Levr ar C'hrennlavarioù 1
1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 732-760) ◄ Levr ar Psalmou Levr ar C’hrenn-Lavariou Ann Eklésiastes, pé ar Prézéger ► LEVR AR C’HRENN - LAVARIOU. ———— I. PENNAD. Talvoudégez ar c’hrenn-lavariou. 1 Parabolennou Salomon, mâb David, roué Israel;
2Évid anaout ar furnez, hag ar gélennadurez;
3Évit poella geriou ar furnez, ha digémérout kén̄téliou al lézen, ar reizded, ar varn, hag ann éeunder:
4Évid rei gwénded d’ar ré abaf, gwiziégez ha poell d’ar ré iaouank.
5Ann dén fûr hô c’hlevô, hag a zeûiô da véza furoc’h; hag ann dén poellek a zeskô en em réna.
6Poella a rai ar barabolen, hag ann displeg anézhi, geriou ar ré fûr, hag hô lavariou-gôlôet.
7Doujan̄s ann Aotrou eo penn-ken̄ta ar furnez. Ar ré ziskian̄t a zispriz ar furnez hag ar gélennadurez.
8Sélaou, va mâb, ken̄téliou da dâd, ha na zistol két lézen da vamm.
9Hag hî a vézô eur c’h in̄kl kaer d’as penn, ha kel c’h en d’as gouzouk.
10Va mâb, mar teû ar béc’herien d’az likaoui, n’az â két d’hô c’havout.
11Ma lévéron̄t: Deûz gan-é-omp: en em lékéomp é pâr évit skuḻa ar goad; aozomp spiou héb abek a-éneb ann dén dinam:
12Loun̄komp anézhan̄ ez-béô ével ann ifern, hag a-grenn ével ann hini a ziskenn er poull:
13Ni a gavô a bép madou talvouduz-brâz; nî a leûniô hon tiez gan̄d diwiskou:
14Taol ar sort gan-é-omp, na vézet néméd eur ialc’h étré-z-omp.
15Va mâb, na valé két gan̄t-hô; na laka két da droad enn hô raven̄chou,
16Râg hô zreid a réd étrézég ann drouk, hag hî a hast skuḻa ar goad.
17Hôgen enn-aner eo é taoleur ar rouéjou dirâg ar ré askellek.
18Hî ivé a aoz spiou a-éneb hô goad hô-unan, hag a zâv lindagou a-éneb hô énéou.
19Ével-sé éma hen̄chou ann holl ré bervez; skrapa a réon̄t énéou ar ré a ia d’hô heûl.
20Ar furnez a brézég er-méaz; el leûriou-kéar é rô da glevout hé mouéz:
21É penn strolladou ar bobl é c’harm; war-harz persier kéar é prézég, ô lavarout:
22Bété pégeit, bugaligou, é karot-hu ar vugaléach? Bété pégeit ar ré ziskian̄t a c’hoan̄tai ar péz a zô noazuz d’ézhô, hag ar ré ziboell a gasai ar wiziégez?
23Distrôit out va c’hélen; chétu é skuḻinn va spéred war-n-hoc’h, hag é rôinn da glevout d’é-hoc’h va c’homziou,
24O véza ma em eûz galvet, ha n’hoc’h eûz két va sélaouet; ma em eûz astennet va dourn, ha n’en deûz dén sellet ouz-in;
25Ma hoc’h eûz disprizet va holl guzuliou, ha ma hoc’h eûz dilézet va c’hélennou:
26Mé ivé a c’hoarzô pa varvot, hag a rai goab ac’hanoc’h, pa vézô c’hoarvézet gan-é-hoc’h ar péz hô pôa aoun na zeûjé.
27Pa gouézô ar reûz enn-eunn-taol, pa zeûi ar marô ével eur gaouad-arné; pa zeûi war-n-hoc’h ann en̄krez hag ann an̄ken.
28Neûzé é c’halvin̄t ac’hanoun, ha na zélaouinn két out-hô: min̄tin-mâd é savin̄t, ha n’am c’havin̄t két;
29O véza ma hô deûz kaséet ar gélennadurez, ha n’hô deûz két digéméret doujan̄s ann Aotrou;
30N’hô deûz két aotréet va c’huzulion ha ma hô deûz disprizet va holl gélennou.
31Râk-sé é tebrin̄t frouez hô hen̄t, hag en em leûnin̄t gan̄d hô c’huzuliou hô-unan.
32Dian̄k ar vugaligou hô lazô, hag eûr-vâd ar ré ziskian̄t hô c’hollô.
33Hôgen ann hini a zélaou ac’hanoun, a arzaouô hép spoun̄t; hag en dévézô madou brâz, héb aoun râg ann drouk. ———— II. PENNAD. Talvoudégez ar furnez.