Eil Levr Shmouel 13
1C’hoarvézout a réaz eunn deiz pénaoz Jonataz, mâb Saül, a lavaraz da eunn dén-iaouan̄k, hé floc’h: Deûz, ha déomp étrézé gward ar Filistined, a zô enn tû-hon̄t: hôgen na lavaraz két kémen̄t-sé d’hé dâd.
2Hôgen Saül a choumé er penn pella eûz a C’habaa dindân eur wezen-grénad a oa é Magron: hag ar bobl a ioa gan̄t-han̄ a oa war-drô c’houec’h kan̄t dén.
3Hag Ac’hias, mâb Ac’hitob, breûr Ic’habod, mâb Finéez, mâb Héli bélék- brâz ann Aotrou é Silô, a zougé ann éfod. Ha na wié két ar bobl péléac’h é oa éat Jonatas.
4Hôgen el léac’h dré béhini é poanié Jonataz da biña évit tréménout étrézé gward ar Filistined, éz oa diou roc’h a bép tû uc’hel-brâz ha garô ann eil hag ében, ha bégek é doaré den̄t: hag unan anézhô a oa hanvet Bosez, hag ében Séné.
5Unan eûz ar rec’hier a oa trôet war-zû ann han̄ter-nôz râg-enep da Vac’hmas, hag ében war-zû ar c’hrésteiz râg-énep da C’habaa.
6Hôgen Jonatas a lavaraz d’ann dén-iaouan̄k, hé floc’h: Deûz ha tréménomp bété gward ar ré zienwaded-zé: martézé e stourmô ann Aotrou évid-omp: râk né két diez d’ann Aotrou tréc’hi gan̄t kalz pé gan̄t nébeût.
7Hag hé floc’h a lavaraz dézhan̄: Grâ ar péz a blijô d’as kaloun: kéa el léac’n ma kiri, ha mé as heûliô é pep léac’h.
8Ha Jonatas a lavaraz: Chétu éz éomp étrézég ann dûd-zé. Ha pa vézimp bét gwélet gan̄t-hô,
9Ma lévéron̄t dé-omp ével-henn: Choumit kén n’az aimp d’hô kavout; choumomp el léac’h m’émomp, ha na biñomp két étrézég enn-hô.
10Hôgen ma lévéron̄t: Piñit étrézég enn-omp; piñomp, râg ann Aotrou en dévézô hô lékéat étré hon daouarn: houn-nez a vézô ann arouéz dé-omp.
11En em ziskouéza a réjon̄t éta hô daou da ward ar Filistined; hag ar Filistined a lavaraz: Chétu ann Hébréed a zeû er-méaz eûz ar c’héviou é péré é oan̄t éat da guza.
12Ha tûd ar ward a gomzaz out Jonatas hag oud hé floc’h, hag a lavaraz: Piñit étrézég enn-omp, hag é tiskouézimp d’é-hoc’h eunn dra. Ha Jonatas a lavaraz d’hé floc’h: Piñomp, deûz war va lerc’h: râg ann Aotrou en deûz hô lékéat étré daouarn Israel.
13Jonatas a biñaz éta ô krapa gan̄d hé zaouarn ha gan̄d hé dreid, hag hé floc’h war hé lerc’h. Evel-sé lôd a gouézaz dirâk Jonatas, hag hé floc’h a zeûé war hé lerc’h a lazé ar ré all.
14Hen-nez a oé ar c’hen̄ta gouli, é péhini Jonatas hag hé floc’h a lazaz war-drô ugen̄t dén, war eunn dachen zouar né oa két lédanoc’h éget ann han̄ter euz a eur park a zô daou éjenn évit arat enn eunn dervez. (T).
15Hag eur burzud a c’hoarvézaz er c’hamp ha war ar méaz: hag ar ré holl eûz ar gward a oa éat da breiza, a oé spoun̄tet-brâz, hag ar vrô a oé kéflusket: hag é c’hoarvézaz ével eur burzud a berz Doué.
16Évésidi Saül péré a oa é Gabaa Ben̄jamin a zellaz hag a wélaz eul lôd brâz a dûd gourvézet, ha lôd all a dec’hé tu-man̄ ha tu-hon̄t.
17Ha Saül a lavaraz d’ar ré a oa gan̄t-han̄: Klaskit ha gwélit piou a zô éat-kuît diouz-omp. Ha pa oé gréat ann en̄klask, é oé kavet pénaoz Jonatas hag hé floc’h na oan̄t két énô.
