Levr ar C'hrennlavarioù 20
1Eunn dra diboelluz eo ar gwîn, hag ar vézven̄ti a zô diroll: piou bennâg a laka hé zudi enn-hô, na vézô ket fûr.
2Ével iudérez al léon eo spoun̄t ar roué; néb a hég anézhan̄, a béc’h a-éneb hé éné hé-unan.
3Da énor eo d’ann dén pellaat diouc’h ar strivou; hôgen ar ré ziskian̄t holl en em vesk er ren̄daélou.
4Ann dén diék né két fellet d’ézhan̄ ara, enn abek d’ar iénien; klask a rai éta hé voéd pa vézô deûet ann han̄v, ha na vézô két rôet d’ézhan̄.
5Ével dour doun éma ar c’huzul é kaloun ann dén; hôgen ann dén fûr hé bun̄sô.
6Kalz a dûd a zô galvet trugarézuz; hôgen piou a gavô eunn dén féal?
7Ann dén reiz péhini a valé enn hé éeunder, a lézô hé vugalé euruz war hé lerc’h.
8Ar roué a zô azézet war drôn hé varn, a feltr pép drouk gan̄d hé zell.
9Piou a hell lavarout: Glân eo va c’haloun, dinam ounn a béc’hed?
10Daou boéz, ha daou ven̄t, a zô traou argarzuz dirâk Doué.
11Diouc’h techou ar bugel é vézô gwélet hag hén̄ vézô glân ha reiz enn hé ôberiou.
12Ar skouarn a glev, hag al lagad a wél, a zô bét gréat hô-daou gan̄d ann Aotrou.
13Na gâr két ar c’housk, gan̄d aoun na zeûjé ann diénez da waska war-n-oud: digor da zaoulagad, ha debr bara da walc’h.
14Fall eo, fall eo ann dra-zé, émé pép préner: ha pa eo éat-kuît, neûzé en em veûl.
15Aour a zô, ha kalz a berlez; hôgen muzellou gwiziek a zô eul léstr talvouduz-brâz.
16Tenn hé zaé digan̄d ann hini en deûz krétéet évid eunn diavésiad, ha kémer gwéstl digan̄t-han̄ évid ann diavesidi.
17Ar bara a c’hevier a zô c’houék d’ann dén; hôgen goudé-zé é vézô leûn hé c’hénou a c’hrouan.
18Ar vénosiou en em stard gan̄d ar c’huzuliou; hag ar brézéliou a dlé béza rénet gan̄d ar furnez.
19Arabad eo d’id daremprédi (T) ann hini a ziskuḻ ann traou kuzet, a valé enn touellérez, a zigor hé c’hénou bépréd.
20Néb a villig hé dâd hag hé vamm, hé gleûzeûr a vézô mouget é-kreiz ann dévalien.
21Ann digwéz a hasteur da gaout er penn ken̄ta, na vézô két benniget enn divez.
22Na lavar két: Mé a zistolô ann drouk. Gortoz ann Aotrou; hag hén̄ az tennô a boan.
23Daou boéz a zô argarzuz dirâg ann Aotrou; ar gwall valan̄s né két mâd.
24Ann Aotrou eo a reiz kamméjou ann dén; hôgen piou eo ann dén a hell poella hé hen̄t hé-unan?
25Eunn disman̄tr eo d’ann dén loun̄ka ar zen̄t, hag en em zislavarout goudé hé wéstl.
26Ar roué fûr a skiñ ar ré fallagr, hag hô laka dindân ar vols.
27C’houézaden ann Aotrou a zô enn dén ével eur c’hleûzeûr (M): dizolei a râ al lec’hiou kuzéta eûz ar c’hôv.
28Ann drugarez hag ar wirionez a vîr ar roué; hag ar gun̄vélez a starta hé drôn.
29Lévénez ann dud-iaouan̄k eo hô nerz; ha skéd ar ré gôz eo hô bléô gwenn.
30Ann droug a vézô paréet gan̄d ar blon̄sou droulivet, ha gan̄d ar gouliou a zô kuzet é gwéled ar c’hôv. ———— XXI. PENNAD. Lévénez ann dén reiz. Nerz ann dén fûr.