Aviel Lukaz 5
1Jézuz ô véza war aot lagen Jénézaret, en em gavaz moustret gan̄d ann en̄groez eûz ar bobl a dôstée out-han̄ évit klévout gér Doué.
2Diou vag a wélaz péré a ioa choumed war aod al lagen, é-pâd ma édo diskennet ar beskéterien anézhô, ha ma gwalc’hen̄t hô rouéjou.
3Piña a réaz enn unan eûz ar bagou-zé, péhini a ioa da Zimon, hag é pédaz anézhan̄ ma bellajé eunn nébeûd eûz ann douar. Hag ô véza azézet é kélenné ar bobl diwâr ar vâg.
4Hôgen pa baouézaz da gomza, é lavaraz da Zimon: Kas ac’hanômp enn dour doun; ha taolid hô rouéjou évit kéméroud eunn dra-bennag.
5Ha Simon a respoun̄taz, nag a lavaraz d’ézhan̄: Mestr, laboured hon eûz héd ann nôz, ha n’hon eûz kéméret nétrâ: hôgen war da c’hér é taolinn va rouejou.
6Ha p’hô doé gréat ével-sé, é pakchon̄t kémen̄d a besked, ma torré hô rouejou.
7Hag é réjon̄t dispac’hiou d’hô c’henvreûdeur (G), péré a ioa enn eur vag all, évit ma teûjen̄t, ha ma skoazien̄t anézhô. Don̄d a réjon̄t, hag é leûnjon̄t ann diou vag, enn hévélep doaré ma oan̄t daré da wélédi.
8Simon Per ô véza gwélet kémen̄t-sé, en em strin̄kaz da zaoulin Jézuz, hag a lavaraz: Aotrou, pella diouz-in, râg eur péc’her ounn.
9Râg eur saouzan vrâz a oa kroget enn-han̄, hag er ré holl a ioa gan̄t-han̄, ô wéloud al lôd pésked hô doa paket (G).
10Jakez ha Iann, mipien Zébédé, péré a ioa ken-vreûdeûr da Zimon, a oé ivé saouzanet-brâz. Ha Jézuz a lavaraz da Zimon: N’az péz kéd a aoun: a vréma é vézi paker tûd. Hag ô véza digaset ar bagou d’ann douar, goudé béza kuitéed holl, éz éjon̄t war hé lerc’h.
12Ha pa édo Jézuz enn eur géar, chétu eunn dén gôlôet a lovren̄tez ô véza hé wélet, en em strin̄kaz war hé chénou d’ann douar, hag a bédaz anézhan̄, ô lavarout: Aotrou, mar fell d’îd é hellez va c’harza.
13Ha Jézuz a astennaz hé zourn hag a stokaz out-han̄ enn eul lavarout: Falloud a ra d’in: Béz karz. Ha râk-tâl éz éaz al lovren̄tez diout-han̄.
14Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ na lavarjé da zén. Hôgen, kéa; en em ziskouéz d’ar bélek, ha kinnig évid da skarzérez ar péz a zô bét gourc’hémennet gan̄t Moizez da desténi d’ézhô.
15Hôgen ar vrûd anézhan̄ a rédé mui-oc’h-vui, hag eul lôd braz a dûd a zeûé évid hé glevout; hag évit béza iac’héet eûz hô c’hlén̄véjou.
16Hag hén en em denné enn distrô, hag a bédé.
17Eunn dervez pa édo azézet ô kélenna, ha ma oa azézet enn hé gichen Farizianed ha doktored al lézen, péré a ioa deûet eûz ann holl c’heriou eûz a C’haliléa, eûz a Judéa, hag eûz a Jéruzalem, galloud ann Aotrou a zeûaz évid ho iac’haat.
18Ha chétu goazed péré a zougé war eur gwélé eunn dén paralitik, a glaské ann drô da von̄d enn tî, ha d’hé lakaad dira-z-han̄.