18Ha Saül a lavaraz da Akias: Tôsta oud arc’h Doué (râg arc’h Doué a oa énô neûzé gan̄t bugalé Israel.)
19Hag en̄dra ma komzé Saül oud ar bélek, é savaz eur safar brâz é kamp ar Filistined: kreski a réa a-nébeûd-é-nébeûd, hag her c’hlevet skiltroc’h. Ha Saül a lavaraz d’ar bélek: Tenn da zourn gan-éz.
20Ha Saül hag ann holl bobl a oa gan̄t-han̄ en em lékéaz da c’harmi hag ez éjon̄t bété léac’h ann emgann: ha chétu klézé pép-hini a oa trôet oud hé nésa, ha brâz é oé al lazérez.
21Ann Hébréed ivé péré a oa gan̄d ar Filistined abaoé nébeût hag hô dôa piñet d’hô c’hamp, a zistrôaz da gavout ann Israélited a oa gan̄t Saül ha Jonatas.
22Ann holl Israélited ivé, péré a oa en em guzet é ménez Éfraim, ô klevout pénaoz é téc’hé ar Filistined, en em zastumaz gan̄d hô zûd évit stourmi. Ha Saül en dôa gan̄t-han̄ war-drô dék mil dén.
23Hag ann Aotrou a ziboaniaz Israel enn deiz-zé; hag ann emgann a iéaz bété Bethaven,
24Hag ann Israélited en em zastumaz enn deiz-zé. Hôgen Saül a douaz ével-henn é hanô ar bobl: Milliget ra vézô ann dén a zébrô boéd abarz ar pardaez, kén na vézinn en em ven̄jet eûz va énébourien. Ha dén é-béd na zébraz boéd.
25Neûzé é teûjon̄t holl enn eur c’hoat, é péhini édô mél war c’horré ann douar.
26Ha pa oé éat ar bobl er c’hoat, é wélaz ar mél ô tivéra; hôgen dén na gasaz hé zourn d’hé c’hénou; râg ar bobl en dôa aoun râg al lé.
27Hôgen Jonatas n’en dôa két klévet hé dâd ô toui é hanô ar bobl: hag hén̄ a astennaz penn eur wialen a oa enn hé zourn, hag a zoubas anézhi enn eunn diren-vél: hag ô véza trôet hé zourn oud hé c’hénou, hé zaoulagad a skléraaz.
28Hag unan eûz ar bobl a lavaraz d’ézhan̄: Da dâd en deûz gwéstlet ar bobl dré lé, ô lavarout: Milliget ra vézô ann dén a zébrô boed hiriô (hôgen ar bobl a oa gwévet).
29Ha Jonatas a lavaraz: Va zâd en deûz kéflusket ar vrô: gwélet hoc’h eûz hoc’h-unan pénaoz eo bét skléréet va daoulagad, ô véza ma em eûz tan̄véet eunn nébeût eûz ar mél-zé.
30Pégémen̄t é vijé en em grévéet muioc’h ar bobl, ma en divijé débret eûz ar péz en deûz kavet é preiz hé énébourien? Ha na vé két bét brasoc’h gouli ar Filistined?
31Hag hî a dréc’haz ar Filistined enn deiz-zé adalek Mac’hmas bétég Ajalon. Hôgen ar bobl a oa skuîz-brâz:
32Hag hén̄ en em daolaz war ar preiz, a géméraz dén̄ved, hag éjenned, ha leûéou, hag a lazaz anézhô war ann douar: hag ar bobl hô débraz gan̄d ar goâd.
33Hôgen danévellet é oé kémen̄t-sé da Zaül, ô lavarout pénaoz ar bobl en dôa péc’het a-éneb ann Aotrou, ô tibri kig gan̄d ar goâd. Hag hén̄ a lavaraz: Torred eo bét al lézen gan-é-hoc’h: ruḻit aman̄ bréma eur méan brâz.
34Ha Saül a lavaraz c’hoaz: Id é-touez ar bobl ha livirit d’ézhô, ma tigasô pép-hini d’in hé éjenn hag hé dourz; ha lazit-hô aman̄, ha debrit, ha na béc’hot két a-éneb ann Aotrou ô tibri kig gan̄d ar goâd. Hag ar bobl holl a zigasaz pép hini hé éjenn gan̄d ann dourn béteg ann nôz; hag hî hô lazaz énô.
