Levr ar C'hrennlavarioù 19
1Gwell eo ar paour a valé enn hé éeunder, égéd ann dén pinvidik a zô gwar hé vuzellou, hag a zô eunn dén diskian̄t.
2El léac’h n’éma két gwiziégez ann éné, n’eûz kéd a vâd; ha néb a gerz ré vuan, a gouézô.
3Follen̄tez ann dén hel laka da fazia enn hé hén̄t; hag en̄tana a ra hé galoun a-énep Doué.
4Ar madou a rô kalz miñouned névez; hôgen ar ré zô-kén̄ en dôa, a-raôk ma oa paour, a ia neûzé kuit diout-han̄ (M).
5Ar gaou-dést na choumô két digastiz; ha néb a lavar gevier, na dec’hô két.
6Kalz a dûd a énor ann dén galloudek, hag a zô miñouned d’ann hini en deûz péadrâ da rei.
7Breûdeûr ar paour a gasa anézhan̄; hag ouc’h-penn hé viñouned a bella diout-han̄. Nép na glask némét gériou, n’en dévézô nétrâ;
8Hôgen néb en deûz spéred, a gâr hé éné, ha néb a vîr ar furnez a gavô ar mâd.
9Ar gaou dést na choumô két digastiz; ha néb a lavar gevier a iélô-da-gét.
10Na zéré két ann dudiou oud ann dén diboell, ha na dlé két ar sklâv aotrounia war ar brin̄sed.
11Gwiziégez ann dén a anavézeur diouc’h hé habaskded; hag hé c’hloar eo mon̄d dreist ar fallagriéz.
12Ével iudérez al léon eo buanégez ar roué; hag ével ar glîz war ar géot eo hé lévénez.
13Eur mâb foll a zô glac’har hé dâd; hag eur c’hrég krôzuz a zô ével eunn dôen a ziver bépréd.
14Ann tâd hag ar vamm a rô ann tiez hag ar madou; hôgen ann Aotrou hé-unan eo a rô eur c’hrég fûr.
15Ann diégi a zigas ar môred, hag ann éné laosk en dévézô naoun.
16Néb a vîr ar gourc’hémenn, a vîr hé éné; hôgen néb a zilez hé hen̄t, a varvô.
17Néb en deûz truez oud ar paour, a brést d’ann Aotrou war gampi; hag hén̄ a zistolô d’ézhan̄ ar péz en dévézo préstet.
18Kastiz da vâb en̄dra ma éz eûz dan̄vez gwéllaat enn-han̄ (M): hôgen na laka két enn da vénoz don̄d d’hé laza.
19Neb a zô dihabask, a c’houzan̄vô gwall; ha pa en dévézô skrapet, é tistolô re all.
20Sélaou ann ali, ha kémer ar c’hélen, évit ma vézî fûr enn da zivez.
21Kalz ménosiou a zô é kaloun ann dén; hôgen ioul ann Aotrou a badô bépréd.
22Ann dén tavan̄tek a zô trugarézuz; ha gwell eo ar paour égéd ann dén gaouiad.
23Doujan̄s ann Aotrou a gâs d’ar vuez; hag er founder é choumô, hép ma vézô emwélet gan̄d ann drouk.
24Ann dén diek a gûz hé zourn dindan hé gazel, ha n’hé zoug két bétég hé c’hénou.
25Pa vézô kastizet ar gwall zén, ann dén diskian̄t a zeûi da véza furoc’h; hôgen mar krôzez ann dén fûr, é poellô ar c’hélen.
26Néb a c’hlac’har hé dâd, hag a laka hé vamm da dec’hout, a zô eunn dén fallagr ha kriz.
27Na baouez két, va mâb, da zélaoui ar gélennadurez, ha desk lavariou ar wiziégez.
28Ar gwall dést a ra goab eûz ar varn; ha génou ar ré fallagr a loun̄k ar fallagriez.
29Aozet eo ar varn évid ar c’hoapaérien; hag ar morzoliou évit skei war gorfou ar ré ziskian̄t. ———— XX. PENNAD. Réd eo énori hé dûd.