The Bible Software
Levr ar C'hrennlavarioù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar C'hrennlavarioù 11

1Ar valan̄s touelluz a zô argarzuz dirâg ann Aotrou; hag ar poéz reiz a zô hétuz d’hé ioul.

2El léac’h ma vézô ar rôgen̄tez, énô é vézô ivé ann dismégan̄s; hôgen el léac’h ma éma ar vueldéd, énô éma ivé ar furnez.

3Eeunder ar ré reiz a rénô anézhô; ha touellérez ar ré zireiz a gollô anézhô.

4Ar madou na dalvézin̄t nétrâ é deiz ar varn; hôgen ar reizded a dennô eûz ar marô.

5Reizded ann dén éeun a reizô hé hen̄t; gan̄d hé fallagriez é kouézô ar fallagr.

6Reizded ar ré reiz a zieûbô anézhô; hag ar ré fallagr a vézô paket enn hô spiou hô-unan.

7Pa vézô marô ann dén fallagr, na choumô mui géd é-béd; ha gortoz ar fougéerien a vézô kollet.

8Ann dén reiz a zô bét dieûbet eûz ann an̄ken; hag ann dén fallagr a vézô rôet enn hé léac’h.

9Ann dén kuzet a douell hé viñoun gan̄d hé c’hénou; ar ré reiz a vézô dieûbet gan̄d ar wiziégez.

10Eûr-vâd ar ré reiz a lakai kéar da drida; ha pa vézô kollet ar ré fallagr, é vézô meûleûdi.

11Gan̄t bennoz ar ré reiz é vézô uc’héléet kéar; ha gañt génou ar ré fallagr é vézô diskaret.

12Néb a zispriz hé viñoun a zô digaloun: hôgen ann dén fûr a davô.

13Néb a valé enn touelléréz, a ziskuḻ ann traou kuzet; hôgen néb a zô féal a galoun, a gûz ar péz en deûz lavaret hé viñoun d’ézhan̄.

14El léac’h n’eûz két a réner é teû ar bobl da zizéria; hôgen el léac’h m’az eûz kalz a guzuliou, énô éma ar zilvidigez.

15Reûzeûdig é vézô néb a grédo évid eunn dén a-ziavéaz; hôgen néb a déc’hô diouc’h ar spiou a vézô é-diwez.

16Ar c’hrég déréad a gavô ar c’hloar; hag ar ré gré hô dévézô ar madou.

17Ann dén trugarek a râ vâd d’hé éné hé-unan; hôgen ann hini a zô krîz a zistol hé géren̄t hé-unan.

18Ann dén fallagr a râ eul labour né d-eo ket stard; hôgen eur gwîr c’hôbr a zô évid ann hini a hâd ar reizded.

19Ann hakaskded a aoz hen̄t ar vuez; hag en̄klask ann drouk a gâs d’ar marô.

20Eur galoun trôidelluz a zô argarzuz d’ann Aotrou; hôgen lakaat a ra hé zudi er ré a valé enn éeunder.

21Ar gwall zén na vézô két dinam, ha p’en défé hé zaouarn ann eil enn égilé; hôgen gwenn ar ré reiz a vézô dieûbet.

22Ével eul lagaden aour out fri eur wiz, eo eur c’hrég kaer hag hi fougéérez.

23Ioul ar ré reiz eo pép mâd; gortoz ar ré fallagr eo ann diboell.

24Lôd a rô ar péz a zô d’ézhô, hag a zô pinvidik bépréd; lôd all a skrab ar péz né két d’ézhô, hag a zô paour ével a gen̄t.

25Ann hini a rô kalz, a vézô lartéet; ann hini a rô é gwalc’h, en dévézô hé walc’h ivé.

26Néb a gûz ann éd a vézô milliget gan̄d ar boblou; hôgen ar vennoz a zeûiô war benn ar ré hé werzô.

27Néb a glask ar mâd, a râ ervâd sével diouc’h ar min̄tin; hôgen néb a glask ann drouk, a vézô gwasket gan̄t-han̄.

28Néb a laka hé fisian̄s enn hé vadou, a vézô diskaret, hôgen ar ré reiz a gellidô ével ann delien c’hlâz.

29Ann hini a gan drouk enn hé di, n’en dévézô német avel (T); ha néb a zô diskian̄t a vézô zervicher ann dén fûr.

30Frouez ann dén reiz eo ar wézen a vuez; ha néb a zigémer ann énéou, a zô fûr.

31Mar d-eo kastizet ann dén reiz war ann douar, pégémen̄t ouc’h-penn ann dén fallagr hag ar péc’her? ———— XII. PENNAD. Ann dén akétuz hag ann dén lézirék; ann dén gwirion hag ar gaouiad.

← Levr ar C'hrennlavarioù 10Read In The App, Free →Levr ar C'hrennlavarioù 12 →

Study Levr ar C'hrennlavarioù 11

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031