The Bible Software
Levr ar C'hrennlavarioù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar C'hrennlavarioù 18

1Ann hini a fell d’ézhan̄ pellaad diouc’h hé viñoun, a glask ann drô; da véza tamallet é vézô é péb amzer (T).

2Ann dén diskian̄t na zigémer két komziou ar furnez; ma na gomzit két out-han̄ hervez ar péz en deûz enn hé galoun.

3Pa véz deûet ann dén fallagr bété wéled ar béc’héjou, é tispriz pép-trâ; hôgen ar véz hag ar vézégez a ia war hé heûl.

4Ar geriou a zeû er-méaz eûz a c’hénou ann dén a zô ével dour doun; ha feun̄teun ar furnez ével eur froud dic’hlannet.

5Né két mâd derc’hel stad eûz a eunn dén fallakr piou-bennag eo (T), évid distrei diouc’h ar wirionez er varn.

6Muzellou ann dén diskian̄t en em vesk er strivou; hag hé c’hénou a c’halv ar ren̄daélou.

7Génou ann dén diskian̄t a vrev anézhan̄; hag hé vuzellou a zô koll hé éné.

8Geriou ann dén touelluz a zô ével pa ven̄t éeun; hôgen mon̄d a réon̄t bété gwéled ar c’hôv. Ann aoun a ziskar ann dén diek; hôgen énéou ar ré laosk hô dévézô naoun.

9Néb a zô laosk ha digaloun enn hé labour, a zô breûr d’ann hini a freûz ar péz en dôa gréat.

10Eunn tour kré eo hanô ann Aotrou; ann dén reiz a réd étrézég enn-han̄, hag é vézô uc’héléet.

11Danvez ann dén pinvidik a zô ével eur géar gré, hag ével eur vur déô war-drô d’ézhan̄.

12Abarz béza brévet, kaloun ann dén a zaô, hag abarz béza énoret, é véz izéléet (T).

13Néb a respoun̄t abarz ma en deûz klévet, a ziskouez pénaoz eo eunn dén diboell, hag a dal é vé mézékéet.

14Spéred ann dén a harp hé zempladurez; hôgen piou a hellô harpa eur spéred hag a zô téar da vuanékaat?

15Ar galoun fûr é dévézô ar wiziégez; ha skouarn ar ré fûr a glask ann deskadurez.

16Ar péz a zô rôet gan̄t ann dén a lédana hé hen̄t, hag her c’hâs dirâg ar brin̄sed.

17Ann dén mâd en em damall hé-ûnan da-gen̄ta; hé viñoun a zeû goudé, hag a furc’h é diabarz hé galoun (T).

18Ar sort a habaska ar ren̄daélou; barnér eo étré ar rê c’halloudek.

19Ar breûr a zô skoazellet gan̄d hé vreûr, a zô ével eur géar gré; hag hô barnou a zô ével sparlou ar c’heriou.

20Eûz a frouez génou ann dén, é vézô karget hé gôv; ha gan̄t ar péz a c’hanô hé vuzellou en dévézo hé walc’h.

21Ar marô hag ar vuez a zô é kerz ann téôd; ar ré a gâr anézhan̄, a zebrô hé frouez.

22Néb en deûz kavet eur c’hrég vâd, en deûz kavet eunn dra vâd; hag hén̄ a bun̄sô grâd-vâd ann Aotrou. Néb a gâs-kuît eur c’hrég vâd, a gâs-kuît eunn drâ vâd; hôgen néb a zalc’h eunn avoultrez, a zô eunn dén diskian̄t ha fallagr.

23Gan̄t pédennou vuel é komz ar paour; hag ann dén pinvidik gan̄t komsiou dichez.

24Néb a zô karadek é-kén̄ver ann dûd, a vézô gwelloc’h da viñoun égéd ar breûr. ———— XIX. PENNAD. Pénaoz é tléeur kastiza hé vugalé.

← Levr ar C'hrennlavarioù 17Read In The App, Free →Levr ar C'hrennlavarioù 19 →

Study Levr ar C'hrennlavarioù 18

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031