Aviel Lukaz 19
1Jézuz ô veza éat é Jériko a dréméné dré géar.
2Ha chétu eunn dén hanvet Zakéuz péhini a ioa da benn d’ar Bublikaned, hag a ioa pinvidik,
3En doa c’hoan̄t da wélout Jézuz ha d’hé anaout: ha na hellé két, dré ann abek d’ann en̄groez, râg gwall vihan é oa.
4En em lakaad a réaz da rédek hag é piñaz war eur wézen zikomor évid hé wélout: râk dré énô é tlié tréménout.
5Ha pa zeûaz Jézuz el léac’h-zé, é savaz hé zaou-lagad hag é wélaz anézhan̄; hag é lavaraz d’ézhan̄: Zakéuz, diskenn râk-tâl; râk réd eo d’in hiriô mon̄d da choum enn da dî.
6Hag hén̄ a ziskennaz râk-tâl, hag a zigéméraz Jézuz gan̄t laouénidigez.
7Ha pa wélaz ann holl kémen̄t-sé, é soroc’hen̄t, ô lavarout: É-tî eur péc’her eo éad da choum.
8Hôgen Zakéuz, oc’h en em zerc’hel dirâg ann Aotrou, a lavaraz d’ézhan̄: Chétu Aotrou, é rôann ann han̄ter eûz va madou d’ar béorien: ha mar em eûz gréat gaou ouc’h unan-bennâg, é tistaolinn d’ézhan̄ péder gwéach kémen̄d all.
9Jézuz a lavaraz d’ézhan̄: Ar zilvidigez a zô bét rôed hiriô d’ann tî-man̄: dré ma’z eo ivé hé-man̄ mâb da Abraham.
10Râk Mâb ann dén a zô deûet évit klaskout hag évit savétei ar péz a ioa kollet.
11O véza ma silaoué ann dûd-zé kémen̄t-sé gan̄t strîv, é lavaraz c’hoaz eur barabolen, dré ma’z oa tôst da Jéruzalem, ha ma vennen̄t pénaoz rouan̄télez Doué en em ziskouézché abars némeûr.
12Lavaroud a réaz’ta d’ézhô: Eunn dén nobl a iéaz enn eur vrô bell évit kémérout eur rouan̄télez évit-han̄, hag évit don̄t-kuît goudé.
13Hag ô véza galvet hé zek mével, é rôaz d’ézhô dék péz arc’han̄t, hag é lavaraz d’ézhô: Likid ann arc’han̄t-zé da c’hounid, kén na zistrôinn.
14Hôgen tûd hé vrô a gasaé anézhan̄; hag é kaschont kannaded war hé lerc’h, évit lavaroud d’ezhan̄: Na fell kéd d’éomp é vé hé-man̄ hor roué.
15Hag é tristrôaz goudé béza digéméret hé rouan̄télez: hag é c’hourc’hémennaz gervel ar mevellou da béré en doa rôed hé arc’han̄t, évit gouzout pégémen̄t en doa gounézet pép-hini.
16Hôgen ar c’hen̄ta a zeûaz hag a lavaraz: Aotrou, da béz arc’han̄t en deûz gounézed dég all.
17Hag hé aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Braô, mével mâd, dré ma’z oud bét léal war nébeûd a drâ, ez pézô galloud war zék kéar.
18Eunn all a zeûaz hag a lavaraz: Aotrou, da béz arc’han̄t en deûz gounézet pemp all.
19Hag ann Aotrou a lavaraz da hé-man̄: Ha té, ez pézô galloud war bemp kéar.
20Eunn all a zeûaz hag a lavaraz: Aotrou, chétu da béz arc’han̄t, em eûz lékéad enn eunn tamm lien,
21Râg aoun em eûz bét ra-z-od, dre ma’z oud eunn dén garô: kéméroud a réz ar péz n’éc’h eûz két rôet, médi a réz el léac’h n’éc’h eûz kéd hadet.
22Hé aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Dré da c’hénou da-unan, é varnann ac’hanôd, mével fall: té a wié pénaoz ounn eunn dén garô, pénaoz é kémérann ar péz n’em eûz két rôet, ha pénaoz é védann el léac’h é pehini n’em eûz kéd hadet:
23Pérâg éta n’éc’h eûz-té ket lékéat va arc’han̄t war daol ar werz, évit, pa zistrojenn, ma hé dennjenn gan̄t kampi?
