Levr ar C'hrennlavarioù 5
1Va mâb, laka évez out va furnez, ha pleg da skouarn étrézé va foell:
2Évit ma tiwalli da vénosiou, ha ma virô ar c’hélen da vuzellou. N’en em rô két da douellérézou ar c’hrég.
3Râk muzellou ar c’hrég fall a zô ével eunn diren-vél; hag hé gargaden a zô c’houékoc’h égéd ann éôl.
4Hôgen ann divez anézhi a zô c’houerô ével ar vuélen, ha lemm ével eur c’hlézé diou zremm.
5Hé zreid a ziskenn er marô, hag hé c’hamméjou a zan̄k enn ifernou.
6Na valéon̄t két dré raven̄t ar vuez; kildrôuz ha didreûzuz eo hô c’hamméjou.
7Bréma éta, va mâb, sélaou ac’hanoun, ha na zistrô két diouc’h geriou va génou.
8Pella diout-hi da hen̄t, ha na dôsta két oud dôr hé zî.
9Na rô két da énor d’ann diavésidi, na da vloavésiou d’ann dén krîz,
10Gan̄d aoun n’en em gargfé ann diavésidi gan̄d da vadou, ha n’az ajé da labouriou é tî eunn all,
11Ha na geinfez enn divez, p’az pézô dislébéret da gîk ha da gorf, ô lavarout:
12Pérâg em eûz-mé argarzet ar c’hélen, ha n’é deûz két va c’haloun en em rôet d’ar c’hen̄téliou a zô bét rôet d’in?
13Pérâk n’em eûz-mé két sélaouet mouéz ar ré a zeské ac’hanoun, ha n’em eûz-mé két rôet skouarn d’am mistri?
14Dem-zoubet ounn bét é pép drouk, é-kreiz ar strollad hag ar bagad-tûd.
15Év dour eûz da bun̄s da unan, hag eûz a c’houériou da feun̄teun:
16Ra darzô er-méaz gouériou da feun̄teun; laka da rédek da zouréier el leûriou-kéar.
17Ra vézin̄t d’id da-unan, ha n’hô défet két ann diavésidi hô lôd enn-hô.
18Ra vézô benniget da feun̄teun, hag en em laouéna gan̄t grég da iaouan̄ktiz:
19Bézet ével eunn heizez karet-meûrbéd, ével eur c’harvik karet-brâz. Ra vézi bépréd gan̄t hé bronnou; ha ra vézô hé c’haran̄tez da zudi é péb amzer.
20Pérak, va mâb, é vézi-dé touellet gan̄d eur c’hrég a-ziavéaz hag éz î-dé d’en em domma war askré eunn all?
21Ann Aotrou a zell oud hen̄chou ann dén; gwélout a râ hé holl gamméjou.
22Ann dén fallagr a zô paket enn hé fallagriez hé unan, ha gan̄d éréou hé béc’héjou eo éréet.
23Hén̄ a varvô, ô véza n’en deûz két digéméret ar c’hélen, hag é vézô touellet gan̄d hé follen̄tez vrâz. ———— VI. PENNAD. Tec’hout diouc’h al lézirégez.