19Hag ô véza na gaven̄t két dré béléac’h hé lakaad enn tî, dré ann abek d’ann en̄groez, é piñjon̄t war ann dôen, hag é tiskenjon̄d anézhan̄ dré ann téôlennou é-kreiz al léac’h dirâk Jézuz.
20Pa wélaz hô feiz, é lavaraz: Dén, da béc’héjou a zô distaoled d’îd.
21Hag ar Skribed hag ar Farizianed a zéraouaz lavarout enn-hô hô-unan: Piou eo hé-man̄, péhini a gomz a-énep Doué hag al lézen? Piou a hell disteûrel ar péc’héjou, néméd Doué hép-kén?
22Hôgen Jézus oc’h anaout ar péz a vennen̄t enn-hô hô-unan, a lavaraz d’ézhô: Pétrâ a vennit-hu enn hô kalounou?
23Pehini eo ann easa, lavarout: Da béc’héjou a zô distaoled d’îd; pé lavarout, Saô, ha balé?
24Hôgen évit ma wiot pénaoz Mâb ann dén en deûz ar galloud war ann douar da zisteûrel ar péc’héjou; hé lavaroud a rann d’îd, émé-z-han̄ d’ar paralitik, Saô, kémer da wélé, ha kéa d’az tî.
25Hag ô sével râk-tâl dira-z-hô, é kéméraz ar gwélé war béhini é oa gourvézet, hag éz éaz d’hé dî, enn eur veûli Doué.
26Souézet-brâz é oé ann holl, hag é veûljon̄d Doué. Hag ô véza leûn a spoun̄t é léverjon̄t: Traou burzuduz hon eûz gwélet hirio.
27Ha goude-zé Jézuz a ieaz-kuît, hag é wélaz eur Publikan hanvet Lévi, péhini a ioa azezet é tî ar gwiriou, hag é lavaraz d’ezhan̄: Deûz war va lerc’h.
28Hag hén̄ ô kuitaat pép-trâ, a zavaz hag a iéaz war hé lerc’h.
29Lévi a réaz d’ézhan̄ eur banvez vrâz enn hé dî: ha gant-hô ez oa ivé ouc’h taol eul lôd brâz a Bublikaned hag a ré all.
30Ar Farizianed hag ar Sbribed a hiboudaz ô wélout kémen̄t-sé, hag a lavaraz da ziskibled Jézuz: Pérag e tébrit-hu hag éc’h évit-hu gan̄t Publikaned ha gan̄t péc’herien?
31Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô: Né kéd ar ré iac’h hô deûz ézomm a louzaouer, ar ré glan̄v eo.
32N’ounn kéd deûet évit gervel ar ré wirion, hôgen évit gervel ar béc’herien d’ar binijen.
33Neûzé hî a lavaraz d’ézhan̄: Pérâk diskibled Iann, hag ar Farizianed a réon̄t-hi aliez iunou ha pédennou, ha da ré a zebr hag a év?
34Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Ha c’houi a hell lakaad da iuni bugalé ar pried, é-pâd ma éma ar pried gan̄t-hô?
35Hôgen don̄d a rai deiziou é péré é vézô lamet ar pried digan̄t-hô, ha neûzé é iunin̄t.
36Hag hén̄ a réaz ann hén̄vélédigez-man̄ d’ézhô: Dén na laka eur pen̄sel mézer nevez oud eur zaé gôz: anéz ar mézer nevez a ra rog hé-unan; râg eur pen̄sel nevez na zéré kéd oud eur zaé gôz (G).
37Ha dén na laka gwin nevez é listri koz: anéz ar gwin a dorfê al listri; ar gwin hé-unan a rédjé, hag al listri a vé kollet.
38Hôgen réd eo lakaad ar gwin nevez é listri nevez, hag ann eil hag égilé a vézô miret.
39Ha dén pa év gwin kôz, na c’houlenn gwin nevez; râk lavaroud a ra: Gwell eo ann hini kôz. ———— VI. PENNAD.