24Hag é lavaraz d’ar ré a ioa énô: Tennit digan̄t-han̄ ar péz arc’han̄t en deûz, ha rôit-hén̄ d’ann hini en deûz dék péz arc’han̄t.
25Hag hi a lavaraz d’ézhan̄: Aotrou, dék péz arc’han̄t en deûz.
26Hôgen, émé-z-han̄, mé a lavar d’é-hoc’h pénaoz da gémen̄d en deûz é vezô rôet, hag é founnô: hôgen da nép n’en deûz két, é vézô lamet digan̄t-han̄ kémen̄d en deûz.
27É-ken̄ver va énébourien péré né ket fellet d’ézhô é vijenn da roué d’ézhô, digasit-hô aman̄, ha lazit-hô dira-z-oun.
28Hag ô véza lavaret kémen̄t-sé, é piñaz da Jéruzalem, ô von̄d a-raog ar ré all.
29Ha pa dôstajon̄d out Bélfajé hag out Bétania, war ar ménez a c’halveur Olived, é kasaz daou eûz hé ziskibled,
30Hag é lavaraz dézhô: Id d’ar vourc’h a zô râg-énep d’é-hoc’h, ha pa viod éad enn-hi, é kéfot eunn azen iaouan̄k stâg, war béhini n’eo c’hoaz piñed dén; distagit-hén̄ ha digasit-hén̄ d’in.
31Ha ma lavar eur ré d’ê-hoc’h: Pérag é tistagit-hu hen-nez? Livirid d’ézhan̄: Dré ma en deûz ann Aotrou ézomm anézhan̄.
32Ar ré a gasé a iéaz éta, hag a gavaz ann azen iaouan̄k é-c’hîz m’en doa lavared d’ézhô.
33Hôgen pa zistagen̄t ann azen, hé berc’henned a lavaraz d’ézhô: Perâg é tistagit-hu ann azen iaouan̄k-zé?
34Hag hî a lavaraz: Dré m’en deûz ann Aotrou ézomm anézhan̄.
35Hag é tigaschon̄d anézhan̄ da Jézuz. Ha goudé béza taolet hô diḻad war ann azen, é lékéjon̄t Jézuz wâr-n-ézhan̄.
36Ha dré ma’z éa, é skiñé ann dûd hô diḻad war ann hen̄t.
37Hôgen pa dostéé eûz a ziskenn ménez Olived, ann holl ziskibled laouen-brâz, a zéraouaz meûli Doué a bouéz-penn eûz ann holl vurzudou hô doa gwélet,
38O lavarout: Benniget ra vézo ar roué a zeû enn hanô ann Aotrou: péoc’h enn én̄v, ha gloar enn uc’héla eûz ann én̄vou.
39Neûzé hiniennou eûz ar Farizianed péré a ioa é-touez ar bobl, a lavaraz d’ézhan̄: Mestr, krôz da ziskibled.
40Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz ma tâv ar ré-man̄, ar vein hô-unan a c’harmô.
41Ha pa dôstéé, ha pa wélaz kéar, é lén̄vaz war-n-ézhi, ô lavarout:
42Ma anavézchez enn deiz-man̄ ar péz a hell digas ar peoc’h d’id: hôgen bréma kémen̄t-sé a zô kuzed ouz da zaou-lagad.
43Râk don̄d a rai eunn amzer war-n-od, é péhini da énébourien a rai kleûsiou enn-drô d’îd, hag a strobô ac’hanôd, hag a strizô ac’hanôd a bép tû:
44Da ziskara a rain̄d d’ann douar, té hag ar vugalé a zô enn-od, ha na lézin̄t két méan war véan; ô véza n’éc’h eûz kéd anavézet ann amzer eûz da wéladen.
45Hag ô veza éad enn templ, é téraouaz kâs-kuît ar ré a werze hag ar ré a bréné,
46O lavaroud d’ézhô: Skrived eo: Va zî a zô tî ar béden. Ha c’houi hoc’h euz gréad anézhan̄ eur c’héô laéroun.
47Ha bemdéz é kelenné enn templ. Hôgen Prin̄sed ar véleien, ar Skribed, ha Pennou ar bobl a glaské ann darvoud d’hé golla.
48Ha na gaven̄t nétrâ da ôber enn hé énep; râg ann holl bobl a ioa souézet-braz oc’h hé glevout. ———— XX. PENNAD.