Eil Levr Shmouel 10
1War-drô eur miz goudé, é piñaz Naas, ann Ammonit, hag é teûaz da stourmi out Jabez Galaad. Hag holl dûd Jabez a lavaraz da Naas: Grâ kévrédigez gan-é-omp, ha nî a vézô dindân da veli.
2Ha Naas, ann Ammonit, a lavaraz d’ézhô: Ar gévrédigez a rinn gan-é-hoc’h, eo ma tenninn hô lagad déou da bép-hini ac’hanoc’h, ha ma hô likiinn da véza méz dré Israel holl.
3Hag hénaoured Jabez a lavaraz d’ézhan̄: Aotré dé-omp seiz dervez, évit ma kasimp kannaded da holl harzou Israel: ha ma na véz dén évid hon difenni, éz aimp er-méaz d’az kavout.
4Ar gannaded a zeûaz éta da C’habaz Saül, hag a lavaraz kémen̄t-sé dirâg ar bobl: hag ann holl bobl a zavaz hé vouéz, hag en em lékéaz da wéla.
5Ha chétu Saül a zeûé eûz ar park war-lerc’h hé éjenned, hag é lavaraz: Pétrâ zô m’éma ar bobl ô wéla? Hag é lavarchon̄t d’ézhan̄ ar péz hô dôa lavaret tûd Jabez.
6Hag é teûaz spéred ann Aotrou war Zaül pa glévaz ar c’homziou-zé, hag é savaz eunn drouk brâz enn-han̄.
7Hag hén̄ a géméraz hé zaou éjenn, hag a drouc’haz anézhô a dammou, hag hô c’hasaz da holl harzou Israel dre zaouarn ar c’hannaded, ô lavarout: Nép na zeûi két er-méaz war-lerc’h Saül ha Samuel, é vézô gréat ével-sé d’hé éjenned. Doujan̄s ann Aotrou a grôgaz éta er bobl, hag hî a zeûaz er-méaz ével eunn dén hép-kén.
8Ha pa nivéraz anézhô é Bézec’h, en em gavaz tri c’han̄t mil a vipien Israel, ha trégon̄t mil a dûd Juda.
9Hag hî a lavaraz d’ar c’hannaded a oa deûet: Ann dra-man̄ a léverrot da dûd Jabez Galaad: War-c’hoaz é viot diboaniet pa vézô tomm ann héol. Ar c’hannaded a iéaz hag a lavaraz kémen̄t-sé da dûd Jabez, péré en em laouénaaz.
10Hag hî a lavaraz: War-c’hoaz vin̄tin éz aimp er méaz d’hô kavout; ha c’houi a rai dé-omp ar péz a gerrot.
11Ha pa oé deûet an̄trônôz, Saül a lékéaz ar bobl é teir lôden; hag ô véza éat é-kreiz ar c’hamp da c’houlou-deiz, é tréc’haz ann Ammonited, kén na zeûaz ann héol da véza tomm; hag ar ré a choumaz a oé skiñet, enn hévélep doaré na oé két kavet daou ann eil gant égilé.
12Hag ar bobl a lavaraz da Zamuel: Piou eo hen-nez a lavaré: Ha Saül a rénô ac’hanomp? Rôid ann dûd-zé d’é-omp, ha nî hô lakai da vervel.
13Ha Saül a lavaraz: Na vézô lazet dén enn deiz-man̄; rag hiriô eo en deûz ann Aotrou diboaniet Israel.
14Neûzé Samuel a lavaraz d’ar bobl: Deûit, ha déomp da C’halgala, ha névézomb énô ar roué.
15Hag ann holl bobl a iéaz da C’halgala hag a lékéaz Saül da roué dirâg ann Aotrou é Galgala: hag hî a lazaz énô viktimou a béoc’h dirâg ann Aotrou. Ha Saül hag holl dûd Israel a oé laouen-kaer énô. ———— XII. PENNAD. Samuel a rébech d’ar bobl hé zizanaoudégez é-kén̄ver Doué.