The Bible Software
Eil Levr Shmouel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr Shmouel 5

1Arc’h ann Aotrou a oa bét seiz miz é brô ar Filistined.

2Hag ar Fiiistined a c’halvaz ar véleien hag ann diouganerien, hag a lavaraz d’ézhô: Pétrâ a raimp-ni eûz a arc’h ann Aotrou? Diskouezit d’é-omp pénaoz é kasimp anézhi adarré d’hé léac’h. Hag hî a lavaraz:

3Mar kasit-kuît arc’h Doué Israel, n’hé c’hasit két goullô; hôgen rôit ar péz a dléit d’ézhan̄ évid hô péc’hed, ha neûzé é iac’héot; hag é wiot pérâk na zistrô két hé zourn diwar-n-hoc’h.

4Hag hî a lavaraz: Pétrâ a dléomp-ni da rei d’ézhan̄ évid hor péc’hed? Hag ar ré all a lavaraz:

5Grît pemp réor aour ha pemp raz aour, hervez ann niver eûz a brovin̄sou ar Filistined; râg eunn hévélep gouli a zô deûet war-n-hoc’h holl ha war hô prin̄sed. Obér a réod éta skeûdennou hô réoriou, ha skeûdennou ar razed hô deûz gwastet hô touar; hag é rôot gloar da Zoué Israel, ha martézé é tennô hé zourn diwar-n-hoc’h, diwar hô touéed ha diwar hô touar.

6Pérâg é pounérait-hu hô kalounou, ével ann Éjiptianed, hag ével ma pounéraaz Faraon hé galoun? Goudé ma oa bét skôet, ha n’hô c’hasaz két kuît, ha n’hô lézaz két da von̄t?

7Kémérid éta bréma eur c’harr a vézô bét gréat névez gan-é-hoc’h: ha sternit oud ar c’harr diou vioc’h alet, war béré n’eo két bét lékéat ar iéô ken̄t, ha dalc’hit hô leûéou enn tî.

8Kémérid arc’h ann Aotrou, ha likit-hi war ar c’harr, ha goudé béza lékéat enn eunn tû anézhan̄ enn eur skrin, ar skeûdennou aour hô pézô kenniget évid hô péc’hed, list-hi da von̄t.

9Ha likid évez: Mar pîñ dré ann hen̄t a ia d’hé vrô hé-unan étrézé Betsamez, eo hén̄ en deûz gréat d’é-omp ann drouk brâz-zé: ha ma né d-â két dî, é wézimp pénaoz né két hé zourn en deûz skôet gan-é-omp, hôgen ma eo c’hoarvézet kémen̄t-sé dré zarvoud.

10Ar ré-man̄ a réaz éta enn doaré-zé: hag ô kémérout diou vioc’h ô vaga hô léuéou gan̄t hô léaz, é sternchon̄t anézhô oud ar c’harr, hag é talc’hon̄t al leûéou enn tî:

11Hag é lékéjon̄t arc’h Doué war ar c’harr, hag ar skrîn é péhini édô ar razed aour ha skeûdennou ar réoriou.

12Hôgen ann diou vioc’h a iéaz râg-éeun, dré ann hen̄t a gâs da Vetsamez; hag hî a iéa a zoug hô chamm, enn eur gerzout hag enn eur vléja; ha na drôen̄t nag a zéou nag a gleiz: ha prin̄sed ar Filistined a iéaz war hô lerc’h bétég harzou Betsamez.

13Hôgen tûd Betsamez a védé ar gwiniz enn draon̄ien: hag ô véza savet hô daoulagad é wélchon̄t ann arc’h, hag en em laouénéchon̄t oc’h hé gwélout.

14Hag ar c’harr a zeûaz é park Jozué ar Betsamit, hag a choumaz énô. Hôgen béz’ éz oa énô eur méan brâz. Hag hî ô véza trouc’het a dammou koat ar c’harr, a lékéaz war-n-ézhan̄ ann diou vioc’h évit kenniga ar sakrifiz-losk d’ann Aotrou.

15Hôgen al Lévited a ziskennaz arc’h Doué, hag ar skrîn a oa enn hé c’hichen, é péhini édô ar skeûdennou aour, hag é lékéjon̄t anézhô war ar méan brâz. Hag ar Vetsamited a gennigaz enn deiz-zé sakrifisou-losk ha viktimou d’ann Aotrou.

16Hag ar pemp prin̄s ar Filistined, goudé béza gwélet kémen̄t-sé a zistrôaz da Akkaron enn deiz-zé.

17Chétu aman̄ ar réoriou aour a gennigaz ar Filistined évid hô féc’hed: Azot unan, Gaza unan, Askalon unan, Gét unan, Akkaron unan:

18Ha razed aour hervez ann niver eûz a geriou ar Filistined, er pemp provin̄s, adaleg ar c’heriou muriet bétég ar bourc’hiou divur, ha bétég ar méan brâz Abel, war béhini hô dôa lékéat arc’h ann Aotrou, hag a zô c’hoaz hiriô é park Jozué ar Betsamit.

19Hôgen ann Aotrou a skôaz war dûd Betsamez, ô véza m’hô dôa sellet oud arc’h ann Aotrou; skei a réaz war zék dén ha tri-ugen̄t eûz ar ré-vrâz, ha war han̄ter-kan̄t mil dén eûz ar ré vihan eûz ar bobl. Hag ar bobl a wélaz, ô véza m’en dôa ann Aotrou skôet gan̄t-hô gan̄d eur gouli ker brâz.

20Ha tûd Betsamez a lavaraz: Piou a hellô choum enn hé zâ dirâg ann Aotrou-zé, ann Doué san̄t-zé? Hag é tî péhini ac’hanomp é piñô-hén̄?

21Hag hî a gasaz kannaded étrézé tûd Kariatiarim évit lavarout d’ézhô: Ar Filistined hô deûz digaset arc’h ann Aotrou, diskennit, ha kasit-hi gan-é-hoc’h. ———— VII. PENNAD. Kâs a réeur ann arc’h da Gariatiarim. Ar Filistined a zô trec’het.

← Eil Levr Shmouel 4Read In The App, Free →Eil Levr Shmouel 6 →

Study Eil Levr Shmouel 5

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031