The Bible Software
Levr ar C'hrennlavarioù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar C'hrennlavarioù 7

1Va mâb, mîr va geriou, ha dastum va gourc’hémennou enn-od.

2Séven, va mâb, va gourc’hémennou, hag é vévi; mîr va lézen ével mâb da lagad.

3Stâg-hi oud da viziad, ha skrîv-hi war daolennou da galoun.

4Lavar d'ar furnez: Va c’hoar oud; ha galv ar poell da viñoun;

5Évit ma virô ac’hanod diouc’h ar c’hrég a ziavéaz, diouc’h ann diavésiadez, a gomz enn eunn doaré likaouuz.

6Râk pa émounn out prénestr va zî, ha pa zellan a-dreûz d’ar sparlou,

7É wélann tûd diroll, hag é wélann eunn dén-iaouan̄k diboell,

8Péhini a drémen enn eur rû é korn hé zî, hag a gerz enn hen̄t a ia dî,

9Enn amc’houlou, war ar pardaez, pa eo deûet ann nôz da véza dû ha tén̄val.

10Ha chétu é teû d’hé ziambrouga eur vaouez kin̄klet é doaré eur plac’h fall daré da baka ann énéou, téôdégez, ha rédérez,

11Péhini na hell két éhana, na lakaad hé zreid da choum enn hé zî,

12Péhini a aoz hé spiou er-méaz, el leûriou-kéar, é korn ar ruou. l 3 Hi a grôg enn dén-iaouan̄k-zé hag a bok d’ézhan̄: hag, hép méz é-béd (T), é lîd anézhan̄, ô lavavout:

13

14Viktimou em bôa gwéstlet évit va zilvidigez, hiriô em eûz sévénet va gwéstl.

15Râk-sé ounn deûet d’az tiambrouga, gan̄d ar c’hoan̄t d’az kwélout, hag em eûz da gavet.

16Stéñet em eûz va gwélé, hag em eûz hé c’hôlôét gan̄t pallennou livet eûz ann Éjipt.

17Sparfet em eûz va gwélé gan̄t mirr, aloez ha sinamom.

18Deûz, kéméromp hon dudi, ha piaouomp ar péz hon eûz c’hoan̄téet, kén na darzô an deiz;

19Râk n’éma két va ozac’h er géar; éat eo enn hen̄t évit pell.

20Eur sac’h arc’han̄t en deûz kaset gan̄t-han̄: da zeiz ar c’hann-loar é tistrôiô d’ar géar.

21Ével-sé é taol hé rouéjou war-n-ézhan̄ gan̄t kalz lavariou, hag é tenn anézhan̄ gan̄t lidou hé muzellou.

22Râk-tâl ez â war hé lerc’h ével eunn éjenn a gaseur d’ar marô, hag ével eunn oan a lamm; ha na oar két, dén diskian̄t ma’z eo, pénaoz her c’haseur d’ann éréou,

23Kén na vézô toullet hé avu gan̄d eur zaez; ével m’az afé buan eul labouz étrézég ar rouéjou, hép gouzout pénaoz é réd d’ar marô.

24Bréma éta, va mâb, sélaou ac’hanoun, ha laka évez out geriou va génou.

25Na vézet két tennet da galoun enn hé hen̄chou, ha na fazi két eun hé raven̄chou.

26Râg eul lôd brâz a dûd a zô bét glazet ha diskaret gan̄t-hi; hag ar ré gréva é deûz lazet.

27Hen̄t ann ifern eo hé zî; bété dounder ar marô éz â. ———— VIII. PENNAD. Ar furnez a zô é Doué a béb amzer.

← Levr ar C'hrennlavarioù 6Read In The App, Free →Levr ar C'hrennlavarioù 8 →

Study Levr ar C'hrennlavarioù 7

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031