Eil Levr Shmouel 24
1Hôgen Samuel a varvaz, hag holl Israel en em strollaz, hag a wélaz anézhan̄; hag hî a vésiaz anézhan̄ enn hé dî é Ramata. Ha David a zavaz, hag a ziskennaz da zistrô Faran.
2Hôgen béz’ éz oa eunn dén é distrô Maon, péhini en dôa hé vadou war ar C’harmel: pinvidik-brâz é oa ann dén-zé; tri mil dan̄vad ha mil gavr en dôa: ha c’hoarvézoud a réaz ma touzaz hé zén̄ved war ar C’harmel.
3Hanô ann dén-zé a oa Nabal, hag hanô hé c’hrég Abigail: ar c’hrég-zé a oa fûr ha kaer; hôgen hé ozac’h a oa kalet, ha drouk, ha fallagr. Eûz a wenn Kaleb é oa.
4Pa glévaz David enn distrô pénaoz Nabal a douzé hé zén̄ved,
5E kasaz dék paotr-iaouan̄k, hag é lavaraz d’ézhô: Piñit war ar C’harmel, hag îd da gavout Nabal, ha saludit-hén̄ gan̄t péoc’h em hanô:
6Ha livirit d’ézhan̄: Ra vezô ar péoc’h d’am breûdeûr ha d’id; ra vézô ar péoc’h d’as tî, ra vézô ar peoc’h da gémen̄d éc’h eûz.
7Kléved em eûz pénaoz da vugelien péré a oa gan-é-omp enn distrô a zô ô touza da zén̄ved: biskoaz n’hon eûz hô heskinet, ha biskoaz n’eo bét dian̄ket hini eûz hô dén̄ved, é-keit ma in̄t bét gan-é-omp war ar C’harmel.
8Goulenn-hén̄ digan̄d da dûd, hag hî hel lavarô d’id. Hôgen bréma ra gavô da zervicherien trugarez dirâk da zaoulagad; râg enn eunn deiz mâd é teûomp: rô d’as servicherien, ha da Zavid, da vâb, ar péz en em gavô dindân da zourn.
9Pa oé deûet paotred David, é léverchon̄t kémen̄t-sé da Nabal é hanô David; hag é tavchon̄t.
10Hôgen Nabal ô komza out paotred David, a lavaraz: Piou eo David? Ha piou eo mâb Isai? Kalz a zervicheriena zô hiriô hag a dec’h diouc’h hô mistri.
11Ha kéméroud a rinn-mé va bara, ha va dour, ha kîg al loéned em eûz lazet évit va douzerien, évid hô rei da dûd ha na ouzoun a béléac’h in̄t?
12Paotred David a zistrôaz enn hô hen̄t, ha pa oen̄t deûet d’hé gavout, é léverchon̄t d’ézhan̄ kémen̄d en dôa lavaret Nabal d’ézhô.
13Neûzé David a lavaraz d’hé dûd: Gourizet pép-hini hé glézé. Ha pép-hini a c’hourizaz hé glézé; ha David ivé a c’hourizaz hé glezé: ha war-drô pévar c’han̄t dén a iéaz da heûl David; ha daou c’han̄t a choumaz gan̄d ar pakadou.
14Hôgen unan eûz a zervicherien Nabal a zeûaz da lavarout da Abigail, hé c’hrég: Chétu David en deûz kaset kannaded eûz ann distrô, évid ôber hé c’hourc’hémennou d’hon aotrou: hag hén̄ en deûz hô distolet gan̄t garven̄tez.
15Ann dûd-zé a zô bét mâd enn hor c’hén̄ver, ha n’hô deûz két hon heskinet: ha n’hon eûz kollet nétrâ, é-keit ha ma hon eûz kerzet gan̄t-hô enn distrô:
16Ével eur vôger in̄t bét évid-omp kerkouls enn nôz ével enn deiz, é-keit ha ma hon eûz kaset hon dén̄ved da beûri enn hô c’hreiz.
17Dré-zé gwél ha sonj pétrâ a rî: râg é c’hoarvézô droug a-énep da ozac’h hag a-énep da dî; râk mâb Bélial eo, enn hévélep doaré na hell dén komza out-han̄.
18Abigail éta a hastaz affô, hag a géméraz daou c’han̄t bara, ha daou bouc’h-kenn gwîn, ha pemp tourz poaz, ha pemp boézellad bleûd, ha kan̄t pakad rezin séac’h, ha daou c’han̄t gon̄vor fiez; hag hî hô lékéaz war azéned;
19Hag hî a lavaraz d’hé faotred: Id em raok, chétu éz ann war hô lerc’h; hôgen na lavaraz két ann dra-man̄ da Nabal, hé ozac’h.
20Pa oé éta piñet-hî war eunn azen, ha pa ziskenné out troad ar ménez, David hag hé dûd a ziskenné ivé râg-énep d’ézhi: hag hî en em gavaz gan̄t-hô.
21Ha David a lavaré: Enn-aner eo em eûz miret enn distrô kémen̄d a oa d’ann dén-zé, ha n’eo bét kollet nétrâ eûz ar péz a ioa d’ézhan̄, pa zistol-hén̄ d’in ann droug évid ar mâd.
22Ra rai Doué kémen̄t-sé hag ouc’h-penn da énébourien David, ma lézann nétrâ a-benn ar min̄tin é béô eûz a gémen̄d a zô d’ézhan̄, ma lézann zô-kén eur c’hi.
