The Bible Software
Levr ar C'hrennlavarioù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar C'hrennlavarioù 27

1Na fougé két gan̄d ann an̄trônôz, râk na ouzoud két pétrâ a c’hoarvézô enn deiz da zon̄t.

2Ra veûlô eunn all ac’hanod, ha nann da c’hénou; eunn diavésiad, ha nann da vuzellou da-unan.

3Ar méan a zô pounner, hag ann tréaz a zô poézuz; hôgen buanégez ann dén foll a zô pounnéroc’h égét-hô hô-daou.

4Ar vuanégez hag ann diboell a darz a zô didrugarez; ha piou a hellô herzel out frouden eunn dén buanek?

5Gwell eo eur c’hélen anat, égéd eur garan̄tez kuzet.

6Gwell eo gouliou ann hini a gâr, égét pokou touelluz ann hini en deûz kasoni.

7Ann éné en dévézô hé walc’h a flastrô ann diren-vél; hag ann éné naouniet a gavô c’houék ar péz a zô c’houérô.

8Ével eunn evn a ia er-méaz eûz hé neiz, ével-sé eo ann dén a zilez hé léac’h hé-unan.

9Ann trétou hag al louzou c’houés-vâd a laouéna ar galoun: ha kuzuliou mâd eûr miñoun a laka ann dudi enn éné.

10Na zilez két da viñoun, na miñoun da dâd: ha n’az a két é tî da vreûr é deiz da c’hlac’har. Gwell eo eunn amézek tôst, égéd eur breûr pell.

11Desk ar furnez, va mâb, ha laouéna va c’haloun: évit ma helli respounta da néb az tamallô.

12Ann dén gwén en deûz gwélet ann drouk, hag a zô en em guzet; ar ré zister a zô éat ébiou, hag hô deûz gouzan̄vet ar c’holl.

13Tenn hé zaé digan̄d ann hini en deûz krétéet évid eunn diavésiad: ha tenn digan̄t-han̄ ar gôbr en dôa rôet évid ann diavésidi.

14Néb a vennig hé nésa gan̄d eur vouéz gré, adaleg ar min̄tin pa zâv, a vézô hén̄vel oud ann hini a villig anézhan̄.

15Ar chrég krôzuz a zô hén̄vel oud eunn dôen hag a ziver héd ar goan̄v.

16Ann hini a fell d’ézhan̄ hé derc’hel, a zô ével ma felfé d’ézhan̄ derc’hel ann avel, pé ann éôl a zô enn hé zourn.

17Ann houarn a lemm ann houarn, ha gwéled ar miñoun a gen̄traou ar miñoun.

18Néb a vîr ar wézen-fiez, a zébrô eûz hé frouez: ha néb a vîr hé aotrou, a vézô savet é gloar.

19Ével ma wéleur enn dour penn ar ré a zell enn-han̄, ével-sé kalounou ann dûd a zô anad d’ar ré fur.

20Ann ifern hag al loun̄k n’in̄t morsé leûn: ével-sé daoulagad ann dûd né d-in̄t két évit kaout hô gwalc’h.

21Ével ma eo arnodet ann arc’han̄t er c’hleûzeûr, hag ann aour er fornigel; ével-sé ann dén a zô arnodet gan̄t génou ann hini a veûl anézhan̄. Kaloun ann dén fallagr a glask ann drouk, hag ar galoun éeun a glask ar wiziégez.

22Ha pa bilfez ann dén foll enn eul léstr-brév, ével ma pileur greûn gan̄d eunn horz, na dennfez két ar follen̄tez diout-han̄.

23Sell oud da loéned, ha laka évez oud da zén̄ved;

24Râk n’az pézô két bépréd ar galloud; hôgen eur gurunen a vézô rôet a rumm-é-rumm.

25Digor eo ar prajeier, hag é wéleur ar géot glâz, ha dastumet eo ar foenn diwar ar ménésiou.

26Ann ein a zô évid da ziḻad; hag ar venned-gevr évit gôbr ar park.

27R’az pézô awalc’h gan̄t léaz ar gevr évid da voéd, évid ar péz a zô réd enn da dî, hag évit maga da vitisien. ———— XXVIII. PENNAD. Eûz ann hini a varn gan̄d direizded.

← Levr ar C'hrennlavarioù 26Read In The App, Free →Levr ar C'hrennlavarioù 28 →

Study Levr ar C'hrennlavarioù 27

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031