Eil Levr Shmouel 11
1Hôgen Samuel a lavaraz da Israel holl: Chétu em eûz sélaouet hô mouéz, é kémen̄d hoc’h eûz goulennet digan-én̄; ha lékéat em eûz eur roué war-n-hoc’h.
2Ha bréman̄ é kerz eur roué enn hô raok. Hôgen mé zô kôz hag é wenna va fenn; ha chétu va mipien a zô gan-é-hoc’h. Bévet em eûz enn hô touez adalek va iaouan̄kiz bété vréma, ha chétu ounn daré.
3Testénit diwar va fenn dirâg ann Aotrou ha dirâg hé éôliet, ma em eûz kéméret éjenn eur ré, pé hé azen: ma em eûz tamallet dén e gaou, ma em eûz gwall gaset dén, ma em eûz kéméret rôou digan̄t den; ha mé a zisprizô hiriô kémen̄t-sé, hag hé zistolô d’é-hoc’h.
4Hag hî a lavaraz: N’éc’h eûz két hon tamallet; n’éc’h eûz két hor gwall gaset; n’éc’h eûz kéméret nétrâ digan̄t dén ébéd.
5Hag hén̄ a lavaraz dézhô: Tést eo ann Aotrou enn hoc’h-énep, ha tést eo hé éôliet enn deiz-man̄, pénaoz n’hoc’h eûz kavet nétrâ étré va daouarn. Hag hî a lavaraz: Tést eo.
6Ha Samuel a lavaraz d’ar bobl: Ann Aotrou eo, péhini en deûz gréat Moizez hag Aaron, hag en deûz tennet hô tadou eûz a zouar ann Éjipt.
7Savid éta bréma évit ma hô kalvinn é barn dirâg ann Aotrou, évid ann holl drugarézou en deûz bét enn hô kén̄ver hag é-kén̄ver hô tadou.
8Pa oé deûet Jakob enn Éjipt, ha pa c’harmaz hô tadou étrézég ann Aotrou, ann Aotrou a gasaz Moizez hag Aaron, a dennaz hô tadou eûz ann Éjipt hag a lékéaz anézhô el léac’h-man̄.
9Ha pa an̄kounac’héchon̄t ann Aotrou hô Doué, é lékéaz anézhô étré daouarn Sisara, mestr armé Hasor, hag étré daouarn ar Filistined, hag étré daouarn roué Moab, péré a stourmaz out-hô.
10Hôgen goudé-zé é c’harmchon̄t étrézég ann Aotrou, hag é léverchon̄t: Péc’het hon eûz ô véza ma hon eûz dilézet ann Aotrou, ha ma hon eûz servichet Baalim hag Astarot: hôgen bréma tenn ac’hanomp eûz a zaouarn hon énébourien, hag é servichimp ac’hanod.
11Hag ann Aotrou a gasaz Jérobaal, ha Badan, ha Jefté, ha Samuel, hag a dennaz ac’hanoc’h eûz a zaouarn hoc’h énébourien war hô trô, hag oc’h choumet é fisian̄s.
12Hôgen pa wélchoc’h pénaoz Naas, roué bugalé Ammon, a zeûé enn hoc’h énep, hoc’h eûz lavaret d’in: A néb hen̄t, hôgen eur roué a rénô ac’hanomp; pétrâ-bennâg ma réné ann Aotrou ac’hanoc’h.
13Bréma éta hoc’h eûz hô roué a zô bét dibabet gan-é-hoc’h, a zô bét goulennet gan-é-hoc’h. Chétu en deûz rôet ann Aotrou eur roué d’é-hoc’h.
14Mar doujit ann Aotrou ha mar servichit anézhan̄, mar sélaouit hé vouéz, ha ma na zavit két a-énep gér ann Aotrou, c’houi a vézô, hag ar roué a rén ac’hanoc’h, war heûl ann Aotrou, hô Toué.
15Hôgen ma na zélaouit két mouéz ann Aotrou, ha ma savit a-énep hé c’hér, dourn ann Aotrou a vézô war-n-hoc’h ével m’eo bét war hô tadou.
16Hôgen bréma savit, ha sellit oud ann dra vrâz éma ann Aotrou oc’h ôber dirâg hô taoulagad.
17Ha né két hiriô é védeur ar gwiniz? Mé a c’halvô ann Aotrou, hag hén̄ a zigasô kurun ha glaô: évit ma teûfac’h da c’houzout ha da wélout péger brâz eo dirâg ann Aotrou ann droug hoc’h eûz gréat ô c’houlenn eur roué évid-hoc’h.
18Ha Samuel a c’harmaz oud ann Aotrou, hag ann Aotrou a zigasaz kurun ha glaô enn deiz-zé.
19Hag ann holl bobl a zoujaz meûrbéd ann Aotrou ha Samuel; hag ann holl bobl a lavaraz da Zamuel: Péd ann Aotrou, da Zoué, évid da zervicherien, évit na varvimp két: râk lékéat hon eûz ann drouk-zé war hor péc’héjou all, ma hon eûz goulennet eur roué évid-omp.
20Ha Samuel a lavaraz d’ar bobl: N’hô pézet kéd a aoun; c’houi eo hoc’h eûz gréat ann holl zrouk-zé: koulskoudé na drôit két hô kein d’ann Aotrou, hôgen servichit ann Aotrou a greiz hô kaloun.
21Ha na drôit két out traou gwân, péré na dalvézin̄t nétra d’é-hoc’h ha na ziboanin̄t két ac’hanoc’h, ô véza ma in̄t gwân.
22Hag ann Aotrou na zilézô két hé bobl, enn abek d’hé hanô brâz: râk touet en deûz ann Aotrou hô lakajé da véza hé bobl.
23Hôgen Doué ra virô ac’hanoun diouc’h ar péc’hed-zé, ma éhanfenn da bédi ann Aotrou évid-hoc’h; deski a rinn d’é-hoc’h ann hen̄t mâd hag éeun.
24Doujid éta ann Aotrou ha servichit anézhan̄ er wirionez hag a greiz hô kaloun; râg gwélet hoc’h eûz ar burzudou en deûz gréat enn hô touez.
25Mar kén̄dalc’hit enn drouk, c’houi hag hô roué a iélô da goll war-eunn-drô. (T). ———— XIII. PENNAD. Ar Filistined a zô tréc’het gan̄t Jonatas. Dizen̄tidigez Saül.