Kentañ Levr ar Rouaned 4
1Hôgen Isboset, mâb Saül, a glévaz pénaoz é oa bét lazet Abner é Hébron: hag hén̄ a gollaz kaloun, hag Israel holl a oé trubuḻet,
2Hôgen béz’ éz oa gan̄t mâb Saül daou zén, prin̄sed al laéroun, unan hanvet Baana hag égilé Réc’hab, mipien Remmon eûz a Vérot, eûz a vreûriez Ben̄jamin; râk Bérot a zô bét gwéchall sellet ével eûz a Ven̄jamin.
3Ha tûd Bérot a déc’haz da C’hétaim, hag a zô choumet énô ével diavésidi bété vréman̄.
4Hôgen Jonatas, mâb Saül, en dôa eur mâb péhini a oa mac’hañet enn hé dreid: râk pemp ploaz hép-kén en dôa, pa zeûaz ar c’helou eûz a Jezrael diwar-benn marô Saül ha Jonatas: hag hé vagérez ô kémérout anézhan̄, a déc’haz; hag ével ma hasté-hî ô tec’hout, é kouézaz-hén̄ hag é teûaz da véza kamm. Hag é oé rôet d’ézhan̄ al les-hanv a Vifiboset.
5Réc’hab ha Baana, mipien Remmon eûz a Vérot, a zeûaz hag a iéaz é-ti Isboset é-pâd ar c’hrouéz eûz ann deiz: hag hé-man̄ a oa kousket war hé wélé war-zû krésteiz. Hag ar porsiérez a oa kousket ivé ô nétaat ar gwiniz.
6Mon̄d a réjon̄t éta enn tî oc’h en em guza hag ô kémérout pennou éd, hag hî a skôaz gan̄t-han̄ é plég hé vorzed; ha Réc’hab ha Baana hé vreûr a déchaz-kuît.
7P’az éjon̄t enn ti, é kouské-hén̄ war hé wélé enn hé gampr, hag hî hé lazaz: hag ô véza kéméret hé benn, é kerzchon̄t héd ann nôz dré hen̄t ann distrô.
8Hag hî a zigasaz penn Isboset da Zavid é Hébron, hag é léverchon̄t d’ar roué: Chétu penn Isboset, mâb Saül, da énébour, péhini a glaské da vuez, hag ann Aotrou en deûz rôet hiriô d’ann aotrou va roué ven̄jan̄s eûz a Zaül hag eûz hé wenn.
9Hôgen David a lavaraz da Réc’hab ha da Vaana hé vreûr, mipien Remmon eûz a Vérot: Evel ma eo béô ann Aotrou, péhini en deûz tennet va éné eûz a béb an̄ken,
10Ma em eûz dalc’het ha lazet é Siséleg, ann hini péhini a rôaz da anaoud d’in pénaoz é oa marô Saül, hén̄ péhini a grédé d’ézhan̄ é rôé eur c’helou mâd, hag é oa dléet gôbr d’ézhan̄ évid hé gelou;
11Seûl vui bréma, pa hô deûz tûd fallagr lazet eunn dén dinam, enn hé dî, war hé wélé, é venjinn hé c’hoad war hô taouarn-hu hag é tenninn ac’hanoc’h diwar ann douar.
12David éta a c’hourc’hémennaz d’hé baotred, hag hî a lazaz ar ré-man̄: ha goudé béza trouc’het hô daouarn hag hô zreid, é krougchon̄t anézhô é-tâl lenn Hébron. Hôgen kéméroud a réjon̄t penn Isboset, hag é vézchon̄t anézhan̄ é béz Abner é Hébron. ———— V. PENNAD. David a zô lékéat da roué war Israel holl.