23Hôgen Abigail pa wélaz David, éc’h hastaz affô hag é tiskennaz diwar hé azen, hag en em strin̄kaz war hé génou dirâk David, hag éc’h azeûlaz trôet ouc’h ann douar; 2%. Hag oc’h en em deûrel é-c’harz hé dreid, é lavaraz-hi: Ra gouézô war-n-oun, va aotrou, ar fallagriez-zé: lez, mé az péd, da vatez da gomza ouz-id; ha sélaou komziou da blâc’h.
25Na lékéet két, mé az péd, va aotrou ha va roué hé galoun war Nabal ann dén fallagr; râg ével ma eo foll hé hanô, ar follen̄tez a zô ivé gan̄t-han̄: hôgen mé, da vatez, ô va aotrou, n’em eûz két gwélet ar baotred éc’h eûz digaset.
26Bréma éta, ô va aotrou, ével ma eo béô ann Aotrou ha ma eo béô da éné, péhini en deûz miret ouz-id na zeûjez da skuḻa goâd, hag en deûz dalc’het da zourn d’id; ra zeûi bréma da énébourien, péré a glask ann tû da ôber drouk d’am aotrou, da véza hén̄vel out Nabal.
27Râk-sé kémer ann traou-man̄ a zigas da vatez d’id, va aotrou, ha rô ivé d’ar baotred a zô war-lerc’h va aotrou.
28Distol ar fallagriez d’as vatez; râg ann Aotrou a rai d’id eunn ti féal, ô véza, va aotrou, ma stourmez évid ann Aotrou; ha na vézô két kavet a zrougiez enn-oud é-keit ha ma vévi.
29Mar sâv biskoaz dén évid da heskina hag évit klask da vuez, buez va aotrou ra vézô miret ével é bôden ar ré véô, gan̄d ann Aotrou da Zoué: hôgen buez da énébourien ra vézô trôet ével eur gourven̄ten hag ével eur vatalm.
30Pa en dévézô éta gréat ann Aotrou d’id, ô va aotrou, kémen̄t mâd en deûz lavaret é rôjé d’id, ha ma en dévézô da lékéat da benn war Israel,
31Na vézô két da en̄krez ha da rébech é kaloun va aotrou, béza bét skuḻet gwâd dinam, pé beza bét en em ven̄jet hé-unan: ha pa en dévézô Doué gréat vâd d’am aotrou, ez pézô koun eûz da vatez.
32Ha David a lavaraz da Abigail: Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué Israel, péhini en deûz da zigaset hiriô em raok; ha benniget ra vézô da lavar;
33Ha benniget ra vézi da-unan, té péhini éc’h eûz miret ouz-in na skuḻfenn goâd, ha n’en em ven̄chenn gan̄t va dourn va-unan.
34Panéved se, ével ma eo béô ann Aotrou, Doué Israel, péhini en deûz miret ouz-in na rajenn drouk d’id; ma na vijez deûet buan em raok, na vijé choumet nétrâ é-béô da Nabal a-benn ar min̄tin, na vijé két choumet zô-kén eur c’hi.
35David éta a géméraz eûz hé dourn kémen̄d é dôa digaset d’ézhan̄, hag a lavaraz d’ézhi: Kéa é péoc’h enn da dî; chétu em eûz sélaouet da vouéz hag em eûz énoret da zremm.
36Neûzé Abigail a zistrôaz étrézé Nabal: ha chétu en dôa hén̄ eur banvez enn hé dî, ével banvez eur roué, ha kaloun Nabal a oa laouen-brâz, râg gwall vezô é oa: hag hî na lavaraz gér é-béd d’ézhan̄, na bihan na brâz, kén na oé deûet ar min̄tin.
37Hôgen da c’houlou-deiz pa en dôé Nabal mouget hé wîn, é lavaraz hé c’hreg kémen̄t-sé d’ézhan̄. Hag hé galoun a zeûaz ével marô enn-han̄, hag hén̄ a zeûaz ével eur méan.
38Hag a-benn dék dervez, ann Aotrou a skôaz gan̄t Nabal, hag hén̄ a varvaz.
39Pa glévaz David pénaoz é oa marô Nabal, é lavaraz: Benniget ra vézô ann Aotrou péhini en deûz barnet abek va dismegan̄s a berz Nabal, péhini en deûz miret a zroug hé zervicher; râg ann Aotrou en deûz lékéat da gouéza drougiez Nabal war hé benn hé-unan. David a gasaz neûzé étrézég Abigail, évid hé goulenni da c’hrég d’ézhan̄.
40Paotred David a zeûaz éta da gavout Abigail war ar C’harmel, hag a gomzaz out-hî, ô lavarout: David en deûz hon digaset étrézég enn-oud, évid da c’houlenni da c’hrég d’ézhan̄.
41Hag hî en em strin̄kaz war he génou d’an douar, hag a lavaraz: Chétu da blac’h a zô da vatez évit gwalc’hi treid servicherien va aotrou.
42Hag Abigail a zavaz buan hag a biñaz war eunn azen, ha pemp plac’h a iéa war-droad war hé lerc’h: hag hî a heûliaz kannaded David hag a iéaz da c’hrég d’ézhan̄.
43David a géméraz ivé Ac’hinoam eûz a Jezrael, hag hî hô-diou a oé da c’hragez d’ézhan̄.
44Hôgen Saül a rôaz Michol hé verc’h, grég David, da Falti, mâb Lais, péhini a oa eûz a C’hallim. ———— XXVI. PENNAD. David ô véza éat é-pâd ann nôz é telt Saül, a gâs gan̄t-han̄ hé wâf hag hé gôp.