The Bible Software
Aviel Lukaz · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Aviel Lukaz 23

1Hag ann holl dûd-zé ô véza savet, a gasaz Jésuz dirâk Pilat.

2Hôgen hî a zéraouaz hé damallout, ô lavarout: Kaved hon eûz hé-man̄ ô touella hon brôiz, ô virout na baéet ar gwiriou da Zézar, hag ô lavarout pénaoz é oa Doué hag ar C’hrist.

3Ha Pilat a réaz ar goulenn-man̄ digan̄t-han̄: Ha té eo Roué ar Iuzevien? Hag hén̄ a respoun̄taz hag ar lavaraz: Hé lavaroud a réz.

4Neûzé Pilat a lavaraz da Brin̄eed ar véleien ha d’ar bobl: Na gavann gwall é-bed enn dén-zé.

5Hôgen hî a gen̄dalc’hé stard, ô lavarout: Lakaad a ra ar bobl da zispac’ha, ô kélenna dré ann holl Judéa, ô téraoui adaleg ar Galiléa bétég aman̄.

6Pilat ô klevout komza eûz a C’haliléa, a c’houlennaz ma oa ann dén-zé Galiléad.

7Ha kerken̄t ha ma klevaz pénaoz é oa eûz a zalc’h Hérodez, é kasaz anézhan̄ da Hérodez, péhini a ioa ivé é Jéruzalem enn deisiou-zé.

8Laouen-brâz é oé Hérodez ô wélout Jézuz: râk pell a ioa en doa c’hoan̄t d’hé wélout, ô véza m’en doa klevet kalz traou diwar hé benn, hag é c’hortozé gwélout eur burzud-bennâg diout-han̄.

9Meur a c’houlenn a réaz’ta out-han̄. Hôgen Jézuz na respoun̄taz nétrâ d’ézhan̄.

10Hôgen Prin̄sed ar véleien hag ar Skribed a joumé énô, hag a damallé anézhan̄ gan̄t frouden.

11Koulskoudé Hérodez, gan̄d hé armé a zisprizé anézhan̄: hag évid ôber goab anézhan̄ é lékéaz d’ézhan̄ eur zaé wenn, hag hé gasaz adarré da Bilat.

12Hag enn deiz-zé Hérodez ha Pilat a zeûaz da véza miñouned; râg a-raok é oan̄t énébourien.

13Hôgen Pilat ô véza strollet prin̄sed ar véleien, pennou ar vrô, hag ar bobl,

14A lavaraz d’ézhô: Digased hoc’h eûz ann dén-zé d’in é-c’hîz ma en défé lékéad ar bobl da zispac’ha; ha chétu mé goudé béza gréat goulennou out-han̄ dira-z-hôc’h, na gavann abek é-béd enn dén̄-zé, eûz a gémen̄d a damallid d’ézhan̄.

15Hérodez ken-nébeût: râg hô kased em eûz dira-z-han̄, ha chétu n’en deûz kaved enn-han̄ nétrâ a gémen̄d a zellézé ar marô.

16Mon̄d a rann éta d’hé gâs-kuît, goudé ma vézô bét kastizet.

17Hôgen réd é oa d’ézhan̄ leûskel unan d’ézhô é deiz ar goél.

18Ann holl bobl a griaz kévret, ô lavarout: Kâs hé-man̄ kuît, ha laosk d’é-omp Barabbaz.

19Hen-nez a oa bét lékéad er prizoun enn abek da eunn dispac’h a ioa bét é kéar, hag évit béza lazet eunn dén.

20Hôgen Pilat a gomzaz c’hoaz out-hô, gan̄d ar c’hoan̄t en doa da leûskel Jézuz.

21Hag hî a griaz kré, ô lavarout: Stâg-hén̄, stâg-hén̄ ouc’h ar groaz.

22Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô évid ann trédé gwéach: Pé zroug éta en deûz-hén̄ gréat? Na gavann nétrâ enn-han̄ a gémen̄d a zellez ar maro: lakaad a rinn éta hé gastiza, hag é laoskinn anézhan̄.

23Hôgen hî a c’houlenné héb-éhan ha gan̄t kriou kré ma vijé staged ouc’h ar groaz: hag hô c’hriou a oé tréac’h.

24Ha Pilat a varnaz ôber é-c’hîz ma c’houlennen̄t.

25Leûskel a réaz éta d’ézhô ann hini a c’houlennen̄t, péhini a ioa bét lékéad er prizoun dré ann abek m’en doa lazet ha ma oa en em zispac’het; hag é tilézaz Jézuz enn hô ioul.

26Pa gaschon̄t anézhan̄, é kémerchon̄t eunn dén eûz a Ziren, hanvet Simon, péhini a zeûé eûz hé vaner: hag é lékéjon̄d anézhan̄ da zougen ar groaz war lerc’h Jézuz.

27Don̄d a réa war hé lerc’h eul lôd brâz a bobl, hag a verc’hed, péré a geiné hag a wélé diwar hé benn.

28Hôgen Jézuz, ô véza distroet out-hô, a lavaraz: Merc’hed Jéruzalem, na wélit két diwar va fenn, hôgen gwélit diwar hô penn hoc’h-unan, ha diwar benn hô pugalé.

