The Bible Software
Niveroù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Niveroù 12

1Hôgen Mari hag Aaron a gomzaz a-énep Moizez, enn abek d’he c’hrég a oa Etiopiadez,

2Hag a lavaraz: Ha dré Voizez hép-kén en deûz-hén̄ komzet ann Aotrou? Ha n’en deûz-hén̄ kéd ivé komzet ouz-omp? Pa glevaz ann Aotrou kémen̄t-sé, 3 (Rak Moizes a oa ann habaska eûz ann holl dûd a choumé war ann douar),

3

4É lavaraz râk-tâl da Voizez ha da Aaron ha da Vari: It c’houi hô trî hép-kén d’ann tabernakl a gévrédigez. Ha pa oen̄t éat dî,

5Ann Aotrou a ziskennaz er peûl koabr, hag ô sével é-tâl dôr ann tabernakl, é c’halvaz Aaron ha Mari. Pa oé deûet ar ré-man̄,

6É lavaraz d’ézhô: Sélaouit va geriou: Mar béz enn hô touez eur profed d’ann Aotrou, en em ziskouézinn d’ézhan enn eur wélédigez, pé é komsinn out-han̄ dré hé gousk.

7Hôgen né két ével-sé é-ken̄ver Moizez va zervicher, péhini a zô féal-brâz em holl dî.

8Rak mé a goms out-han̄ a c’hénou-é-génou; hag hén̄ a wél ann Aotrou splann, nann dindân lavariou gôlôet ha dindân doaréou. Pérâg éta n’hoc’h eûz-hu két bét a aoun ô drouk-komza diwar-benn va zervicher Moizez?

9Hag ann Aotrou ô véza éat drouk enn-han̄ out-hô a iéaz kuit. (T).

10Hsg enn hévéleb amzer ar goabren a oa é-tâl dôr ann tabernakl en em dennaz kuit, ha chétu Mari a oé gwélet gwenn a lovren̄tez ével ann erc’h. Ha pa en dôé Aaron hé gwélet, hag hî gôlôet a lovren̄tez, ïl. É lavaraz da Voizez: Mé az péd, Aotrou, na zav két enn hon énep ar péc’hed-zé hon eûz gréat dré follen̄tez;

11

12Ha na zeûet két hou-man̄ ével eunn dén-marô, hag ével eur sioc’han a doleur er-méaz eûz a gôv hé vamm. Chétu a-vréman̄ eo debret gan̄d al lovren̄tez ann han̄ter eûz hé c’horf.

13Neûzé Moizez a c’harmaz oud ann Aotrou, ô lavarout: Va Doué, mé az péd, plijet gan-éz paréa anézhi.(T).

14Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Ma en défé hé zâd skôpet oud hé dremm, ha na vijé két bet dléet d’ézhi choum é-pâd seiz dervez da-vihana gôlôet a vez? Ra vézô pelléet éta diouc’h ar c’hamp é-pâd seiz dervez, ha goudé-zé é vézô galvet.

15Mari éta a oé pelléet diouc’h ar c’hamp é-pâd seiz dervez; hag ar bobl n’az éaz két kuit eûz al léac’h-zé kén na oé asgalvet Mari. ———— XIII. PENNAD. Moizez a gâs tûd évid anaoud ann douar gwéstlet.

← Niveroù 11Read In The App, Free →Niveroù 13 →

Study Niveroù 12

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536