Levr ar C'hrennlavarioù 16
1D’ann dén eo aoza hé éné; ha d’ann Aotrou réna hé déôd.
2Holl hen̄chou ann dén en em ziskouéz dirâg hé zaoulagad; hôgen ann Aotrou a bouéz ar spéréjou.
3Rô da anaout da obériôu d‘ann Aotrou, ha da vénosiou a vézô rénet.
4Ann Aotrou en deûz gréat pép-trâ évit-han̄ hé-unan; hag ar fallagr zô-kén évid ar gwall zeiz.
5Pép dén rôk a zô argarzuz d’ann Aotrou; ha pa en défé hé zaouarn ann eil enn égilé, na vé két dinam. Dérou ann hen̄t mâd eo ôber ar reizded; hétusoc’h eo da Zoué égét laza hostivou.
6Gan̄t trugarez ha gwirionez é véz dasprénet ar fallagriez; ha gan̄d doujan̄s ann Aotrou é pellaeur diouc’h ann drouk.
7Pa vézô kavet mâd gan̄t ann Aotrou hen̄chou ann dén, é lakai hé énébourien hô-unan da zistrei d’ar péoc’h (T).
8Gwell eo nébeût gan̄t reizded, égét kalz madou gan̄t fallagriez.
9Kaloun ann dén a aoz hé hen̄t; hôgen d’ann Aotrou eo reiza hé gamméjou.
10Lavar Doué zô war muzellou ar roué, hé c’hénou na faziô két enn hé varniou.
11Ar poéz hag ar valan̄s reiz a zô d’ann Aotrou; hag hé holl ôberiou a zô ével mein ar zac’h.
12Argarzuz eo d’ar roué ar ré a râ fallagriez; râg ar reizded eo a starta ann trôn.
13Ar muzellou reiz a zô ioul ar rouéed; néb a gomz gan̄t reizded, a vézô karet.
14Buanégez ar roué a zô eur c’hannad a varô; hag ann dén fûr hé habaskai.
15Sell laouen ar roué a rô ar vuez; hag hé habaskded a zô ével glaô ann diskar-amzer.
16Dalc’h ar furnez, râg gwelloc’h eo égéd ann aour; ha prén ar poell, râk talvoudusoc’h eo égéd ann arc’han̄t.
17Raven̄t ar ré reiz a bella diouc’h ann drouk; néb a vîr hé éné en em zalc’h enn hé hen̄t.
18Ar rogen̄tez a ia a-raog ann disman̄tr, hag ar spéred a zâv a-raog ann diskar.
19Gwell eo béza vuéléet gan̄d ar ré gûn̄, égét ranna ann diwiskou gan̄d ar ré rôk.
20Néb a zô gwiziek er gér, a gavô ar mâd; hag ann hini a laka hé c’héd enn Aotrou, a vézô euruz.
21Néb a zô fûr a galoun, a vézô galvet poellek; ha néb a zô c’houék he lavar, en dévézô gwelloc’h traou.
22Ar wiziégez a zô, évit ann hini en deûz anézhi (T), eur feun̄teun a vuez; deskadurez ar ré ziskian̄t zô follen̄tez.
23Kaloun ann dén fûr a zeskô hé c’hénou; hag eur c’hras névez a lakai war hé vuzellou.
24Geriou reiz a zô ével eunn diren-vél; c’houékder ann éné zô iéc’hed ann eskern.
25Eunn hen̄t a zô, hen̄t éeun a gav d’ann dén: hag ar penn divéza anézhan̄ a gâs d’ar marô (M).
26Éné ann hini a labour, a labour évit-han̄, ô véza ma’z eo dalc’het gan̄d hé c’hénou.
27Ann dén fallagr a gleûz ann drouk, ha war hé vuzellou éz eûz eunn tân loskuz.
28Ar gwall zén a laka strivou da zével; hag ann drouk-komzer a rann ar brin̄sed.
29Ann dén direiz a likaou hé viñoun; hag é kâs anézhan̄ dré eunn hen̄t ha né két mâd.
30Néb a venn gwall draou gan̄d daoulagad postek, a zéven ann drouk ô waska hé vuzellou gan̄t hé zen̄t.
31Eur gurunen a énor eo ar gôzni, pa en em gav é hen̄t ar reizded.
32Ann dén a oar gouzan̄v hé boan a zô gwelloc’h (T) égéd ann dén kalounek; hag ann hini a oar aotrounia hé spéred, égéd ann hini a gémer ar c’heriou dré nerz.
33Skrijou ar sort zô taolet é plég ar zaé; hôgen ann Aotrou eo a reiz anézhô. ———— XVII. PENNAD. Reûz ann dén direiz.