Levr ar C'hrennlavarioù 9
1Ar furnez é deûz savet eunn tî évit-hi, seiz peûlvan é deûz bénet.
2Lazet é deûz hé loéned, mesket é deûz hé gwîn, hag aozet é deûz hé zaol.
3Kaset é deûz hé mitisien évit gervel ann dûd diwar ar c’hré, ha diwar vuriou kéar:
4Piou-bennâg a zô éeun, deûet d’am c’havout. Ha d’ar ré ziskian̄t é deûz lavaret:
5Deûit, dibrit va bara, hag évit ar gwîn em eûz mesket évid-hoc’h.
6Dilézit ar bugaléach, ha bévit, ha baléit é hen̄chou ar furnez.
7Néb a zesk ar goapaer, a ra dismégan̄s d’ézhan̄ hé-unan; ha néb a gélen ar ré fallagr, a gâs dizénor war-n-ézhan̄ hé-unan.
8Na gélenn két ar goapaer, gan̄d aoun na zeûfé da gasaat ac’hanod; kélenn ann dén fûr, hag é karô ac’hanod.
9Rô ann drô d’ann dén fûr, hag é teûiô da véza furoc’h. Desk ann dén reiz, hag hén̄ a hastô deski.
10Penn-ken̄ta ar furnez eo doujan̄s ann Aotrou; ha gwiziégez ar zen̄t eo ar poell.
11Râg gan-én̄ eo é vézô kresket da zeisiou, hag é vézô kresket bloavésiou da vuez.
12Mar d-oud fûr, é vézi fûr évid-od da-unan; hôgen mar d-oud eur goapaer, dougen a rî ar boan da unan.
13Ar c’hrég diskian̄t ha krôzer, leûn a c’héned, ha diwiziek é pép trâ,
14A zô azézet é-tâl dôr hé zî var eur gador enn eul léac’h uc’hel eûz a géar,
15Évit gervel ar ré a ia ébiou, hag a gerz enn hô hen̄t:
16Néb a zô eeun, trôet étrézég enn-oun. Ha d’ann dén diskian̄t é deûz lavaret:
17Ann douréier laéret eo ar ré c’houéka, hag ar bara débret é-kûz eo ar gwella.
18Hôgen hén̄ na oar két pénaoz al lan̄gouineien a zô énô, ha pénaoz ar ré a zebr oud hé zaol a zô é gwéled ann ifern. ———— parabolennou salomon. X. PENNAD. Ann dén reiz hag an dén fallagr.