The Bible Software
Levr ar C'hrennlavarioù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar C'hrennlavarioù 14

1Ar c’hrég fûr a zâv hé zî; ann hini diboell a zispenn gan̄d hé daouarn ann hini a oa savet.

2Néb a valé enn eunn hen̄t éeun, hag a zouj Doué, a zô disprizet gan̄d ann hini a gerz enn eur gwall hen̄t.

3É génou ann dén diboell éma gwialen ar rogen̄tez; hôgen muzellou ar ré fûr a ziwall anézhô.

4El léac’h n’eûz két a éjenned, eo goullô ar c’hran̄ch; hôgen el léac’h ma éz eûz kalz a éd, énô éc’h anavézeur anat nerz ann éjenn.

5Ann tést féal na lavar két a c’hévier; hôgen ar gwall dést a embann ar gévier.

6Ar goaper a glask ar furnez, ha n’hé c’hâv két; ar gélennadurez a zô éaz d’ar ré fûr.

7Kéa a-énep d’ann dén diboell; rak na anavez két komziou ar furnez.

8Furnez ann dén fûr eo évésaad oud hé hen̄t; ha diboell ar ré ziskian̄t a zô fazi.

9Ann dén diskian̄t a ra goâb eûz ar péc’hed; hag ar c’hrâs a choumô é-touez ar ré reiz.

10Ar galoun a anavez c’houervder hé éné; hag ann diavésiad n’en dévézô perz é-béd enn hé lévénez.

11Tî ar ré fallagr a vézô diskaret; hôgen teltou ar ré reiz a vleûñô.

12Eunn hen̄t zô hag a zô éeun, war ménoz ann dûd; hôgen hé zivez a gâs d’ar marô.

13Ar c’hoarz a vézô mesket gan̄d ar boan, hag ann doan a heûl al lévénez.

14Ann dén diboell en dévézô hé walc’h eûz hé hen̄chou, hag ann dén mâd c’hoaz ouc’h-penn.

15Ann dén diboell a gréd da bép gér; ann dén fûr a zell oc’h hé holl gamméjou. D’ar mâb touelluz na choarvézô mâd é-béd; hôgen ar servicher fûr a iélô da vâd enn hé ôberiou, hag a gavô éeun hé hen̄t.

16Ann dén fûr a zouj, hag a bella diouc’h ann drouk; ann dén diboell a ia ébiou, hag a gémer fisian̄s.

17Ann dén dihabask a rai traou diboell; hag ann dén fûr a zô kaséet,

18Ar re ziskian̄t hô dévézô ann diboell, hag ar ré fûr a c’hôrtozô ar wiziégez.

19Ann dûd fall a vézô gourvézet dirag ar ré vâd; hag ar ré fallagr é-tâl dôr ar ré reiz.

20Ann dén paour a vézo kaséet gan̄d hé gérent-nés hô-unan; hôgen ann dén pinvidik en deûz kalz a viñouned.

21Néb a zispriz hé nésa, a bec’h; hôgen néb en deûz truez oud ar béorien a vézô euruz. Néb a gréd enn Aotrou, a gar ann drugarez.

22Fazia a râ ar ré a ra drouk; ann drugarez hag ar wirionez eo a aoz ar madou.

23É pép labour éma ar founder; hôgen el léac’h ma komzeur kalz, énô aliez éma an diénez.

24Kurunen ar ré fûr eo hÔ madou; diboell ar ré ziskian̄t eo ann diboell.

25Ann tést féal a zieûb ann énéou; hag ann dén daou-blég a lavar gévier.

26É doujan̄s ann Aotrou éma ar fisian̄s kré, hag ar géd a vézô enn hé vugalé.

27Doujan̄s ann Aotrou a zô eur feun̄teun a vuez, évit ma pellain̄t diouc’h disman̄tr ar marô.

28É niver brâz ar bobl éma énor ar roué; hag é niver bihan ar bobl mézégez ar prin̄s.

29Néb a zô habask, en em rén gan̄d eur furnez vrâz; hôgen néb a zô dihabask a zâv hé ziboell.

30Iéc’hed ar galoun eo buez ar c’hîk; ann érez eo breinadurez ann eskern.

31Néb a wask war an dén dienek, a gunuc’h hé grouer; hôgen néb en deûz truez oud ar paour, a énor Doué.

32Ann dén fallagr a vézô distôlet enn hé zrougiez; hôgen ann dén reiz a laka hé c’héd en hé varô.

33É kaloun ann dén poellek éc’h arzaô ar furnez, hag hén̄ a zeskô ann holll ré ziwiziek.

34Ar reizded a uc’héla ar broadou; hôgen ar péc’hed a laka ar boblou da véza reûzeûdik.

35Ar servicher poellek a zô hétuz d’ar roué: hôgen hé vuanégez a gouézô war an hini didalvez. ———— XV. PENNAD. Doué a anvez pép-trâ.

← Levr ar C'hrennlavarioù 13Read In The App, Free →Levr ar C'hrennlavarioù 15 →

Study Levr ar C'hrennlavarioù 14

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031