Eil Levr Shmouel 9
1Hôgen Samuel a géméraz eur fiolen éôl, a skuḻaz war benn Saül, hag hén̄ a bokaz d’ézhan̄, hag a lavaraz: Chétu ann Aotrou en deûz da éôliet da brin̄s war hé zigwéz, ha té a dennô hé bobl eûz a zaouarn hé énébourien a zô war hé drô. Hag ann dra-man̄ a vézô da arouéz d’id, ma en deûz ann Aotrou da éôliet da brin̄s.
2P’az î kuît hiriô diouz-in, é kavi daou zén é kichen béz Rachel, é harzou Ben̄jamin, war-zû ar c’hrésteiz, péré a lavarô d’id: Ann azénézed é oaz éat da glask a zô kavet: ha n’éma mui préder da dâd war hé azénézéd, hôgen néc’het eo diwar hô penn, hag é lavar: Pétrâ a rinn-mé é-kén̄ver va mâb?
3Ha pa vézi éat ac’hanô, hag éz î é-biou évid don̄t da zerven Tabor, en em gavô ganéz énô tri zén a biñô étrézé Doué é Bétel, hag unan anézhô a zougô tri menn gavr, hag eunn all teir zorz vara; hag eunn all eur voutaḻad gwîn.
4Ha goudé m’hô dévézô da zaludet, é rôin̄t d’id daou vara; ha té hô c’hémérô eûz hô daouarn.
5Goudé-zé é teûi da draon̄ien Doué, é péléac’h éz eûz eur gward Filistined. Ha pa vézi éat é kéar, en em gavi gan̄d eur van̄den proféded a ziskennô eûz al léac’h uc’hel, hag enn hô raok lirennou, ha taboulinou, ha sutellou, ha télennou, hag hî ô tiougani.
6Ha spered ann Aotrou en em daolo war-n-oud, hag é tiougani gan̄t-hô, hag é vézi trôet enn eunn dén all.
7Pa vézô éta c’hoarvézet ann holl arouésiou-zé gan-éz, grâ kémen̄d en em gavô da ôber, râg ann Aotrou a zô gan-éz.
8Ha té a ziskennô em raok da C’halgala (rak mé a ziskennô d’az kavout) évit ma kennigi eur sakrifiz, ha ma lazi viktimou a béoc’h: é-pâd seiz dervez é c’hortozi ac’hanoun, kén na zeûinn d’az kavout ha na ziskouézinn d’id pétrâ a dléi da ôber.
9Kerken̄t éta ha ma trôaz Saül hé gein évit mon̄t kuit diouc’h Samuel, Doué a rôaz d’ézhan̄ eur galoun all, hag ann holl arouésiou-zé a c’hoarvézaz gan̄t-han̄ enn deiz-zé.
10Pa oen̄t deûet d’ar gréc’hien a oa bét merket d’ézhan̄, énô e kavchon̄t eur van̄den proféded. Ha spéred ann Aotrou en em daolaz war-n-ézhan̄, hag hén̄ a ziouganaz enn hô c’hreiz.
11Hôgen ar ré holl péré hô dôa hé anavézet né oa két pell, ô wélout pénaoz édô gan̄d ar broféded hag é tiougané, a lavaré ann eil d’égilé: Pétrâ a zô c’hoarvézet gan̄d mâb Kîs? Hag é-touez ar broféded éma Saül?
12Ha ré all a lavaré d’ézhô: Ha piou eo hô zâd-hi? Râk-sé é oé trôet é lavar-gôlôet: hag é-touez ar broféded éma Saül?
13Hôgen paouéza a réaz da ziougani, hag é teûaz d’al léac’h uc’hel.
14Hag éon̄tr Saül a lavaraz d’ézhan̄ ha d’hé baotr: Péléac’h oc’h-hu bét? Hag hî a lavaraz: Da glask ann azénézed: hag ô véza n’hô c’havemp két, omp deûet da gavout Samuel.
15Hag hé éon̄tr a lavaraz d’ézhan̄: Lavar d’in pétrâ en deûz lavaret Samuel d’id.
16Ha Saül a lavaraz d’hé éon̄tr: Lavaret en deûz d’é-omp pénaoz é oa kavet ann azénézed. Hôgen na lavaraz két d’ézhan̄ ar péz en dôa lavaret Samuel diwar-benn ar garg a roué.
17Ha Samuel a strollaz ar bobl dirâg ann Aotrou é Hasfa:
18Hag é lavaraz da vugalé Israel: Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué Israei: Mé eo em eûz tennet Israel eûz ann Éjipt, hag em eûz hô tieûbet eûz a zaouarn ann Éjiptianed, hag eûz a zaouarn ann holl rouéed a c’hlac’haré ac’hanoc’h.
19Hôgen c’houi hiriô hoc’h eûz distolet hô Toué, péhini hép-kén en deûz hô tennet eûz hoc’h holl boaniou hag eûz hoc’h holl an̄kéniou, hag hoc’h eûz lavaret: A néb hen̄t; hôgen laka eur roué war-n-omp. Savid éta bréma dirâg ann Aotrou, hervez hô preûriézou, hag hervez hô tiadou.
20Ha Samuel a daolaz ar sort war holl vreûriézou Israel, hag é kouézaz war vreûriez Ben̄jamin.
21Hé deûrel a réaz neûzé war vreûriez Ben̄jamin hag hé c’héren̄tiézou, hag é kouézaz war géren̄tiez Métri, hag é teûaz bété Saül, mâb Kis. Hé glask a réjon̄d éta, ha na oé két kavet.
22Ha goudé-zé é c’houlenchon̄t digan̄d ann Aotrou mar teûjé dî. Hag ann Aotrou a lavaraz: Chétu eo kuzet enn hé dî.
23Hag hî a rédaz hag a zigasaz anézhan̄ ac’hanô. Ha pa zavaz é-kreiz ar bobl, en em gavaz uc’héloc’h adalek hé ziskoaz égéd ann holl bobl.
24Ha Samuel a lavaraz d’ann holl bobl: C’houi a wél ann hini en deûz dibabet ann Aotrou, ha pénaoz n’euz hini hén̄vel out-han̄ é-touez ann holl bobl. Hag ann holl bobl a griaz: Ra vévô ar Roué.
25Neûzé Samuel a rôaz da anaout d’ar bobl lézen ar rouélez, hag a skrivaz anézhi enn eur levr a lékéaz dirâg ann Aotrou. Ha Samuel a gasaz-kuît ar bobl, pép-hini d’hé dî.
26Saül a zistrôaz ivé d’hé dî é Gabaa, ha lôd eûz ann armé, ar ré a oa bét ténéréet hô c’haloun gan̄d Doué, a iéaz gan̄t-han̄.
27Hôgen mipien Bélial a lavaraz: Hag hé-man̄ a hellô hon diboania? Hag hî a zisprizaz anézhan̄, ha na zigazchon̄t két a rôou d’ézhan̄. Hôgen Saül na réaz vân oc’h hô c’hlevout. ———— XI. PENNAD. Saül a drec’h ann Ammonited.