Levr ar C'hrennlavarioù 21
1Ével dour réd éma kaloun ar roué é dourn ann Aotrou: el léac’h ma kâr é trô anézhan̄.
2Holl hen̄chou ann dén a zô éeun dira-z-han̄; hôgen ann Aotrou a boéz ar c’halounou.
3Ober trugarez ha barn a zô gwell gan̄d ann Aotrou égét viktimou.
4Gan̄t ar galoun rôk é teû balc’h ann daoulagad (M); ha kleûzeûr ar béc’herien eo ar péc’hed.
5Ménosiou ann dén kré a zô bépréd er founder; hôgen pép diek a zô bépréd enn diénez.
6Néb a zastum ten̄zoriou gan̄d eur génou gaouiad, a zô eunn dén gwân ha diboell; hag hén̄ en em daolô é rouéjou ar marô.
7Preizérez ar ré fallagr hô diskarô, ô véza né két fellet d’ézhô ôber barn éeun.
8Gwall hen̄t ann dén, a zô eunn hen̄t a-ziavéaz; hôgen pa véz glân ann dén, hé obériou a véz éeun (M).
9Gwell é vé azéza é korn lein eunn ti, égét choum gan̄d eur c’hrég araouz enn eunn ti éc’hon.
10Éné ar fallagr a venn ann drouk, ha n’en deûz két a druez oud hé nésa.
11Pa vézô kastizet ar gwall zén, ann dén diskian̄t a zeûi da véza furoc’h: ha ma heûl eunn dén fûr, é kémérô ar wiziégez.
12Ann dén reiz a én̄vor gan̄t préder war di ann dén fallagr, évit ma tennô ar ré fallagr diouc’h ann drouk.
13Néb a zerr hé skouarn out garm ar paour, a c’harmô hé-unan, ha na vézô két sélaouet out-han̄.
14Eunn dra a zô rôet é-kûz a ziskar ar vuanégez, hag eûr gôbr enn askré ann argarzidigez ar vrasa.
15Lévénez ann dén reiz eo ôber barn, ar spoun̄t a zô évid ar ré a ra fallagriez.
16Ann dén a vézô bét distrôet eûz a hen̄t ar gélennadurez, a choumô é strollad al lan̄gouinéien.
17Néb a gâr ar banvésiou a vézô enn diénez; néb a gâr ar gwîn, hag ann traou c’houék, na vézô két pinvidik.
18Évid ann dén reiz é vézô rôet ar fallagr; hag ann dén direiz évid ar ré éeun.
19Gwell eo choum enn eunn douar dizud, égét gan̄d eur c’hrég araouz ha krôzuz.
20Eunn ten̄zor hétuz hag éôl a zô é tî ann dén reiz; hôgen ann dén direiz hô feltrô.
21Néb a heûl ar reizded hag ann drugarez a gavô ar vuez, ar reizded, hag ar c’hloar.
22Ann dén fûr a zô piñet é kéar ar ré gré, ha diskaret eo bét ann nerz gan̄t-han̄ el léac’h ma lékéa hé fisian̄s.
23Néb a ziwall hé c’hénou hag hé déôd, a ziwall hé éné diouc’h ann en̄krézou.
24Ann dén rôk ha dichek a zô galvet diwiziek, ô véza ma eo balc’h enn hé vuanégez.
25Ar c’hoan̄tou a lâz ann dén diek; râg hé zaouarn na c’hoan̄taon̄t két ôber tra é-béd.
26Héd ann deiz né ra német c’hoan̄taat; hôgen néb a zô reiz, a rô ha na éhan két.
27Hostivou ar ré fallagr a zô argarzuz, ô véza ma in̄t kenniget diwar-benn ar gwall.
28Ann tést gaouiad a iélô-da-gét; ann dén ô sen̄ti a vézô tréac’h enn hé gomsiou.
29Ann dén fallagr zô rogen̄tez enn hé zaoulagad (T); hôgen ann dén reiz a zifazi hé hen̄t.
30N’eûz kéd a furnez, n’eûz kéd a boell, n’eûz kéd a guzul a-éneb ann Aotrou.
31Eur marc’h a aozeur évid deiz ar stourm; hôgen ann Aotrou eo a denn a boan. ———— XXII. PENNAD. Réd eo sélaoui ar furnez.