The Bible Software
Eil Levr Shmouel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr Shmouel 19

1Hôgen David a iéaz-kuît eûz a Najot, léz Ramata, hag a zeûaz da gomza out Jonatas, ô lavarout: Pétrâ em eûz-mé gréat? Pétrâ eo va fallagriez, ha pétrâ eo va féc’hed a-énep da dâd, ma teû da glask va buez?

2Ha Jonatas a lavaraz d’ézhan̄: Doué ra virô; na varvi két, râk va zâd na ra nétrâ, na brâz na bihan, héb hé lavarout d’in. Hag ann dra-zé hép-kén en défé-hén̄ kuzet d’in? Na c’hoarvézô két kémen̄t-sé.

3Hag hén̄ a douaz adarré da Zavid. Ha David a lavaraz d’ézhan̄: Da dâd a oar ervâd pénaoz em eûz kavet grâs dirâk da zaoulagad; hag hén̄ en dévézô lavaret: Na wézet két Jonataz kémen̄t-man̄, gan̄d aoun na zeûjé da c’hlac’hari. Râk ével ma eo béô ann Aotrou, ha ma eo béô da éné, n’éz eûz (évid hé lavarout) néméd eur c’hammed étré mé hag ar marô.

4Ha Jonatas a lavaraz da Zavid: Kémen̄d a liviri d’in a rinn évid-oud.

5Ha David a lavaraz da Jonatas: War-c’hoaz éma ar c’hen̄ta eûz ar mîz, ha mé a zô boazet da azéza e-kichen ar roué évid dibri: va lez éta da guza enn eur park bété pardaez ann trédé deiz.

6Mar teû da dâd da zellout ha da c’houlenn ac’hanoun, é liviri d’ézhan̄: Goulennet en deûz David digan-én̄ va aotré évit mon̄t buan da Vétléhem hé géar, ô véza ma éz eûz énô eur sakrifiz liduz évid holl ré hé vreûriez.

7Ma lavar-hén̄: Mâd; ar péoc’h a vézô gan̄d da zervicher: hôgen mar sâv droug enn-han̄, gwéz pénaoz eo krenn hé zrougiez.

8Grâ éta ann drugarez-man̄ é-kén̄ver da zervicher, pa éc’h eûz lékéat kévrédigez ann Aotrou étré té ha da zervicher; ma éz eûz eur fallagriez-bennâg enn-oun, va lâz ha n’am c’has két dirâk da dâd.

9Ha Jonatas a lavaraz d’ézhan̄: Doué ra virô kémen̄t-sé diouz-id: râk ma anavézann pénaoz eo direiz drougiez va zâd ouz-id, her rôinn évit-gwir da anaout d’id.

10Ha David a lavaraz da Jonatas: Piou hé rôi da anaoud d’in, ma lavar d’id da dâd eunn dra c’harô em énep?

11Ha Jonatas a lavaraz da Zavid: Deûz, ha déomp war ar méaz. Ha pa oen̄t éat hô-daou er méaz,

12É lavaraz Jonataz da Zavid: Aotrou, Doué Israel, ma hellann anaout ménoz va zâd war-c’hoaz pé goudé war-c’hoaz, ha mar béz eunn dra-bennâg a vâd é-gounid David; ma na gasann két d’id râk-tâl, ha ma n’hé rôann da anaoud d’id,

13Ra rai ann Aotrou kémen̄t-sé hag ouc’h-penn da Jonatas. Hôgen ma ken̄dalc’h va zâd hé zrougiez ouz-id, her rôinn da anaoud d’id, hag az lézinn da von̄t-kuît, évit m’az î é péoc’h ha ma vézô ann Aotrou ganéz, ével ma eo bét gan̄t va zâd.

14Ha mar bévann, é rî d’in trugarez ann Aotrou: ha mar bézann marô,

15Na denni két da drugarez diwar va zî da-vikenn, pa en dévézô ann Aotrou diskolpet énébourien David diwar ann douar bétég ann divéza. Ra vézô tennet Jonatas eûz hé dî, ha ra vézô tennet David gan̄d ann Aotrou eûz a zaouarn hé énébourien.

16Jonatas a réaz éta kévrédigez gan̄t tî David; hag ann Aotrou a dennaz David eûz a zaouarn hé énébourien.

17Ha Jonatas a réaz ivé da Zavid toui d’ézhan̄, ô véza ma karé anézhan̄; râg hé garout a réa ével hé éné.

18Ha Jonatas a lavaraz d’ézhan̄: War-c’hoaz éma ar c’hen̄ta eûz ar miz, hag é vézi klasket:

19Râk da gador a vézô goullô a-héd daou zervez. Neûzé é tiskenni buan hag é teûi d’al léac’h é péhini é tléez béza kuzet d’ann deiz é péhini é helleur laboura; hag éc’h azezi é-tâl ar méan a zô hanvet Ézel.

20Ha mé a laoskô tri zenn bir (T) out-han̄, ével ma fellfé d’in tenna d’ar gwenn.

21Neûzé é kasinn eur paotr hag é livirinn d’ézhan̄: Kéa, ha digas d’in va birou.

