Levr ar C'hrennlavarioù 4
1Sélaouit, va mipien, kélen hô tâd, ha likid évez évit ma teskot ar poell.
2Eunn dra vâd a rôinn d’é-hoc’h; na zilézit két va lézen.
3Râk mé a zô bét eur mâb karet-mâd gan̄t va zâd, hag ével eur mâb penn-her dirâk va mamm.
4Hag hén̄ a zeské ac’hanoun, hag a lavaré d’in: Ra zigémérô da galoun va geriou; mîr va c’hélennou, hag é vévi.
5Laka da boan évit kaout ar furnez, évit kaout (T) ar poell; na an̄kounac’ha két geriou va génou, ha na zistrô két diout-hô.
6Na zilez két ar furnez, hag hî az tiwallô; kâr-hi, hag hî az mirô.
7Penn-ken̄ta ar furnez, eo lakaat hé boan évit kaout (T) ar furnez; hag é kémen̄t éc’h eûz, prén ar poell.
8Tîz-hi, hag hî az savô; da énori a rai, mar briatez anézhi.
9Rei a rai d’as penn eur c’hrésk a c’hrasou, hag eur gurunen skéduz a zifennô ac’hanod.
10Sélaou, va mâb, ha digémer va c’homziou, évit ma kreskô bloavéziou da vuez.
11Diskouéza a rinn d’id hen̄t ar furnez; da gâs a rinn dré raven̄chou ann éeunder.
12Pa vézi éat enn-hô, da gamméjou na vézin̄t két strizet; mar rédez, na gouézi két.
13Dalc’h ar c’hélen, na zilez két anézhan̄; mîr-hén̄, râk da vuez eo.
14Na gémer két a zudi é raven̄chou ar ré fallagr, ha na vézet két hétuz d’id hen̄t ar ré zrouk.
15Tec’h-hén̄, na drémen két dré-z-han̄; distrô diwar-n-ézhan̄ ha kéa ébiou.
16Râk na gouskon̄t ket néméd droug hô défé gréat; hag ar c’housk a gollon̄t, ma n’hô deûz két diskaret eur ré-bennâg.
17Dibri a réon̄t bara ar fallagriez, hag éva a réon̄t gwîn ann drougiez.
18Hôgen raven̄t ar ré reiz a luc’h ével eur c’houlaouen; a-raok éz a hag é kresk bétég ann deiz klôk.
19Hen̄t ar ré fallagr a zô téval; na ouzon̄t két péléac’h é kouézon̄t.
20Va mâb, sélaou va geriou; pleg da skouarn étrézé va lavariou.
21Na bellaen̄t két diouc’h da zaoulagad: mîr-hi é-kreiz da galoun.
22Râk buez in̄t évid ar ré hô c’hâv, ha iéc’hed évit pép kîk.
23Gan̄t kalz a bréder mîr da galoun, râk diout-hi eo é teûi ar vuez.
24Distol diouz-id ar gwall c’hénou, ha pella ar muzellou labennuz.
25Ra zellô éeun da zaoulagad; ha r’az ai kroc’hen da lagad a-raok da gamméjou.
26Kompez ann hen̄t dindân da dreid, ha da dreid a vézô stard (T).
27Na drô nag a zéou nag a gleiz; tenn da droad eûz ann drouk; râg ann Aotrou a anavez ann hen̄chou a zô a zéou: hôgen gwall hen̄chou eo ar ré a zô a gleiz. Hén̄ hé-unan eo a lakai da gerzed da véza éeun, hag az rénô é peoc’h enn da hen̄t. ———— V. PENNAD. Karout hé c’hrég ha tec’hout diouc’h ar ré all.