The Bible Software
Levr ar C'hrennlavarioù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar C'hrennlavarioù 29

1Ann dén a zispriz gan̄d eur penn kalet ann hini a gélenn anézhan̄, a gouézô war-eunn-taol enn eul lamm marvel, ha na vézô bikenn iac’héet.

2Pa baottô ar ré reiz, ar bobl en em laouénai; pa gémérô ar ré fallagr ar galloud, ar bobl a geinô.

3Ann dén a gâr ar furnez, a laouéna hé dâd; hôgen néb a vâg plac’hed fall, a gollô he zanvez.

4Ar roué reiz a starta ar vrô; ann dén ré biz hé c’hasô-da-gét.

5Ann dén a gomz oud hé viñoun gan̄t geriou likaouuz ha gôlôet, a steñ rouéjou oud hé dreid.

6Ar rouéjou a strôbô ann dén fallagr a béc’h; hag ann dén reiz a veûlô Doué hag en em laouénai.

7Ann dén reiz a gémer ali diwar-benn kéfridi ar béorien; ann dén fallagr na gémer ali é-béd.

8Ann dûd saotret a zisman̄tr kéar hôgen ar ré fûr a zistrô ar frouden.

9Mar strîv ann dén fûr oud ann dén foll, pé é vuanékai, pé é c’hoarzô, ann dén fûr na gavô kéd a éhan.

10Ann dûd a c’hoad hô deûz kas oc’h ann dén éeun; hôgen ar ré reiz a glask hé éné.

11Ann dén foll a skîñ kémen̄d a zô enn hé spéred; ann dén fûr a c’hourzéz, hag en em vir évid ann amzer da zon̄t.

12Ar prin̄s a zélaou a-c’hrâd-vâd ar gévier, n’en dévézô némét ministred fallagr.

13Ar paour hag ar c’hrédour a zô en em gavet kévret; ann Aotrou a sklera ann eil hag égilé.

14Ar roué a varn ar béorien er wirionez, a wélô hé drôn startéet da-vikenn.

15Ar wialen hag ar c’hastiz a rô ar furnez; hôgen ar bugel a vézô lézet d’hé ioul hé-unan, a vézékai hé vamm.

16Pa baottô ar ré fallagr, é paottô ann drouk; hag ar ré reiz a wélô hô disman̄tr.

17Kélenn da vâb, hag hén̄ a fréalzô ac’hanod, hag a rôi dudi d’as éné.

18Pa na vézô mui a zeskadurez, ar bobl en em vévézô; hôgen ann hini a vîr al lézen, a zô euruz.

19Ar sklâv na hell két béza kélennet gan̄t komziou, râk klévout a ra ar péz a lévérez, hôgen faé eo gan̄t-han̄ respoun̄ta.

20Ha gwélet éc’h eûz-té eunn dén téar da gomza? Géd ken̄toc’h follentez diout-han̄, égét gwellaen.

21Néb a vâg hé zervicher gan̄t c’houékder a-vihanik, her gwélô goudé-zé ô sévél enn hé énep.

22Ann dén buanek a laka da zével strivou; ha néb a zô téar da vuanékaat, a zô téaroc’h da béc’hi.

23Ann dismégan̄s a iélô war lerc’h ann dén rôk; hag ar c’hloar a vézô lôd ann dén zô izel hé galoun (T).

24Néb a zô kévrennek da eul laer, a gasa hé éné; klevoud a ra é c’houlenneur lé, ha n’hen diskuḻ két.

25Néb a zouj ann dûd, a gouézô hép dalé; néb a laka hé c’héd enn Aotrou, a vézô savet.

26Meûr a hini a glask sell ar prin̄s; hôgen ann Aotrou eo barner pép dén.

27Ann dûd reiz a argarz ar ré fallagr; hag ar ré fallagr a argarz ar ré a gerz enn hen̄t éeun. Ar mâb a vîr ar gér, na gouézô két er gollidigez. ———— XXX. PENNAD. Teir dra dreist hor skian̄t.

← Levr ar C'hrennlavarioù 28Read In The App, Free →Levr ar C'hrennlavarioù 30 →

Study Levr ar C'hrennlavarioù 29

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031