Eil Levr Shmouel 30
1Hôgen ar Filistined a stourmaz oud Israel: ha tûd Israel a déc’haz dirâg ar Filistined, hag eul lôd brâz anézhô a oé lazet war vénez Gelboé.
2Hag ar Filistined en em daolaz war Zaül ha war hé vipien; hag hî a lazaz Jonatas, hag Abinadab, ha Melkima, mipien Saül.
3Hag holl boéz ann emgann a drôaz war Zaül: hag ar warégerien a dizaz anézhan̄, hag hén̄ a oé glazet-brâz gan̄d ar warégerien.
4Ha Saül a lavaraz d’hé floc’h: Dic’houin da glézé ha lâz ac’hanoun, gan̄d aoun na zeûfé ar ré zienwadet-zé d’am laza ha da ôber goab ac’hanoun. Hôgen hé floc’h, spoun̄tet-brâz, na fellaz két d’ézhan̄ hen ôber: Saül éta a géméraz hé glézé, hag en em daolaz war-n-ézhan̄.
5Pa wélaz hé floc’h pénaoz é oa marô Saül, en em daolaz ivé war hé glézé hé-unan hag é varvaz gan̄t-han̄.
6Saül éta a varvaz, hag hé dri vâb, hag hé floc’h, ha kémen̄t dén a ioa gan̄t-han̄ enn deiz-zé. (T).
7Hôgen pa wélaz tûd Israel, ar ré a oa enn tû all d’ann draon̄ien, pé enn tû all d’ar Jourdan, pénaoz é oa téc’het tûd Israel ha pénaoz é oa marô Saül hag hé vipien, é tilezchon̄t hô c’heriou hag é tec’hchon̄t: hag ar Filistined a zeûaz hag a choumaz enn-hô.
8An̄trônôz pa zeûaz ar Filistined évid diwiska ar ré a ioa bét lazet, é kavchon̄t Saül hag hé dri vâb gourvézet war vénez Gelboé.
9Hag hî a drouc’haz penn Saül, hag a géméraz hé armou digan̄t-han̄: hag hî a gasaz dré holl vrô ar Filistined, évit embanna kémen̄t-sé é templ ann idolou hag é-touez ar bobl.
10Lakaad a réjon̄t armou Saül é templ Astarot, hag é krougchon̄t hé gorf out mûr Betsan.
11Pa glévaz tûd Jabez-Galaad ar péz hô dôa gréat ar Filistined da Zaül,
12Ar ré galounéka anézhô a zavaz hag a gerzaz héd ann nôz, hag a géméraz korf-marô Saül ha korfou-marô hé vipien, a oa out mûr Belsan; hag hî a zeûaz da Jabez-Galaad hag hô loskaz énô.
13Hag hî a géméraz hô eskern, hag a vésiaz anézhô é koat Jabez, hag a iunaz é-pâd seiz dervez. ————