35Neûzé Saül a zavaz eunn aoter d’ann Aotrou; hag houn-nez eo ar gen̄ta aoter en deûz savet d’ann Aotrou:
36Ha Saül a lavaraz: En em strin̄komp hénôz war ar Filistined, ha dispennomp anézhô kén na c’houlaouô ann deiz, ha na lézomp hini anézhô. Hag ar bobl a lavaraz: Grâ ar péz a gavi mâd da ôber. Hag ar bélek a lavaraz: Tôstaomp aman̄ oud Doué.
37Ha Saül a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou: Ha mon̄d a rinn-me war-lerc’h ar Filistined? Hag hô lakaad a ri-dé étré daouarn Israel? Ha na respoun̄taz két d’ézhan̄ enn deiz-zé.
38Ha Saül a lavaraz: Tôstaid aman̄ holl bennou vrâz ar bobl; ha gwézit, ha gwélit dré biou eo deûet ar péc’hed-zé hiriô.
39Râk ével ma eo béô ann Aotrou, salver Israel, pa vé bét gréat gan̄t Jonatas va mâb, hép distol é varvô. Hag hini eûz ar bobl na zislavaraz anézhan̄ war gémen̄t-sé.
40Hag hen̄ a lavaraz da holl Israel: En em likiid holl enn eunn tû, ha mé gan̄t Jonatas, va mâb, en em likiinn enn tû all. Hag ar bobl a lavaraz da Zaül: Grâ ével ma kavi mâd da ôber.
41Ha Saül a lavaraz d’ann Aotrou, Doué Israel: Aotrou, Doué Israel, rô da anaout d’é-omp pérâk n’éc’h eûz két respoun̄tet hiriô d’as servicher? Mar d’-éma ar fallagriez-zé enn-oun pé é Jonatas, va mâb, diskouéz-hén̄: mar d-éma ar fallagriez enn da bobl, san̄téla hén̄; hag é kouézaz war Jonatas ha Saül. Hag ar bobl a oé kuit.
42Ha Saül a lavaraz: Taolit ar sort étré mé ha Jonatas, va mâb; hag é kouézaz war Jonatas.
43Hôgen Saül a lavaraz da Jonatas: Rô da anaout d’in pétrâ éc’h eûz gréat. Ha Jonatas hé rôaz da anaout d’ezhan̄, ô lavarout: Tan̄véet em eûz eunn nébeût mél war benn ar wialen a oa em dourn, ha chétu é varvinn.
44Ha Saül a lavaraz: Ra rai Doué d’in kémen̄t-sé ha c’hoaz ouc’h-penn, ma na varvez, Jonatas.
45Hag ar bobl a lavaraz da Zaül: Ha mervel a rafé Jonatas, goudé ma en deûz gréat eunn drâ ker brâz enn Israel? Na c’hoarvézô két kémen̄t-sé: Ével ma eo béô ann Aotrou, na gouézô két eur vléven eûz hé benn d’ann douar, râg gan̄d Doué en deûz labouret hiriô. Ar bobl éta a ziboaniaz Jonatas, hag a viraz na oé lazet.
46Neûzé Saül a iéaz-kuît, hép mon̄t mui war-lerc’h ar Filistined; hag ar Filistined a zistrôaz d’hô brô.
47Ha Saül goudé béza krévéet hé garg a roué war Israel, a stourmaz trô-war-drô a-éneb hé holl énébourien, a-énep Moab, hag a-énep mipien Ammon, hag a-énep Édom, hag a-énep rouéed Soba, hag a-éneb ar Filistined: hag é pé tû-bennâg é trôé, é oa ann tréac’h gan̄t-han̄.
48Hag ô véza strollet hé armé, é tréc’haz Amalek, hag é tennaz Israel eûz a zaouarn hé wasterien.
49Hôgen Saül en dôé tri mâb, Jonatas, ha Jessui, ha Melkisua; ha diou verc’h, a béré ann héna a oa hanvet Mérob hag ar iaouan̄ka Michol.
50Hag hanô grég Saül a oa Akinoam, merc’h Akimaas, hag hanô penn hé armé Abner, mâb Ner, éon̄tr Saül a berz tâd:
51Râk Kis a oé tâd Saül, ha Ner tâd Abner, mâb Abiel.
52Hôgen kalet é oé ar brézel a-éneb ar Filistined é holl zeisiou Saül. Ha kerken̄t ha ma wélé Saül eunn dén kré ha mâd évid ar brézel, é kéméré anézhan̄ gan̄t-han̄. ———— XV. PENNAD. Saül ô tizen̄ti ouc’h Doué a espern Roué ann Amalékited.