The Bible Software
Eil Levr Shmouel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr Shmouel 29

1Pa zeûaz David hag hé dûd da Ziséleg ann trédé deiz, ann Amalékited hô dôa gréat eunn argaden dioc’h tû ar c’hrésteiz war Ziséleg; hag hî hô dôa hé c’héméret ha lekéat ann tân enn-hi.

2Kased hô dôa gan̄t-hô da sklavézed ar merc’hed a oa enn-hi; adaleg ar bihana bétég ar brasa; n’hô dôa lazet dén, hôgen hô c’haset hô dôa gan̄t-hô, hag hî a iéa enn hô hen̄t.

3Pa oé éta deûet David hag hé dûd da géar, ha pa hé c’havchon̄t dévet, hag hô gragez, hag hô mipien, hag hô merc’hed kaset e sklavérez,

4David hag ar bobl a oa gan̄t-han̄ a zavaz hô mouéz enn eur wéla, kén na oé mui a zaérou enn hô daoulagad.

5Diou c’hrég David, Achinoam eûz a Jezrael, hag Abigail, grég Nabal eûz ar C’harmel, a oa bét ivé kaset é sklavérez.

6Ha David a oé glac’haret-brâz: râg ar bobl a fellé d’ézhan̄ hé labéza, ô véza ma oa kaloun pép-hini glac’haret diwar-benn hô mipien hag hô merc’hed: hôgen David a lékéaz hé fisian̄s enn Aotrou, hé Zoué.

7Hag hén̄ a lavaras da Abiatar, ar Bélek- brâz, mâb Akimélek: Digas d’in ann éfod. Hag Abiatar a zigasaz ann éfod da Zavid.

8Ha David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout: Ha mon̄d a rinn-mé war-lerc’h al laéroun-zé? Hag hô c’héméroud a rinn-mé, pé né rinn két? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Kéa war hô lerc’h; râg héb mar é kéméri anézhô hag é tenni ar preiz eûz hô daouarn.

9David éta a gerzaz gan̄d ar c’houéac’h kan̄t dén a oa gan̄t-han̄; hag hî a zeûaz bété froud Bésor: hag hiniennou péré a oa skuîz a choumaz énô.

10Hôgen David a iéaz war hô lerc’h ha pévar c’han̄t dén gan̄t-han̄: râk daou c’han̄t dén a oa choumet da éhana ô véza ma oan̄t skuîz, ha n’hô dôa két gellet mon̄d enn tû all da froud Bésor.

11Hag hî a gavaz eunn Éjiptian enn eur park hag a zigasaz anézhan̄ da Zavid: hag hî a rôaz d’ézhan̄ bara da zibri ha dour da éva,

12Hag ivé lôd eûz a eur gon̄vor fiez, ha daou bakad rézin séac’h. Pa en dôé hé-man̄ débret, é teûaz nerz d’ézhan̄ (T), hag é wellaaz d’ézhan̄: râk n’en dôa débret bara, nag évet dour, tri dervez ha teir nôzvez ioa.

13Ha David a lavaraz d’ézhan̄: Da biou oud-dé? Eûz a bé léac’h é teûez-té? Péléac’h éz éz? (T). Hag hén̄ a lavaraz: Mé zô eur sklav eûz ann Éjipt, ha mével ounn gan̄d eunn dén eûz a Amalek: va mestr en deûz va lézet aman̄, ô véza ma ounn kouézet klan̄v derc’hen̄t-déac’h.

14Rak nî hon eûz gréat eunn argaden war-zû ar c’hrésteiz eûz ar Sérétied, hag out Juda, hag oud ar c’hrésteiz eûz a Galeb; ha dévet hon eûz Siséleg.

15Ha David a lavaraz d’ézhan̄: Ha té a helfé va c’hâs étrézég ar van̄den dûd-zé? Hag hén̄ a lavaraz: Tou d’in dré Zoué, pénaoz n’am lazi két, ha n’am likii két étré daouarn va mestr, ha mé az kasô étrézé ar van̄den dûd-zé. Ha David hen touaz d’ézhan̄.