29Râk chétu e teûi enn amzer, é péhini é vézô lavaret: Euruz ar ré vréc’han̄, hag ar chôvou n’hô deûz két ganet, hag ann divron n’hô deûz két maget.

30Neûzé é téraouin̄t lavarout d’ar ménésiou: Kouézit war-n-omp; ha d’ar c’hréc’hennou: Gôlôit ac’hanomp.

31Râk mar gréon̄t ével-sé d’ar c’hoad glâz, pétrâ a rain̄d-hî d’ar c’hoad séac’h?

32Kâs a réad ivé gan̄t-han̄ daou zén all, péré a ioa daou waller, évid hô lakaad da vervel.

33Ha pa oen̄d deûed el léac’h hanvet Kalvar, é stagchon̄t Jézuz oud ar groaz; hag ann daou laer, unan a zéou, hag égilé a gleiz.

34Hôgen Jézuz a lavaraz: Va Zâd, distaol d’ézhô; râk na ouzon̄t ket pétrâ a réon̄t. Neûzé é rannjon̄d hé ziḻad étré-z-ho oc’h hô deûrel d’ar sort.

35Hag ar bobl en em zalc’hé énô, hag a zelle out-han̄; hag ar Sénatored kerkouls hag hî, a réa goab anézhan̄, ô lavarout: Ar ré all en deûz savéteet, r’en em zavétai hé-unan, mar d-eo ar C’hrist, ann dilennet gan̄d Doué.

36Ar zoudarded hô-unan a réa goab anézhan̄, a dôstéé out-han̄, hag a ginnigé d’ézhan gwîn-egr,

37O lavarout: Mar d-oud roué ar Iuzevien, en em zavété.

38Lékéad é oé a-ziouc’h hé benn eur skrid, gan̄t lizerennou Grégach, ha Latin, hag Hébrach: Hé-man̄ eo roué ar Iuzevien.

39Hôgen unan eûz al laéroun a ioa staged oud ar groaz gan̄t-han̄, a gomzé outhan̄, ô lavarout: Mar d-oud ar C’hrist, en em zavété da-unan, ha nî gan-éz.

40Hôgen égilé ô krôza anézhan̄, a lavaraz: Ha té na zoujez-té kéd Doué, ô véza ma oud barnet d’ann hévélep poan?

41Ha nî a zô barnet gan̄t gwîr; râk diouc’h hon ôberiou eo bét gréad d’é-omp: hôgen hé-man̄ n’en deûz gréat droug é-bed.

42Hag é lavaraz da Jézuz: Aotrou, az pez koun ac’hanoun, pa vézi éad enn da rouan̄télez.

43Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄: É-gwirionez hel lavarann d’îd, hirrô é vézi gan-én̄ er baradoz.

44Édo neûzé war-drô ar c’houec’hved heur, ha bétég ann naved heur é oé gôlôed ann douar holl a dévalien.

45Ann héol a dévalaaz ha gwél ann templ a rogaz dré greiz.

46Ha Jézuz ô c’harmi gan̄d eur vouéz kré, a lavaraz: Va Zâd, étré da zaouarn é lakaann va éné. Hag ô lavarout kémen̄t-sé, é varvaz.

47Hôgen ar C’han̄téner ô wélout pétrâ a oa c’hoarvézet, a veûlaz Doué, ô lavarout: Évit-gwîr ann dén-ze a ioa eunn dén gwirion.

48Hag ann holl dud, péré a ioa énô, hag a wélé kémen̄t-se a iéa-kuît ô skei war boull hô c’haloun.

49Hôgen ar ré holl a anavézé anézhan̄, hag ar merc’hed a ioa deûed war hé lerc’h euz a C’haliléa, a zellé a bell.

50Ha chétu eunn dén hanvet Jozef, péhini a oa Dékurion, dén mad ha gwirion,

51Péhini n’en doa kéd aotréet nag ali nag oberiou ar ré all, péhini a oa eûz a Arimatéa, kéar eûz a Judéa, péhini a c’hortozé ivé rouan̄télez Doué;

52Hen-nez a iéaz da gavout Pilat, hag a c’houlennaz korf Jézuz.

53Hag ô véza hé ziskennet d’ann douar, é lekéaz eul liénen war hé drô, hag é lékéaz anézhan̄ enn eur béz a oa bét toulled er roc’h, é péhini né ioa bét c’hoaz lékéad dén é-béd.

54Ann deiz-zé a ioa ar gousper, hag ar sabbat a ioa nes.

55Hôgen ar merc’hed péré a ioa deûed da heûl Jézuz adaleg Galiléa, a iéaz war-lerc’h, a zellaz oud ar béz, ha pénaoz é oa bét lékéad ar c’horf ébarz;

56Hag ô véza distroet ac’hanô éc’h aozchon̄t louzou-c’houés-vâd ha tréatou: hag éc’h éhanjon̄t da zeiz ar sabbat hervez ar gourc’hémenn. ———— XXIV. PENNAD.

← Aviel Lukaz 22Read In The App, Free →Aviel Lukaz 24 →

Study Aviel Lukaz 23

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesThe Fourfold GospelJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324