The Bible Software
Levr ar C'hrennlavarioù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar C'hrennlavarioù 24

1Na hérez két ar gwall zûd, ha na c’hoan̄ta két béza gan̄t-hô.

2Râg hô spéred a boellad war ar skrabou, hag hô muzellou na lévéron̄t némét traou touelluz.

3Ann tî a vézô savet gan̄d ar furnez, hag a vézô startéet gan̄d ar poell.

4Gan̄d ar gélennadurez é vézô karget ar soliérou a galz traou kaer ha talvouduz-brâz.

5Ann dén fûr a zô kré; hag ann dén gwiziek a zô nerzuz ha galloudek:

6Râg gan̄d ar poell é réneur ar brézel; hag el léac’h ma vézô kalz a guzuliou, é vézô ann dieûb.

7Ré uc’hel eo ar furnez évid ann dén diskian̄t; na zigorô két hé c’hénou é-tâl ar pors.

8Néb a glask ôber ann drouk, a vézô galvet foll.

9Ménoz ann dén diskian̄t eo ar péc’hed; hag ar gwall-gomzer a zô argarzuz d’ann dûd.

10Mar teûez da véza digaloun é deiz ann an̄ken, da nerz a vézô dislébéret.

11Difenn ar ré a gaseur d’ar marô; ha na éhan két da zieûbi ar ré a géméreur évid hô laza.

12Ma lévérez: N’éma két ann nerz gan-én̄: néb a furch ar c’halounou her poellô; râk n’eûz nétrâ a guzet out mirer da éné, hag hén̄ a zistolô d’ann dén hervez hé ôberiou.

13Va mâb, debr mél, râk mâd eo, hag ann diren-vél péhini a zô c’houék-brâz d’as génou.

14Evel-sé é vézô gwiziégez ar furnez évid da éné; p’az pézô hé c’havet, az pézô fisian̄s enn da zeiz divéza, ha da c’héd na vézô két kollet.

15Na aoz két a spiou oud ann dén reiz, ha na glask két ar fallagriez enn hé dî, ha na reûstl két hé éhan.

16Râk seiz gwéach é kouézô ann dén reiz, hag é assavô; hôgen ar ré fallagr a vézô stlapet enn drouk.

17Pa vézô kouézet da énébour, n’en em laouéna két; ha pa vézô bévézet, na dridet két da galoun,

18Gan̄d aoun n’her gwélfé ann Aotrou, ha n’her c’hafché két mâd, ha na zeûfé da denna hé vuanégez diwar-n-ézhan̄.

19Na c’hourvenn két ar gwall-dûd, na hérez két ar ré fallagr:

20Râg ar ré zroug n’hô deûz két a c’héd enn amzer da zon̄t; ha kleûzeûr ar ré fallagr a vougô.

21Va mâb, douj ann Aotrou hag ar roué; ha n’en em vesk két gan̄d al lan̄chennéien;

22Râg hô c’holl a zeûiô war ennn taol; ha piou a anavez ar c’hastiz a rain̄t hô-daou?

23Kémen̄t-man̄ a zô ivé évid ar ré fûr; né két mâd kaoud azaouez évid dén er varn.

24Ar ré a lavar d’ann dén fallagr: Eunn dén reiz oud, a vézô milliget gan̄d ar boblou, hag argarzet gan̄d ar brôadou.

25Ar ré a grôz anézhan̄, a vézô meûlet; hag ar vennoz a ziskennô war-n-ézhô.

26Néb a respoun̄d da eur ré gan̄t reizded, a bok d’ézhan̄ war hé c’hénou.

27Aoz da labour er-méaz, ha fourgas da bark gan̄t préder; évit ma savi goudé da dî.

28Na véz két eur gwall-dést a-énep da nésa; ha na likaou dén gan̄d da vuzellou.

29Na lavar két: Ével ma en deûz gréat d’in, é rinn d’ézhan̄; mé a zistolô da bép-hini hervez hé ôberiou.

30Tréménet ounn dré bark ann dén diek, ha dré winien ann dén diskian̄t.

31Ha chetu é oa leûn holl a linad, ha gôlôet a spern; hag ar vôger vein a oa diskaret.

32Pa em eûz gwélet kémen̄t-sé, em eûz hé lékéat em c’haloun, hag ounn en em zesket gan̄d ar skouér-zé.

33Kouska a rî eunn nébeût, émé-vé; ennn nébeût é môrédi; eunn nébeût é likii da zaouarn ann eil enn égilé évid éhana:

34Hag ann diénez a zeûi d’az kavout ével eur réder, hag ar baouren̄tez ével eunn dén armet. ———— XXV. PENNAD. Ober vâd d’hé énébourien.

← Levr ar C'hrennlavarioù 23Read In The App, Free →Levr ar C'hrennlavarioù 25 →

Study Levr ar C'hrennlavarioù 24

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031