Levr ar C'hrennlavarioù 15
1Eur gér sioul a dorr ar vuanégez; eur gér dichek a laka da zével ar frouden.
2Téôd ar ré fûr a gempenn ar wiziégez; génou ar ré ziskian̄t a lavar traou diboell.
3É pép léac’h daoulagad ann Aotrou a zell oc’h ar rê vâd hag oc’h ar ré fall.
4Ann téôd sioul a zô eur wézen a vuez: hôgen ann hini direiz a dorr ar spéred.
5Ann dén diskian̄t a ra goab eûz a gélen hé dâd; hôgen ann hini a blég d’ar gélen (T), a zeûiô da véza furoc’h. Enn eur reizded brâz-meûrbed éz eûz eunn nerz vrâz; hôgen ménosiou ar ré fallagr a vézô dic’hrisiennet.
6É tî ann dén reiz ez eûz eunn nerz vrâz; hag é frouez ann dén fallagr n'eûz német reûstl.
7Muzellou ar ré fûr a skiñô ar wiziégez ével had; kaloun ar ré ziskian̄t na rai két ével-sé.
8Viktimou ar ré fallagr a vézô argarzuz d’ann Aotrou; gwéstlou ar ré reiz a vézô hétuz d’ézhan̄.
9Hen̄t ann dén fallagr a zô argarzuz d’ann Aotrou; néb a heûḻ ar reizded a zô karet gan̄tan̄.
10C’houérô eo ar gélennadurez évit ann hini a zilez hen̄t ar vuez; néb a gasa ar c’hrôzou, a varvô.
11Ann ifern hag ar gollidigez a zô dirâg ann Aotrou; pégémen̄t ouc’h-penn kalounou bugalé ann dûd?
12Ar gwall-zén na gâr két ann hini a gélenn anézhan̄; ha n’az â két da gavout ar ré fûr.
13Ar galoun laouen a laka ann dén laouen; glac’har ann éné a laka ar spéred da wévi.
14Kaloun ann dén fûr a glask ar gélennadurez; ha génou ar ré ziboell en em vag gan̄d diwiziégez.
15Holl zeisiou ar paour a zô fall; ann éné habask a zô ével eur banvez peûr-baduz.
16Gwell eo d'é-omp kaout nebeût gan̄t doujan̄s ann Aotrou, égéd kaout ten̄zoriou brâz né d-omp két évit kaout hor gwalc’h anézho (T).
17Gwell eo béza galvet da zibri louzou gan̄t karan̄tez, égéd da zibri al leûé lard gan̄t kâsoni.
18Ann dén buanek a laka strivou da zével; néb a zô habask a béoc’ha ar ré a oa savet.
19Hen̄t ar ré ziek a zô ével eur c’haé spern; hen̄t ar ré reiz héb harz é-béd.
20Ar mâb fûr a laouéna hé dâd; ann dén diboell a zispriz hé vamm.
21Ar follen̄tez a zô lévénez ann dén foll; hôgen ann dén fûr a zell oc’h hé gamméjou.
22Ar ménôsiou a îa-da-gét el léac’h n'eûz két a guzul; hôgén el léac’h m’az eûz kalz a guzuliérien, in̄t startéet.
23En em laouénaad a ra ann dén é lavar hé c’hénou; hôgen al lavar déréad eo ar gwella.
24Raven̄t ar vuez a zô a-ziouc’h d’ann dén desket, évit ma pellaiô diouc’h gwéléd ann ifern.
25Ann Aotrou a ziskarô tî ar ré rôk; hag é startai harzou ann intan̄vez.
26Ar gwall vénosiou a zô argarzuz d’ann Aotrou; hag al lavar glan̄ a vézô hétuz-brâz d’ézhan̄.
27Néb a zô gwall-biz a gâs ar reustl enn hé dî; hôgen néb a gasa ar roou, a vévô. Gan̄d ann drugarez hag ar feiz eo glanét ar béc’héjou; gan̄d doujan̄s ann Aotrou é pellaio pép hini diouc’h ann drouk.
28Kaloun ann dén mâd zô hé fréder sen̄ti (T); gériou ar ré fallagr a zô léûn a zroug.
29Pell éma ann Aotrou diouc’h ar ré fallagr; hag hén̄ a zélaoûô out pédennou ar ré reiz.
30Luc’h ann daoulagad a laouéna ann éné; ann hanô-mâd a larda ann eskern.
31Ar skouarn a zélaou ar c’hélen a vuez, a choumô é-kreiz ar ré fûr.
32Néb a zistol ar c’hélen, a zispriz hé éné; hôgen néb a zélaou ar c’hrôzou, a biaou hé galoun.
33Doujan̄s ann Aotrou a zô kélen ar furnez; hag ar vueldéd a ia a-raog ar c’hloar. ———— XVI. PENNAD. Buanégez hag habaskded ar roué.