The Bible Software
Levr ar C'hrennlavarioù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar C'hrennlavarioù 3

1Va mâb, na an̄kounac’ha két va lézen, ha ra virô da galoun va gourc’hémennou.

2Râg enn-hô é kavi deisiou hîr, kalz bloavésiou, hag ar péoc’h.

3Na zeûet két ann drugarez hag ar wirionez d’az tilézel; laka-hi ével eur gelc’hen war-drô d’as gouzouk; ha skriv-hi war daolennou da galoun:

4Hag é kavi grâs hag eûr-vâd dirâk Doue ha dirâg ann dûd.

5Az péz fisian̄s enn Aotrou a greiz kaloun, ha n’en em harp két war da furnez da-unan.

6Laka da goun enn-han̄ enn da holl hen̄chou, hag hén̄ hé-unan a rénô da gamméjou.

7Na véz két fûr enn da vénoz da-unan; douj Doué, ha pella diouc’h ann drouk.

8Ével-sé é teûi ar iéc’hed enn da végel, hag ar mél enn da eskern.

9Énor ann Aotrou gan̄t da vadou, ha rô d’ézhan̄ ar préveûdi eûz da holl frouez:

10Ha da zoliérou a vézô leûn a éd, hag ar gwîn a skuḻô dreist ar gwaskellou.

11Va mâb, na zilez két kélen ann Aotrou: ha na véz két digaloun pa gastiz ac’hanod:

12Râg ann Aotrou a gastiz néb a gâr; hag é laka hé zudi enn-han̄ ével eunn tâd enn hé vâb.

13Euruz eo ann dén en deûz kavet ar furnez, hag en deûz eur poell brâz.

14Gwell eo gwerz ar furnez égéd hini ann arc’han̄t; hag hé frouez a zô gwelloc’h égéd ann aour ar glana.

15Talvoudusoc’h eo égét ann holl vadou; ha kémen̄t tra a helleur da c’hoan̄taat na hell két talvézout keit hag hi (T).

16Hirder ann deisiou a zô enn hé dourn déou, hag enn hé dourn kleiz ar madou hag ar c’hloar.

17Hen̄chou kaer eo hé hen̄chou, hag hé raven̄chou a zô leûn a béoc’h.

18Eur wézen a vuez eo évid ar ré a zalc’h anézhi; ha gwenvidig eo ann hini en em stag out-hi.

19Ann Aotrou en deûz diazézet ann douar gan̄d ar furnez, startéet en deûz ann én̄vou gan̄d ar poell.

20Gan̄d hé furnez eo eo bét dic’hlannet douréier al loun̄k, hag é teû ar c’hoabr, ô stan̄kaat, da ôber ar glîz.

21Va mâb, n’az aet két kémen̄t-man̄ eûz a zirâk da zaoulagad; mîr al lézen hag ar c’huzul;

22Hag hi a vézô buez da éné, ha kin̄klérez da c’houzoug.

23Neûzé é valéi gan̄t fisian̄s enn da hen̄t, ha da droad n’en em stokô két.

24Mar kouskez, n’az pézô két a aoun; gourvéza a rî, ha da gousk a vézô c’houék.

25Na vézi két spoun̄tet gan̄d eur spoun̄t téar, na gan̄t frouden ar ré fallagr mar kouéz war-n-oud.

26Râg ann Aotrou a vézô enn da gén̄ver, hag a ziwallô da droad évit na vézi két paket.

27Na vîr két na rai vâd néb a hell hé ôber; mar gellez hé ôber, grâ vâd ivé.

28Na lavar két d’as miñoun: Kéa, ha distrô; war-c’hoaz é rôinn d’id; pa hellez rei râk-tâl.

29Na ra két a zrouk d’as miñoun, pa laka hé fisian̄s enn-od.

30Na strîv két oud eunn dén héb abek, pa n’en deûz gréat droug é-béd d’id.

31Na érez két ann dén direiz, ha na heûḻ két hé hen̄chou.

32Râg argarzuz eo ann holl douellerien dirâg ann Aotrou; ha na rô da anaout hé lavariou-kuzet néméd d’ar ré éeun.

33Ann Aotrou a gasô ann diénez é tî ann dén fallagr: hôgen tiez ann dûd reiz a vennigô.

34Hén̄ a rai goab eûz ar c’hoapaerien, hag a rôiô hé c’hrâs d’ar ré habask.

35Ar c’hloar a vézô perz ar ré fûr: hag ann dismégan̄s eo lôd ar ré ziboell. ———— IV. PENNAD. Eûr-vâd ar ré reiz. Gwall-eûr ar ré zrouk.

← Levr ar C'hrennlavarioù 2Read In The App, Free →Levr ar C'hrennlavarioù 4 →

Study Levr ar C'hrennlavarioù 3

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031