The Bible Software
Aviel Lukaz · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Aviel Lukaz 22

1Hôgen tôstaad a réa gouél ar bara dic’hoell, a hanveur ar Pask:

2Ha Prin̄sed ar véleien hag ar Skribed a glaské ann doaré da lakaat Jézuz d’ar marô, râg aoun hô doa râg ar bobl.

3Hôgen Satan a iéaz é Iuzaz, les-hanvet Iskariot, unan eûz ann daouzék.

4Hag hé-man̄ a iéaz, hag a lavaraz da Brin̄sed ar véleien ha da Bennou ar vrô é pé doaré hen lakajé étré hô daouarn.

5Hag ar ré-man̄ a oé laouen-brâz, hag a réaz marc’had évit rei arc’han̄d d’ézhan̄.

6Hag hén̄ a rôaz hé c’hér, hag a glaské eunn darvoud déréad évid hé lakaad étré hô daouarn hép gouzoud d’ar bobl.

7Koulskoudé deiz gouél ar bara dic’hoell a zeûaz, é péhini é oa réd laza ar Pask.

8Ha Jézuz a gasaz Per ha Iann, ô lavarout: Id da aoza d’é-omp ar Pask, évit ma tebrimp anézhan̄.

9Hag hî a lavaraz d’ezhô: É péléac’h é fell d’îd éz ajemp d’hé aoza?

10Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: P’az éod é kéar, é kefot dira-z-hoc’h eunn dén péhini a zougô eur pôdad dour: îd war hé lerc’h enn tî m’az ai enn-han̄.

11Hag é léverrot da benn tiégez ann tî: Ar Mestr a c’houlenn ouz-îd: Péléac’h éma ar gambr é péhini é tebrinn ar Pask gan̄t va diskibled?

12Hag hén̄ a ziskouézô d’é-hoc’h eur gambr huel, brâz hag annézet: énô ec’h aozot pép-trâ.

13Mon̄d a réjon̄t’ta, hag é kafchon̄t ar péz en doa lavaret, hag éc’h aozjon̄t ar Pask.

14Pa oé deûed ann heur, en em lékéaz ouc’h taol, hag ann daouzég Abostol gan̄t-han̄.

15Hag é lavaraz d’ézhô: C’hoan̄téet stard em eûz dibri ar Pask-man̄ gan-é-hoc’h abars ma c’houzan̄vinn.

16Râg hel lavaroud a-rann d’é-hoc’h, pénaoz na zebrinn mui eûz anézhan̄, kén na vézô sévénet é rouan̄télez Doué.

17Hag ô véza kéméred ar c’hôp, é trugarékéaz, hag é lavaraz: Kémérit, ha rannit étré-z-hoc’h.

18Râg hel lavaroud a rann d’é-hoch, pénaoz na évinn mui eûz a frouez ar winien, kén na zeûi rouan̄télez Doué. 19 Hag ô véza kéméret bara, é trugarékéaz, é torraz anézhan̄, hag hé rôaz d’ézhô, ô lavarout: Ann dra-man̄ eo va c’horf, péhini a zô rôed évid-hoc’h: grît kémen̄t-man̄ é koun ac’hanoun.

19

20Kéméroud a réaz ivé ar c’halir, goudé koan, ô lavarout: Ar c’halir-man̄ a zô ann testaman̄t nevez em goâd, péhini a vézô skuḻet évit-hoc’h.

21Koulskoudé chétu dourn ann hini a dlé va gwerza a zô gan-én̄ war ann daol.

22É-kén̄ver Mâb ann dén, mon̄d a ra ével ma eo merket: hôgen gwa ann dén-zé gan̄t péhini é vézô gwerzet.

23Hag é téraoujon̄t klask enn hô zouez péhini a dlié ober kémen̄t-sé.

24Hôgen sével a réaz strîv étré-z-hô évit gouzout péhini anézhô a dlié béza kéméred évid ar brasa.

25Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô: Rouéed ar boblou a aotrouni anézhô, hag ar ré hô deûz ar galloud war-n-ézhô, a zô galvet mâd-obérourien.

