Eil Levr Shmouel 8
1Béz’ éz oa eunn dén eûz a Ven̄jamin hanvet Kis, mâb Abiel, mâb Séror, mâb Béc’horat, mâb Afia, mâb eunn dén eûz a Jémini, kré ha galloudek.
2Eur mâb en dôa hanvet Saül, dén kaer ha klôk: ha na oa hini é-touez bugalé Israel gwelloc’h égét-han̄; adalek hé ziskoaz é oa uc’héloc’h égéd ann holl bobl.
3Hôgen azénézed Kis, tâd Saül, a oa dian̄ket, ha Kis a lavaraz da Zaül hé vâb: Kémer gan-éz unan eûz ar baotred, saô ha kéa da glask ann azénézed. Tréménout a réjon̄t dré vénez Éfraim,
4Ha dré vrô Salisa, ha n’hô c’hefchon̄t két; tréménout a réjon̄t ivé dré vrô Salim, ha né oan̄t két énô; ha dré vrô Jémini, ha n’hô chefchon̄t két.
5Hôgen pa oen̄t deûet da vrô Suf, Saül a lavaraz d’ar paotr a oa gan̄t-han̄: Deûz ha distrôomp, gan̄d aoun n’en défé va zâd gréat dilez eûz ann azénézed, ha na ve nec’het diwar hor penn.
6Hag ar paotr a lavaraz d’ézhan̄; Chétu eur gear é péhini éz eûz eunn dén Doué, eunn dén brudet-brâz: kémen̄d a lavar, a c’hoarvez héb arvar: déomp dî bréman̄: martézé é sklériô ac’hanomp war ann abek évit péhini omp deûet.
7Ha Saül a lavaraz d’hé baotr: Déomp dî; hôgen pétrâ a gasimp-nî d’ann dén Doué? N’eûz ked a vara enn hor seier: ha n’hon eûz nag arc’han̄t, na nétrâ all é-béd da rei d’ann dén Doué.
8Hag ar paotr a gomzaz c’hoaz out Saül, ô lavarout: Chétu em eûz kavet dindân va dourn ar bevaré lôden eûz a eur sikl arc’han̄t: rôomp-hi d’ann dén Doué, évit ma rôi da anaout d’é-omp hon hen̄t.
9(Gwéchall enn Israel kémen̄d hini a iéa da c’houlenn kuzul digan̄d Doué a lavaré: Deûit, ha déomp da gavout ar Gwéler. Râk néb a c’halveur hiriô Profed a oa galvet gwéchall Gwéler.)
10Ha Saül a lavaraz d’hé baotr: Mâd-meûrbéd eo ar péz a lévérez. Deûz, déomp, hag hî a iéaz er géar é péhini édô ann dén Doué.
11Ha pa biñen̄t dré zaô kéar, é kefchon̄t plac’hed-iaouan̄k péré a zeûé er-méaz évit tenna dour; hag hî a lavaraz d’ézhô: Hag aman̄ éma ar Gwéler:
12Hag ar plac’hed a lavaraz d’ézhô: Éma aman̄, chétu hén̄ enn hô raok; hastit affô, rak deûet eo hiriô é kéar, ô véza ma kennig hiriô ar bobl eur sakrifiz war al léac’h uc’hel.
13P’az éot é kéar, her c’héfot râk-tâl abarz ma biñô d’al léac’h uc’hel évid dibri; rag ar bobl na zebrô két kén na vézô deûet-hén̄, ô véza ma eo hén̄ eo a vennig ann hostiv; ha neûzé ar ré a zô galvet a zebr. Piñid éta bréma, rag hé gavout a réot hiriô.
14Hag hî a biñaz da géar. Ha pa valéen̄t é-kreiz kéar, é wélchon̄t Samuel a zeûé étrézég enn-hô évit piña d’al léac’h uc’hel.
15Hôgen ann Aotrou en dôa komzet out skouarn Samuel ann deiz ken̄t ma oa deûet Saül, ô lavarout:
16War-c’hoaz d’ann heur-man̄ é kasinn d’id eunn dén eûz a vrô Ben̄jamin, hag é éoḻi anézhan̄ da roué war va fobl a Israel: hag hén̄ a zieûbô va fobl eûz a zaouarn ar Filistined; ô véza ma em eûz sellet out va bobl, ha ma eo deûet hô garm bétég enn-oun.
17Ha pa en dôé Samuel gwélet Saül, ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Chétu ann dén eûz a béhini em eûz komzet d’id; hen-nez eo a rénô war va fobl.
18Neûzé Saül a dôstaaz out Samuel é-kreiz ann ôr, hag a lavaraz: Lavar d’in, mé az péd, péléac’h éma tî ar Gwéler.
19Ha Samuel a lavaraz da Zaül: Mé eo ar Gwéler: pîñ em raok d’al léac’h uc’hel, évit ma tebri hiriô gan-én̄, ha war-c’hoaz vin̄tin az lézinn da von̄t; ha mé a zisklériô d’id kémen̄d a zô enn da galoun.
20Hag e-kén̄ver ann azénézed a zô bét dian̄ket tri deiz zô, na véz két néc’het gan̄t-hô, râk kavet in̄t. Ha da biou é vézô ar gwella holl é Israel, ma n’eo két d’id ha da holl di da dâd?
21Ha Saül a respoun̄taz hag a lavaraz: Ha n’ounn két mé mâb Jémini, eûz ann distéra eûz a vreûriézou Israel, ha va ziad né d-eo két ann divéza eûz a holl diadou breûriez Ben̄jamin? Pérâg éta é komzez-té ével-sé ouz-in?
22Ha Samuel a géméraz Saül hag hé baotr, hag a gasaz anézhan̄ er zâl-zibri, hag a lékéaz anézhô er penn uc’héla eûz ar banvézerien; war-drô trégon̄t dén é oa anézhô.
23Ha Samuel a lavaraz d’ar c’héginer: Rô ann tamm em eûz rôet d’id, hag em eûz lavaret d’id da virout. 21 Neûzé ar c’héginer a géméraz eur skoaz hag hé lékéaz dirâk Saül. Ha Samuel a lavaraz: Chétu ar péz a zô choumet; laka hén̄ dira-z-oud, ha debr: râg hé viret em eûz a-zévri évid-oud, pa em eûz galvet ar bobl. Ha Saül a zébraz enn deiz-zé gant Samuel.
25Hag hî a ziskennaz eûz al léac’h uc’hel da géar, ha Samuel a gomzaz gan̄t Saül war lein ann tî. Ha Saül a steñaz eur gwélé war ann tî hag a gouskaz énô.
26Hag ô véza savet diouc’h ar min̄tin, ha pa darzé ann deiz, Samuel a c’halvaz Saül war lein ann tî, ô lavarout: Saô, m’az kasinn-kuît, ha Saül a zavaz; hag hî a iéaz hô-daou er-méaz, da lavaroud eo, hén̄ ha Samuel.
27Ha pa ziskennen̄t el léac’h izéla eûz a géar, Samuel a lavaraz da Zaül: Lavar d’ar paotr mon̄d enn hor raok ha mon̄d é-biou: hôgen té, choum eunn nébeut, évit ma rôinn d’id gér ann Aotrou. ———— X. PENNAD. Saül éôliet gan̄t Samuel ha lékéat da roué.