The Bible Software
Levr ar C'hrennlavarioù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar C'hrennlavarioù 23

1Pa vézi azézet évid dibri gan̄d ar prin̄s, laka évez brâz oud ar péz a vézô lékéat dira-z-oud.

2Laka eur goun̄tel enn da c’houzoug, mar d-éma koulskoudé da éné enn da gers.

3Na c’hoan̄ta két eûz a voéd ann hini gan̄t péhini éma ar bara a c’hevier.

4Na labour két évit pinvidikaat, hôgen laka harzou oud da boell.

5Na zâv két da zaoulagad étrézég ar madou ha na hellez két da gavout; râg hi a gémérô diou-askel ével ann érer, hag a nichô étrézeg ann én̄v.

6Na zebr két gan̄d eunn dén hérézuz, ha na c’hoan̄ta két eûz hé voéd.

7Râg é doaré eunn diouganer oc’h heûlia hé arvariou, é varn ar péz na oar két. Débr hag év, a lavarô d’id; hag hé galoun n’éma két gan-éz.

8Ar boéd éz pôa débret a zisloun̄ki; ha da gomsiou kaer a golli.

9Na gomz két gan̄d ar ré ziskian̄t; râg hî a zisprizô furnez da c’heriou.

10Na laka két da zourn war harzou ar ré vihan; ha n’az â két é park ann emzivaded,

11Râg galloudeg eo hô c’hâr-nés; hag hén̄ a ziwallô hô gwîr enn da énep.

12Ra zavô da galoun étrézég ar gélennadurez, ha da ziskouarn étrézé geriou ar wiziégéz.

13Na espern két ar c’hélen d’ar bugel; râk mar skôez war-n-ézhan̄ gan̄d ar wialen, na varvô két.

14{{Reizh|Shô|Skô]] war-n-ézhan̄ gan̄d ar wialen; hag é tieûbi hé éné diouc’h ann ifern.

15Va mâb, mar d-eo fûr da galoun, va c’haloun en em laouénai gan-éz:

16Ha va digroazel a dridô; pa hô dévézô da vuzellou lavaret geriou reiz.

17Na hérézet két da galoun ar béc’herien; hôgen béz é doujan̄s ann Aotrou héd ann deiz:

18Râk fisian̄s ez pézô enn da zeiz divéza, ha da c’hôbr na vézô két tennet digan-éz.

19Sélaou, va mâb, ha béz fûr; ha laka da galoun da valéa éeun enn hen̄t:

20N’en em gav két é banvésiou ar vesvierien, nag e dirollou ar ré a zigas kîk évid dibri kévret:

21Râk néb a drémen hé amzer oc’h éva hag ô banvézi a zeûiô da véza paour, ha néb a gouskô kalz a vézô gwisket gan̄t truḻou.

22Sélaou da dâd péhini en deûz da c’hanet; ha na zispriz két da vamm pa gôsai.

23Prén ar wirionez, ha na werz két ar furnez, nag ar gélennadurez, nag ar poell.

24Tad ann dén reiz a dridô gan̄t lévénez; néb en deûz ganet eûr mâb fûr, en em laouénai enn abek d’ézhan̄.

25R’en em laouénai da dâd ha da vamm, ha ra dridô ann hini en deûz da zouget.

26Va mâb, rô da galoun d’in; ha ra virô da zaoulagad va hen̄chou.

27Râg eur poull doun eo ar plac’h fall hag eur pun̄s striz ann diavézadez.

28Aoza a rai spiou war an hen̄t ével eul laer, hag é lazô ar ré a wélô diévez.

29Da biou é vézô lavaret gwâ? Da dâd piou, gwâ? Da biou ar strivou? Da biou ar poullou? Da biou ar gouliou héb abek? Da biou tévalder ann daoulagad.

30Ha né két d’ar ré a drémen hô amzer oc’h éva gwîn, hag a laka hô dudi ô goullôi ar c’hôpou?

31Na zell két oud ar gwîn pa eo rûz, pa zeû da liva ar wéren; gan̄t c’houékder éz a ébarz;

32Hôgen enn divez é san̄k ével ann aer, hag é taol hé gontamm ével eur bazilik.

33Da zaoulagad a wélô diavéziadézed, ha da galoun a lavarô gwall draou.

34Hag é vézi ével eunn dén kousket é-kreiz ar môr, hag ével eur sturier môrédet, goudé ma eo kollet gan̄t-han̄ hé stûr.

35Hag é liviri: Va c’hannet hô deûz, hôgen n’am eûz két hé verzet; va zidennet hô deûz; ha n’em eûz két hé wézet: peûr é tihuninn-mé, hag é kavinn-mé c’hoaz gwîn da éva? ———— XXIV. PENNAD. Doujan̄s Doué hag ar roué.

← Levr ar C'hrennlavarioù 22Read In The App, Free →Levr ar C'hrennlavarioù 24 →

Study Levr ar C'hrennlavarioù 23

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031