26Hôgen na vézô kéd ével-sé étré-z-hoc’h; râk néb a zô ar brasa étré-z-hoc’h, a dlé béza ar bihana; hag ann hini a rén, ével ann hini a zervich.

27Râk péhini eo ar brasa, pé ann hini a zô ouc’h taol, pé ann hini a zervic h? Ha n’eo kéd ann hini a zô ouc’h taol? hôgen mé a zô enn hô touez é-c’hîz ann hini a zervich.

28Hôgen c’houi eo ar ré a zô choumet stard gan̄-én em temptasionou:

29Ha mé a aoz d’é-hoc’h ar rouan̄télez, é-c’hîz ma en deûz va Zâd hé aozed d’in,

30Évit ma tebrot ha m’ac’h évot out va zaol em rouan̄télez-mé: ha m’ac’h azézot war drônou évit barna ann daouzék vreûriez eûz a Israel.

31Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz: Simon, Simon, chétu Satan en deûz hô koulennet évit krouéria é-c’hîz gwiniz:

32Hôgen mé em eûz péded évid-od, évit na fallai kéd da feiz: ha té pa vézi eur wéach distroet, kréva da vreûdeûr.

33Per a lavaraz d’ézhan̄: Aotrou, daré ounn da von̄t gan-éz hag er vâc’h ha d’ar marô.

34Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhan̄: Hel lavaroud a rann d’îd, Per, ar c’hiḻek na ganô kéd hiriô, n’az pézô nac’het teir gwéach d’am anaout. Lavaroud a réaz ivé d’ézhô:

35Pa em eûz hô kaset hép sac’h, héb ézef hag heb boutou, hag eunn dra-bennâg hoc’h eûz-hu diouéret?

36Hag hî a lavaraz: Nétrâ. Neûzé é lavaraz d’ézhô: Hôgen bréma, néb en deûz eur sac’h hag eunn ézef, kéméret-hô: ha néb n’en deûz két, gwerzet hé zaé, ha prénet eur c’hlézé.

37Râg hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz eo réd c’hoaz é vé sévénet enn-oun ar péz a zô skrivet: Râg é-touez ann dûd fallagr eo bét lékéat. Râg ar péz a zô bet lavaret diwar va fenn a zô war ann divez.

38Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Aotrou, chétu aman̄ daou glézé. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: A-walc’h eo.

39Hag ô véza éad er-méaz, éz éaz, hervez he voaz, war vénez Olived. Hé ziskibled a iéaz war hé lerc’h.

40Ha pa oé arruet el léac’h-zé, é lavaraz d’ézhô: Pédit, gan̄d aoun na zeûfac’h é gwall-ioul.

41Hag ô pellaad diout-hô war héd eunn taol méan, en em strin̄kaz war daoulin hag é pédaz,

42O lavarout: Va Zâd, mar fell d’id, pella ar c’halir-zé diouz-in. Koulskoudé na vézet két gréat hervez va ioul, hôgen hervez da hini.

43Neûzé eunn Éal a zeûaz eûz ann én̄v évid hé grévaat. Hag ô véza kouézet enn an̄kou, é pédé c’hoaz startoc’h.

44Hag é teûaz d’ézhan̄ eur c’houézen é-c’hîz béradou goâd a zirédé bétég ann douar.

45Ha pa oé saved eûz hé béden, é teûaz é-trézég hé ziskibled, péré a ioa kousket dré ma oan̄t trist.

46Hag é lavaraz d’ézhô: Pérâg é kouskit-hu? Savit ha pédit, gan̄d aoun na zeûfac’h é gwall-ioul.

47Komza a réa c’hoaz, ha chétu é teuaz eul lôd brâz a dûd: hag unan eûz ann daouzék péhini a c’halvet Iuzaz a ziaraogé anézhô: hag é tôstaaz ouc’h Jézuz évit poki d’ézhan̄.

48Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhan̄: Iuzaz, gan̄d eur pok é werzez’ta Mâb ann dén?

49Hôgen ar ré a ioa enn-drô d’ézhan̄, ô wélout pétrâ a oa daré da c’hoarvézout, a lavaraz d’ézhan̄: Aotrou, ha skei a raimp-ni gan̄d ar c’hlézé?

