The Bible Software
Levr ar C'hrennlavarioù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar C'hrennlavarioù 8

1Ha na c’harm két ar furnez, ha na rô két ar poell hé vouéz?

2Éma a héd ann hen̄t war lein al lec’hiou ar ré uc’héla; é-kreiz ar raven̄chou en em zalc’h;

3War-harz persier kéar, é-tâl ann ôriou é komz, ô lavarout:

4O tûd, étrézég enn-hoc’h é c’harmann, étrézé bugalé ann dûd éz â va mouéz.

5C’houi, tûd diboell, deskit ar gwénded, ha c’houi, tûd diskian̄t, likid évez.

6Sélaouit, râg eûz a draou brâz é komzinn; ha va muzellou a zigorô évit rei da anaout traou éeun.

7Va génou a boelladô ar wirionez, ha va muzellou a argarzô ann dén fallagr.

8Reiz eo va holl gomziou; n’eûz enn-hô nétra a vé drouk na saotret (T).

9Eeun in̄t évid ar ré a zô poellek, ha reiz évit ar ré hô deûz kavet ar wiziégez.

10Digémérit va c’hélen, ha nann ann arc’han̄t; dilennit ken̄toc’h ar gélennadurez égéd ann dour.

11Râg gwell eo ar furnez égéd ann traou ar ré dalvoudusa: ha kémen̄d a c’hoan̄taeur na hell két béza lékéat keit hag hi.

12Mé zô ar furnez, hag é choumann er c’huzul, hag en em gavann é-kreiz ar ménosiou skian̄tuz.

13Doujan̄s ann Aotrou é deûz kas oc’h ann drouk; mé a argarz ar rogoni, hag ar balc’hder, hag ann hen̄t saotr, hag ann téôd daou-lavar. 11 Enn-oun éma ar c’huzul hag ann éeunder, enn-oun éma ar poell hag ann nerz.

14

15Dré-z-oun eo é rén ar rouéed, hag é rô al lézennerien lézennou reiz.

16Dré-z-oun é c’hourc’hémenn ar brin̄sed, hag é varn ar ré c’halloudek.

17Mé a gâr ar ré am c’hâr; hag ar ré a veḻ diouc’h ar min̄tin évit va c’hlaskout, am c’havô.

18Gan-én̄ éma ar madou hag ar c’hloar, ar meûrded, hag ar reizded.

19Râg gwell eo va frouez égéd aour ha mein talvouduz-brâz; hag ar péz a zeû ac’hanoun, égéd arc’han̄t ar glana.

20É hen̄chou ar reizded é valéann, é-kreiz raven̄chou ar varn;

21Évit pinvidikaat ar ré am c’hâr, hag évit leûnia hô zen̄zoriou.

22Ann Aotrou en deûz bét ac’hanoun é derou hé hen̄chou, abarz ma réaz nétrâ er penn-ken̄ta.

23A-viskoaz ounn bét lékéat, adalek ann derou, abarz na oé gréat ann douar.

24N’édÔ két c’hoaz ar poullou-brâz, ha mé a oa en̄géhen̄tet; né oa két c’hoaz tarzet ar feun̄teuniou dour.

25Né oa két c’hoaz gréat ar ménésiou pounner; abarz ar c’hrec’hiennou é oann ganet.

26N’en dôa két c’hoaz gréat ann douar, nag ar steriou, nag aéliou ar béd.

27Pa aozé ann én̄vou, édounn énô; pa lékéa eur c’helc’h war-drô d’ar poullou-doun, ha pa rôé eul lézen d’ézhô:

28Pa startéé ann éar a-ziouc’h, ha pa lékéa da véza kévatal ar feun̄teuniou dour:

29Pa zerré ar môr enn hé véven, ha pa lékéa eul lézen d’ann douréier, évit n’az ajen̄t két ébiou d’hô harzou; pa lékéa diazézou ann douar:

30Gan̄t-han̄ édounn ô reiza pép-trâ; édounn enn dudi bemdez, hag en em laouénéenn bépréd dira-z-han̄.

31Hag en em laouénéenn er béd; hag é kavenn va dudi ô véza gan̄t bugalé ann dûd.

32Bréma éta, va mipien, sélaouit ac’hanoun; euruz eo ar ré a vîr va hen̄chou.

33Klévit va chélen, ha bézit fûr, ha na zistolit két anézhan̄.

34Euruz eo ann dén a zélaou ac’hanoun, hag a veḻ bemdez out va dôr, hag a évésa é-tâl hé fostou.

35Néb en dévézô va c’havet, a gavô ar vuez, hag a bun̄sô ar zilvidigez digan̄d ann Aotrou.

36Hôgen néb a béc’hô em énep, a c’hlazô he éné hé-unan. Kémen̄d hini en deûz kas ouz-in, a gâr ar marô. ———— IX. PENNAD. Ann dén reiz a zélaou; ar ré fallagr a ra goab.

← Levr ar C'hrennlavarioù 7Read In The App, Free →Levr ar C'hrennlavarioù 9 →

Study Levr ar C'hrennlavarioù 8

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031