The Bible Software
Eil Levr Shmouel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr Shmouel 23

1David éta a biñaz ac’hanô hag a choumaz é lec’hiou kré é Engaddi.

2Ha pa oé distrôet Saül goudé béza bét war-lerc’h ar Filistined, é oé rôet da anaout kémen̄t-man̄ d’ézhan̄, ô lavarout: Chétu éma David é distrô Engaddi.

3Saül éta ô kémérout tri mil dén dilennet é-touez Israel holl a gerzas évit klaskout David hag hé dûd, bété war ar rec’hier ar ré c’harva, war béré na bin̄ néméd ar gevr-gwéz.

4Hag hén̄ a zeûaz da barkou dén̄ved a ioa war hé hen̄t: hag énô éz oa eur c’héô é péhini éz éaz Saül évit karza hé gôv: hôgen David hag hé dûd a oa kuzet é gwéled ar c’héô.

5Ha tûd David a lavaraz d’ézhan̄: Chétu ann deiz a béhini en deûz ann Aotrou lavaret d’id: Mé a lakai da énébour étré da zaouarn, évit ma ri d’ézhan̄ ével ma kiri. David éta a zavaz hag a drouc’haz gwestad béven rokéden Saül.

6Goudé-zé David en dôé keûz enn hé galoun da véza trouc’het béven rokedén Saül.

7Hag hén̄ a lavaraz d’hé dûd: Ra virô ann Aotrou na rajenn ann dra-zé d’am aotrou, da éôliet ann Aotrou, na lakajenn va dourn war-n-ézhan̄, ô véza ma eo éôliet ann Aotrou.

8Ha David a harzaz oud hé dûd gan̄d hé gomsiou; ha n’hô lézaz két da zével a-énep Saül: ha Saül a zavaz eûz ar c’héô hag a iéaz enn hé hen̄t.

9Hôgen David a zavaz ivé war hé lerc’h; hag ô véza éat er-méaz eûz ar c’héô, é c’harmaz adré d’ézhan̄, ô lavarout: Aotrou, va roué. Ha Saül a zistroaz da wélout: ha David oc’h en em strin̄ka d’ann douar, a azeûlaz,

10Hag a lavaraz da Zaül: Pérâg é sélaouez-té ar ré a lavar d’id: David a glask ann tû da ôber drouk d’id?

11Chétu hiriô hô deûz gwélet da zaoulagad, pénaoz en deûz ann Aotrou da lékéat étré va daouarn er c’héô. C’hoan̄t am eûz bét d’as laza (T); hôgen da espernet em eûz, ô véza ma em eûz lavaret: Na astenninn két va dourn war va aotrou, râg éôliet ann Aotrou eo.

12Gwél da-unan, va zâd, hag anavez béven da rokéden em dourn; ha pénaoz pa em eûz trouc’het béven da rokéden, né két fellet d’in astenna va dourn war-n-oud: sell ha gwél pénaoz n’eûz em dourn na drouk na fallagriez, ha n’em eûz két péc’het enn da énep; hôgen té a aoz spiou a-énep va buez, évid hé lémél digan-en.

13Ra varnô ann Aotrou étré mé ha té, ha ra ven̄jô ann Aotrou ac’hanoun diouz-id: hôgen na zavô két va dourn war-n-oud.

14Diouc’h al lavar kôz: eûz ar ré fallâgr é teû ar fallagriez: na zavô ket éta va dourn war-n-oud.

15War-lerc’h piou éz éz, roué Israel? War-lerc’h piou éz éz? War-lerc’h eur c’hi marô éz éz, ha war-lerc’h eur c’hoanen.

16Ra vézô ann Aotrou barner ha ra varnô étré mé ha té: ra zellô ha ra varnô va zra-mé, ha ra dennô ac’hanoun eûz da zaouarn.

17Hôgen goudé m’en dôé David komzet ével-sé out Saül, é lavaraz Saül d’ézhan̄: Ha né két houn-nez da vouéz, va mâb David? Ha Saül a zavaz hé vouéz enn eur wéla.

18Hag hén̄ a lavaraz da Zavid: Gwelloc’h oud égéd-oun: râk n’éc’h eûz gréat némét vâd d’in, ha n’em eûz gréat néméd drouk d’id.

19Ha té éc’h eûz diskouézet hiriô ar mâd éc’h eûz gréad d’in, pa en deûz ann Aotrou va lékéat étré da zaouarn, ha n’éc’h eûz két va lazet.

20Râk piou eo ann hini a gâv hé énébour, hag hé lez da von̄t enn hé hen̄t héb ôber drouk d’ézhan̄? (T). Ra zistolô d’id ann Aotrou ann drugarez éc’h eûz bét em c’hén̄ver enn deiz-man̄.

21Hag ô véza ma ouzoun ervâd a-vréma pénaoz é tléez réna, ha ma vézô enn da zourn rouan̄télez Israel,

22Tou d’in dré ann Aotrou pénaoz na zispenni két va gwenn em goudé, ha na denni két va hanô eûz a dî va zâd.

23Ha David hé douaz da Zaül. Saül éta a zistrôaz d’hé dî; ha David hag hé dûd a biñaz é lec’hiou kréva. ———— XXV. PENNAD. Marô Samuel. David a zimez gand Abigail ha gan̄d Ac’hinoam.

← Eil Levr Shmouel 22Read In The App, Free →Eil Levr Shmouel 24 →

Study Eil Levr Shmouel 23

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031