50Hag unan anézhô a skôaz gan̄d unan eûz a vévellou ar bélek-brâz, hag a drouc’haz é skouarn zéou d’ézhan̄.

51Hôgen Jézuz a lavaraz: List bété vréma. Hag ô véza lékéad hé zourn war skouarn ann dén-zé, é paréaz anézhan̄.

52Neûzé é lavaraz d’ar ré a ioa deûed évit kregi enn-han̄, da Brin̄sed ar véleien, da Bennou ann templ ha d’ar Sénatored: Deûed oc’h gan̄t klézeier ha gan̄t bisier ével da géméroud eul laer.

53Évid-oun da véza bemdéz gan-é-hoc’h enn templ, n’hoc’h eûz két lékéat hô taouarn war-n-oun: hôgen hou-man̄ eo hoc’h heur, ha galloud ann dévalien.

54Hôgen goudé béza kroged enn-han̄, é kaschon̄t anézhan̄ da dî ar Bélék-brâz: ha Per a heûlié anézhan̄ a bell.

55Ann dûd-zé ô véza gréat tân é kreiz ar pors, a ioa azézet enn-dro d’ézhan̄, ha Per a heulié anézhan̄ a b ell.

56Eur vatez péhini hé wélaz azézet out sklerijen ann tân, a sellaz pîz out-han̄, hag a lavaraz: Hé-man̄ a ioa ivé gan̄t-han̄.

57Hôgen hén̄ a nac’haz anézhan̄, ô lavarout: Maouez, na anavézann kéd anézhan̄.

58Ha nébeût goudé eunn all ô wéloud anézhan̄ a lavaraz: Ha té a zô ivé euz ar ré-zé. Hôgen Per a lavaraz: O dén, n’ounn két.

59Ha war-drô eunn heur goudé eunn all a doué, ô lavarout: Évit-gwîr hé-man̄ a ioa ivé gan̄t-han̄; râg eûz a C’haliléa eo ivé.

60Ha Per a lavaraz: Dén, na ouzonn két pétrâ a lévérez. Ha râk-tâl, ha pa gomzé c’hoaz, ar c’hiḻek a ganaz.

61Hag ann Aotrou ô tistrei a zellaz ouc’h Per. Ha Per en doé koun eûz a c’hér ann Aotrou, pa lavaré: Abarz ma kanô ar c’hiḻek, ez pézô va dinac’het teir gwéach;

62Ha Per ô véza éad er-méaz a wélaz gan̄t c’houervder.

63Hôgen ar ré a zalc’hé Jézuz, a réa goab anézhan̄, hag a skôé gan̄t-han̄.

64Hag ô véza hé vouchet, é skôen̄t war hé zremm, hag é lavaren̄d d’ézhan̄: Diougan piou en deûz skôet gan-éz?

65Ha kalz kunuc’hennou all a lavaren̄d d’ézhan̄.

66Ha pa oé deûed ann deiz, Hénaoured ar bobl, ha Prin̄sed ar véleien hag ar Skribed en em strollaz, hag a gasaz anézhan̄ enn hô léz, hag a lavaraz d’ézhan̄: Mar d-oud ar C’hrist, lavar d’é-omp.

67Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Ma lavarann d’é-hoc’h éz ounn, na grédot kéd ac’hanoun.

68Ha ma rann goulenn é-bed d’é-hoc’h, na respoun̄tot kéd d’in, ha n’em laoskot két.

69Hôgen pelloc’h Mâb ann dén a vézô azézet enn tu déou da c’halloud Doué.

70Neûzé ann holl a lavaraz d’ézhan̄: Té a zô éta Mab Doué? Hag hén̄ a lavaraz: Hé lavaroud a rit; béz’ éz ounn.

71Hag hî a lavaraz: Pétrâ hon eûz-ni ézomm a dest? Ha n’hon eûz-ni két klevet kemen̄t-sé hon-unan eûz hé c’hénou? ———— XXIII. PENNAD.

← Aviel Lukaz 21Read In The App, Free →Aviel Lukaz 23 →

Study Aviel Lukaz 22

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesThe Fourfold GospelJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324