22Ma lavarann d’ar paotr: Chétu ar birou a zô enn tû-man̄ d’id, digas anézhô d’in: deûz d’am c’havout, rag ar péoc’h a zô d’id ha n’eûz droug é-béd, ével ma eo béô ann Aotrou. Hôgen ma lavarann ével-henn d’ar paotr: Chétu ar birou a zô enn tû all d’id: kéa é péoc’h, rag ann Aotrou az kâs-kuît.

23Hôgen é-kén̄ver ar gér hon eûz lavaret mé ha té, ra vézô ann Aotrou étré mé ha té da-vikenn.

24David éta en em guzaz er park; hag ar c’hen̄ta eûz ar mîz ô véza deûet, ar roué a azézaz évid dibri boéd.

25Ha pa oé azézet ar roué, hervez hé voaz, war hé gador a oa oud ar vôger, é savaz Jonatas hag éc’h azézaz Abner é-kichen Saül; ha léac’h David a choumaz goullô.

26Ha Saül na lavaraz nétrâ enn deiz-zé: râg hén̄ a grédé éz oa martézé c’hoarvézet da Zavid pénaoz né oa na glân na glanet.

27Ha pa zeûaz ann eil dervez eûz ar mîz, e oé c’hoaz gwélet goullô léac’h David. Ha Saül a lavaraz da Jonatas hé vâb: Pérâk né két deûet da zibri mâb Isai, na déac’h nag hiriô?

28Ha Jonatas a lavaraz da Zaül: Va fédet en deûz stard d’hé lézel da von̄t da Vétléhem,

29O lavarout: Va lez da von̄t, râg eur sakrifiz liduz a zô enn hor c’héar, hag unan eûz va breûdeûr a zô deûet d’am c’herc’hout: bréma éta ma em eûz kavet grâs dirâk da zaoulagad, éz inn buan hag é wélinn va breûdeûr. Évit-sé eo né két deûet out taol ar roué.

30Neûzé Saül ô sével droug enn-han̄ out Jonatas, a lavaraz dézhan̄: Mâb kast, ha na ouzoun-mé két pénaoz é karez mâb Isai, enn da véz hag é méz mézégez da vamm?

31Râk keit ha ma vévô mâb Isai war ann douar, na vézi két diwallet na da rouan̄télez. Râk-sé laka hé gerc’hout bréman̄ ha digas-hén̄ d’in; râk réd eo d’ézhan̄ mervel.

32Ha Jonatas a lavaraz da Zaül, hé dâd: Pérâg é varvô-hén̄? Pétrâ en deûz-hén̄ gréat?

33Ha Saül a grôgaz enn eur waf évit skei gan̄t-han̄. Ha Jonatas a anavézaz pénaoz en dôa hé dâd lékéat enn hé benn laza David.

34Jonatas a zavaz éta diouc’h taol, hag eunn drouk brâz enn-han̄, ha na zebraz két a voéd enn eil dervez eûz ar mîz; râk glac’haret é oa diwar-benn David, ô véza m’en dôa hé dâd hé vézékéet.

35Ha da c’houlou-deiz é teûaz Jonatas d’ar park ével ma oa en em glévet gan̄d David, hag eur paotr bihan gan̄t-han̄.

36Hag hén̄ a lavaraz d’hé baotr: Kéa, ha digas d’in ar birou a denninn. Ha pa en dôé rédet ar paotr, é tennaz eur vir all enn tû all d’ar paotr.

37Ha pa oé deûet ar bugel d’al léac’h é péhini édô ar gen̄ta vir en dôa tennet Jonatas, é c’harmaz Jonatas adré d’ézhan̄ hag é lavaraz: Chétu éma ar vir enn tû all d’id.

38Ha Jonatas a c’harmaz adarré adré ar paotr, ô lavarout: Hast affô ha na zalé két. Paotr Jonatas a zastumaz éta ar birou hag hô digasaz d’hé vestr.

39Hag ar paotr na wié é nép doaré ar péz a réad; Jonatas ha David hép-kén̄ a wié ann drâ.

40Neûzé Jonatas a rôaz hé armou d’ar paotr hag a lavaraz d’ézhan̄: Kéa, ha kâs ann drâ-man̄ da géar.

41Ha pa oé éat-kuît ar paotr, David a zavaz eûz al léac’h ma édô a oa trôet oud ar c’hrésteiz, hag ô véza en em strin̄ket d’ann douar, éc’h azeûlaz teir gwéach: hag ô poka ann eil d’é-gilé, en em lékéjon̄t da wéla hô-daou, ha David c’hoaz muioc’h.

42Ha Jonatas a lavaraz da Zavid: Kéa é péoc’h: kémen̄d hon eûz touet hon-daou é hanô ann Aotrou, ô lavarout: Ra vézô ann Aotrou étré mé ha té, hag étré va gwenn ha da wenn, ra badô da-vikenn.

43Ha David a zavaz hag a iéaz-kuît, ha Jonatas a zistrôaz da géar. ———— XXI. PENNAD. David a ia da Nobé. Ac’hanô en em denn da di Akis, roué Get.

← Eil Levr Shmouel 18Read In The App, Free →Eil Levr Shmouel 20 →

Study Eil Levr Shmouel 19

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031