The Bible Software
Levr ar C'hrennlavarioù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar C'hrennlavarioù 13

1Ar mâb fûr a zélaou kélennadurez hé dad; hôgen ar goapaer na zélaou két pa grôzeur anézhan̄.

2Gan̄t frouez hé c’hénou é vézô ann dén leûniet a vadou; hôgen éné ar ré fallagr a zô direiz.

3Néb a vîr hé c’hénou, a vîr hé éné; hôgen néb a zô diévez enn hé gomziou, a c’houzan̄vô poaniou.

4Ann dén diek a c’hoan̄ta ha na c’hoan̄ta két; hôgen éné ar ré a labour en em lardô.

5Ann dén reiz a argarzô ar gévier; hôgen ann dén fallagr a vézéka, hag a vézô mezékéet.

6Ar reizded a vîr hen̄t ann dén dinam, hôgen ar fallagriez a laka ar péc’her da gouéza.

7Hé-man̄, war a gréder, a zô pinvidik, pa n’en deûz nétrâ; hen-nez, war a gréder, a zô paour, pa eo pinvidik-brâz.

8Ann dén pinvidik a zasprén hé vuez gan̄d hé vadou; hôgen ann hini a zô paour na c’houzan̄v két a c’hourdrouz.

9Goulou ar ré reiz a laouéna; hôgen kleûzeûr ar ré fallagr a vézô mouget.

10Gan̄d ar ré rôk éz eûz strivou bépréd; hôgen ar ré a râ pép-trâ gan̄t kuzul, a zô rénet gan̄d ar furnez.

11Ar madou dastumet buan a zigresko; hôgen ar ré a vézô dastumet gan̄d ann dourn a nébeût-é-nébeût, a greskô.

12Ar c’héd a zalé da zon̄t a c’hlac’har ann éné; ar c’hoan̄t a zeû da vâd a zô eur wézen a vuez.

13Néb a gomz eûz a eunn dra gan̄t faé, en em en̄gwéstl évid ann amzer da zon̄t; hôgen néb a zouj ar gourc’hémenn, a choumô é péoc’h. Ann énéou touelluz a fazi er péc’héjou; hôgen ar ré reiz a zô trugarézuz, hag a râ trugarez.

14Lézen ann dén fûr a zô eur feun̄teun a vuez, évid pellaat dioc’h disman̄tr ar marô.

15Ar gélennadurez vâd a rôi ar c’hrâs; hen̄t ar goapaerien a gâs d’al loun̄k.

16Ann dén fûr a râ pép-trâ gan̄t kuzul; hôgen ann dén diskian̄t a ziskouéz hé follen̄tez.

17Kannad ann dén fallagr a gouézô enn drouk; hôgen ar c’hannad féal a zô iéc’hed.

18Diénez ha mézégez a vézô d’ann hini a zilezô ar gélennadurez; hôgen néb a aotré ar c’hrôz, a vézô énoret-brâz.

19Sévénidigez ar c’hoan̄t a zô dudi ann éné; ann dûd diboell a argarz ar ré a dec’h diouc’h ann drouk.

20Néb a gerz gan̄d ar ré fûr, a vézô fûr; miñoun ar ré ziboell a vézô hén̄vel out-hô.

21Ann droug a heûl ar béc’herien; hag ar madou a vézô rôet d’ar ré reiz.

22Ann dén mâd a lez da héred mipien ha nized; ha danvez ar péc’her a zô miret évid ann dén reiz.

23Kalz a frouez a zô é parkéier ann tadou: hôgen er ré all é tastumeur hép poell.

24Neb a espern ar wialen, a gasa hé vâb; hôgen ann hini hé gâr, hé gêlenn gan̄t préder.

25Ann dén reiz a zebr, hag a leûn hé éné; hôgen kôv ar ré fallagr ne d-eo két évit kaout hé walc’h. ———— XIV. PENNAD. Labour. Doujan̄s ann Aotrou. Habaskded.

← Levr ar C'hrennlavarioù 12Read In The App, Free →Levr ar C'hrennlavarioù 14 →

Study Levr ar C'hrennlavarioù 13

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031