The Bible Software
Aviel Lukaz · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Aviel Lukaz 17

1Ha Jézuz a lavaraz d’hé ziskibled: Réd eo é teûfé gwall skouériou hôgen gwa d’ann hini eûz a béhini é teûon̄t.

2Gwelloc’h é vé d’ézhan̄ é vé staget ouc’h hé c’houzoug eur méan milin, hag é vé taoled er môr, égét ma rôfé gwall skouér da unan eûz ar vugaligou-man̄.

3Likid évez ouz-hoc’h. Mar en deûz péc’hed da vreûr enn da énep, tamall anézhan̄: ha ma en deûz keûz, distaol d’ézhan̄.

4Ha mar péc’h enn da énep seiz gwéach enn deiz, ha mar tistrô seiz gwéach enn deiz d’az kavout, eun eul lavarout: Keûz em eûz; distaol d’ézhan̄.

5Hag ann Ébestel a lavaraz d’ann Aotrou: Kresk hor feiz-ni.

6Hôgen ann Aotrou a lavaraz: Ma hô pé feiz ével eur c’hreûnen zézô, hag é lavarfac’h d’ar wézen-vouar-zé: En em zic’hrisienn, ha kéa d’en em blan̄ta er môr; sen̄ti a rajé ouz-hoc’h.

7Piou ac’hanoc’h ma en deûz eur mével oc’h ara pé ô vesa, a lavarfé d’ézhan̄ pa eo distrô eûz ar park: Kéa râk-tâl, hag en em laka ouc’h taol.

8Ha na lavarfé két ken̄toc’h d’ézhan̄: Aoz koan d’in, en em c’houriz, ha servich ac’hanoun, bété ma em bézô debret hag évet; ha goudé-zé é tebri hag éc’h evi?

9Ha n’en dévézô kéd a drugarez d’ar mével-zé, mar gra kément en deûz gourc’hémennet d’ézhan̄?

10Na grédann két. Ével-sé c’houi ivé, p’hô pézô gréat kémen̄d a zô gourc’hémennet d’é-hoc’h, livirit: Mévellou didalvez omp: kémen̄d hor boa da ôber, hon eûz gréat.

11Eunn deiz pa’z éa da Jéruzalem, é tréméné Jézuz dré greiz Samari hag ar Galiléa.

12Ha pa’z éa ébarz eur vourc’h, é oé diarbennet gan̄t dék dén lovr,

13Hag ô sével hô mouéz, a lavaré: Mestr, ar péz truez ouz-omp.

14Pa wélaz anézhô, é lavaraz: Id, hag en em ziskouézid d’ar véleien. Ha pa’z éjon̄t, é oen̄t iac’héet.

15Hôgen unan anézhô, ô wélout pénaoz é oa paré, a zistrôaz war hé c’hîz, hag a veûlaz Doué gan̄d enr vouéz gré.

16Hag en em daolaz oud hé dreid, oc’h hé drugarékaat: hag hé-man̄ a ioa eur Samaritan.

17Neûzé Jézuz a lavaraz: Ha né d-eo két bét iac’héet ann dég holl? Péléac’h éma ann naô all?

18N’eûz két bét kaved hini a gémen̄t a vé distrôet, hag en défé meûlet Doué, néméd ann diavésiad-man̄.

19Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄: Saô, ha kéa, da feiz en deûz da iac’héet.

20Ar Farizianed ô véza goulenned digan̄t-han̄ peûr é teûjé rouan̄télez Doué, é respoun̄taz d’ézhô ô lavarout: Rouan̄télez Doué na zeûi két enn eunn doaré arwézuz.

21Ha na vézô két lavaret: Éma aman̄, pé éma azé. Râk chétu éma rouan̄télez Doué enn hô kreiz.

22Neûzé é lavaraz d’hé ziskibled: Don̄d a rai eunn amzer é péhini hô pézô c’hoan̄t da wéloud unan eûz a zeisiou Mâb ann dén, ha n’hen gwélot két.

23Hag hî a lavarô d’é-hoc’h: Éma aman̄, pé éma ahon̄t. N’az ît kéd dî, ha na heuḻit kéd anézhô.

24Râg é-c’hîz ma teû eul luc’héden da lugerni eûz a eur penn d’ar penn all eûz ann én̄v; ével-sé é teûi Mâb ann dén enn hé zeiz.

25Hôgen araok neûzé eo réd d’ézhan̄ gouzan̄vi kalz ha béza distaolet gan̄d ar wenn-man̄.

26Hag é-c’hîz ma eo c’hoarvézet é deisiou Noé, ével-sé é c’hoarvézô da zeisiou Mâb ann dén.

27Ann dûd a zebré hag a évé; dimizi a réan̄t hag é réan̄t dimiziou bétég ann deiz m’az éaz Noé enn arc’h: hag al livaden a zeûaz, hag a gasaz ann holl gan̄t-hi.

28Hag é-c’hîz ma c’hoarvézaz ivé é deisiou Lot: ann dûd a zebré hag a évé, a bréné hag a werzé, a blan̄té hag a zavé tiez:

29Hôgen enn deiz m’az éaz Lot er-méaz eûz a Zodoma, é c’hlaôiaz tân ha soufr eûz ann én̄v, hag a gasaz ann holl gan̄t-hô.

30Ével-sé é c’hoarvézô ivé pa en em ziskouézô Mâb ann dén.

31Eun heur-zé, néb a vézô war hé dôen, hag hé listri enn tî, na ziskennet két évid hô c’hémérout; ha néb a vézô er park, na zistrôet kéd ivé war hé c’hîz.

32Hô pézet koun eûz a c’hrég Lot.

33Piou-bennâg a fellô d’ézhan̄ savétei hé vuez, he c’hollô: ha piou-bennâg hé c’hollô a zavétéô anézhi.

34Hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz enn nôz-zé, eûz a zaou a vézô enn eur gwélé, unan a vézô kéméret, hag égilé a vézô lézet:

35Eûz a ziou a vézô ô vala kévret, unan a vézô kéméret, hag ébén a vézô lézet. Eûz a zaou a vézô enn eur park, unan a vézô kéméret, hag égilé a vézô lézet.

36Hag hî a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄: É péléac’h, Aotrou?

37Hag hén̄ a lavaasz d’ézhô: É pé1éac’h-bennâg ma vézô ar c’horf, énô en em strollô ann éred. ———— XVIII. PENNAD.

← Aviel Lukaz 16Read In The App, Free →Aviel Lukaz 18 →

Study Aviel Lukaz 17

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesThe Fourfold GospelJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324