar ar vûr, hag a lazaz anézhan̄ é Tébez? Pérâg oc’h-hu tôstéet oud ar vûr? Neûzé é liviri: Urias, ann Hétéad, da zervicher a zô marô ivé.

22Ar c’hannad éta a iéaz-kuît, hag a zeûaz da gavout David, hag a lavaraz d’ézhan̄ kémen̄d en dôa gourc’hémennet Joab d’ézhan̄.

23Hag ar c’hannad a lavaraz da Zavid: Ann énébourien a zô bét tréac’h d’é-omp, hag a zô deûet er méaz war hol lerc’h: ha nî ivé a zô éat war hô lerc’h bété pors kéar.

24Hogen ar warégerien hô deûz stlapet hô darédou war da zervicherien diwar ar vûr: ha lôd euz a zervicherien ar roué a zô marô, hag Urias, ann Hétéad, da zervicher a zô marô ivé.

25Ha David a lavaraz d’ar c’hannad: Ann dra-man̄ a liviri da Joab: na vézez két man̄tret évit kémen̄t-sé: râk darvoud ar brézel a zô mon̄t-don̄t; hag a-wéchou unan, a wéchou eunn all a zô diskaret gan̄d ar c’hlézé. Kalounéka da vézélidi a-énep kéar, ha ken̄traou anézhô, évit ma tiskari anézhi.

26Pa glévaz grég Urias pénaoz é oa marô hé ozac’h, é wélaz anézhan̄.

27Pa oé tréménet amzer ar c’haon̄, David a gasaz d’é c’herc’hat évit don̄t d’hé dî; hag hén̄ hé c’héméraz da c’hrég; hag hî a c’hanaz d’ézhan̄ eur mâb. Hag ar péz en dôa gréat David a zisplijaz d’ann Aotrou. ———— XII. PENNAD. Natan a damall David diwar-benn hé béc’hed. Ganédigez Salomon.

← Kentañ Levr ar Rouaned 10Read In The App, Free →Kentañ Levr ar Rouaned 12 →

Study Kentañ Levr ar Rouaned 11

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324