Levr ar C'hrennlavarioù 6
1Va mâb, ma éc’h eûz krétéet évid da viñoun; ma éc’h eûz ton̄ket é dourn eunn diavésiad,
2Oud en em lékéat er rouéjou gan̄t geriou da c’hénou, hag oud paket gan̄d da lavariou da-unan.
3Grâ éta, va mâb, ar péz a lavarann, hag en em zieûb da-unan; râg kouézet out étré daouarn da nésa. Réd a bép tû, hast affô, ha dihun da viñoun.
4Arabad eo d’id lézel da zaoulagad da gousket; divored malvennou da zaoulagad (T).
5Tec’h ével eunn iourc’h eûz a zourn ar gwénaer, hag ével eul labouz eûz a zourn al labouséter.
6Kéa étrézég ar veriénen, ô dén lézirek, hag évesa oud hé hen̄chou, ha desk ar furnez;
7Pétrâ-bennâg n’é deûs-hi na dûg, na kélenner, na prin̄s,
8É tastum hé boéd a-zoug ann han̄v, hag é tastum é maré ar médérez péadrâ da zibri.
9Bété pégeit, dén lézirek, é kouski-dé? Peûr é tihuni-dé eûz da gousk?
10Eunn nébeût é kouski, eunn nébeût é vôrédi, eunn nébeût é likii da zaouarn ann eil enn égilé, évit diskuiza;
11Hag ann davan̄tégez a zeûio war-n-oud ével eur c’herzer, hag ar baouren̄tez ével eunn dén armet. Hôgen mar d-oud akétuz, ével eur feun̄teun, é vézô founnuz da éost, hag ann davan̄tégez a dec’hô pell diouz-id.
12Ann dén difeiz, a zô eunn dén didalvez; gan̄d eur génou fallagr éz â.
13Arouésiou a ra gan̄d hé zaoulagad, skei a râ gan̄d he droad, komza a ra gan̄d hé viziad.
14Gan̄d eur gwall galoun éc’h aoz ann drouk, hag é péb amzer éc’h hâd ar strivou.
15Enn-eunn-taol éz ai da goll (T), râk-tâl é vézô brévet, ha na gavô louzou é-béd oc’h hé boan.
16C’houéac’h trâ zô hag a gasa ann Aotrou, hag eur seizved a argarz hé éné.
17Daoulagad balc’h, ann téôd gaouiad, daouarn a skûḻ goad dinam,
18Ar galoun a aoz gwall vénosiou, ann treid skan̄v évit rédek étrézég ann drouk,
19Ann tést fall a lavar gévier, hag ann hini a hâd strivou é-touez hé vreûdeûr.
20Mir, va mâb, kéntéliou da dâd, ha na zilez két lézen da vamm.
21Da1c’h-hi bépréd enn da galoun, ha doug-hi enn-drô d’as kouzouk.
22Pa valéez, ra gerzin̄t gan-éz; pa gouskez, ra ziwallin̄t ac’hanod; pa vézi dihun, komz out-hô.
23Râg ar gourc’hémenn a zô eur c’hleûzeur, hag al lézen eur c’houlaouen, ha krôz ar c’hélen a zô hen̄d ar vuez;
24Évit ma virin̄t ac’hanod diouc’h ar gwall vaouez, ha diouc’h téôd likaouuz an diavésiadez.
25Na vezet két touellet da galoun gan̄d hé c’haerded, ha na vézéz két paket gan̄d hé sellou.
26Râk eur plac’h fall né dal két a-véac’h eur bara hép-kén (M): hôgen ar vaouez a zalc’h é sklavérez éné ar goaz péhini a zô talvouduz-brâz.
27Hag eunn dén a hell kuza ann tân enn he askré, hép ma krôg enn hé ziḻad?
28Pé hag hen̄ a hell kerzout war ar glaou, hép ma vé dévet kaloun hé dreid?
29Ével-sé néb a iélô da gaout grég hé nésa, na vézô két glân pa en dévézo stoket out-hi.
30Né két brâz an drouk a ra eunn dén a laer évit kaout péadra da zibri, pa en deûz naoun:
31Mar béz paket é tistôlô seiz gwéac’h kémen̄d all, hag é rôiô kémen̄d a zô enn hé dî.
32Hôgen ann hini a zô avoultr, a goll hé éné enn abek da ziroll hé galoun.
33Tenna a râ war-n-ézhan̄ ar véz hag ar vézégez; hag hé zismégan̄s na vézô két lamet.
34Râg oaz ha frouden ann ozac’h zô kollet hé énor, n'en dévézô trugarez é-béd é deiz ar ven̄jans (M).
35Na zélaouô féden é-béd, ha na zigémérô nétra évit en em zigolla (T). ———— VII. PENNAD. Tec’hout diouc’h lidou ar plac’hed fall.