16Ha pa en dôé hé-man̄ kaset David dî, chétu ann Amalékited a oa gourvézet war ann douar trô-war-drô, ô tibri hag oc’h éva, hag oc’h ôber ével eul lid brâz, enn abek d’ar preiz ha d’ann diwisk hô dôa gréat é brô ar Filistined ha war zouar Juda.

17Ha David a dréc’haz anézhô adaleg ar pardaez bétég ar pardaez an̄trônôz; ha na oé savétéet hini anézhô, némét pévar c’han̄t dén-iaouan̄k, péré a biñaz war gan̄valed hag a dec’haz.

18David éta a géméraz kémen̄d hô dôa kaset gan̄t-hô ann Amalékited; hag é tennaz hé ziou c’hrég eûz hô daouarn. (T).

19Ha na oé kollet nétrâ, na bihan, na brâz, kenn eûz ar baotred, kenn eûz ar merc’hed, hag eûz ann diwisk: kémen̄d hô dôa kéméret, David a zigasaz anézhô enn drô.

20Hag hén̄ a géméraz ann holl zén̄ved, hag ann holl zaoud, hag hô lékéaz da von̄d enn hé raok: hag ann dûd a lavaré: Chétu preiz David.

21Neûzé David a zeûaz étrézég ann daou c’han̄t dén, péré ô véza bét skuîz, n’hô dôa két gellet hé heûlia, ha da béré en dôa kémennet choum é-barz froud Bésor. Ar ré-man̄ a iéaz war arbenn David hag ar bobl a oa gan̄t-han̄. Ha David, ô tôstaad out-hô, a zaludaz anézhô hép béza drouk enn-han̄. (T).

22Hôgen kémen̄d dén droug ha fallagr, eûz ar ré a oa éat gan̄d David, a lavaraz: Pa n’in̄t két deûet gan-é-omp, na rôimp nétrâ d’ézhô eûz ar preiz hon eûz kéméret: hôgen ra vézô a-walc’h da bép-hini kaout hé c’hrég hag hé vugalé: ha pa hô dévézô bét anezhô, éat kuit pép-hini.

23Hôgen David a lavaraz: Na réot két ével-sé, va breûdeûr, é-kén̄ver ar péz en deûz rôet ann Aotrou d’é-omp, hén̄ péhini en deûz hor miret hag en deûz lékéat étré hon daouarn al laéroun-zé péré hô dôa gréat eunn argaden war-n-omp.

24Dén é-béd na zélaouô al lavar-zé; râk kévatal é vézô ar rann d’ar ré a zô bét enn emgann, ha d’ar ré a zô choumet gan̄t pakadou: kémen̄d ha kémen̄d a vézô hô lodennou.

25Hag ével-sé é oé gréat enn deiz-zé, hag ann dra-zé a zô bét reizet ha stardet abaoé, ha lékéat ével eul lézen enn Israel bété vréma.

26Pa zeûaz David da Ziséleg, é kasaz lôd eûz ar preiz da hénaoured Juda péré a oa kéren̄t-nés d’ézhan̄, ô lavarout: Kémérit ar vennoz eûz a breiz énébourien ann Aotrou.

27Hag hén̄ a gasaz ivé lôd eûz ar preiz d’ar ré a oa é Bétel, ha d’ar ré a oa é Ramot war-zû ar c’hrésteiz, ha d’ar ré a oa é Jéter,

28Ha d’ar ré a oa enn Aroer, hag é Séfamot, hag é Estamo,

29Ha d’ar rè a oa è Rac’hal, hag é keriou Jéraméel, hag é keriou Séni,

30Ha d’ar ré a oa e Arama, hag é lagen Asan, hag é Atach,

31Ha d’ar ré a oa é Hébron, ha d’ar ré all holl péré a oa el lec’hiou é péré é oa bét choumet David gan̄d é dûd. ———— XXXI. PENNAD. Saül hag hé vipien a zô lazet.

← Eil Levr Shmouel 28Read In The App, Free →Eil Levr Shmouel 30 →

Study Eil Levr Shmouel 29

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031